Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17 bloaz 2007
23/04/2007 — 29/04/2007
Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)
kemmañMa fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:
- Hed (1014 liamm)
- Etrekumuniezh (1011 liamm)
- Pastell-vro votiñ (1001 liamm)
- Ⅎ (lizherenn) (203 liamm)
- Ɠ (lizherenn) (202 liamm)
- Ɔ (lizherenn) (202 liamm)
- Tsh (lizherenn) (202 liamm)
- N̈ (lizherenn) (200 liamm)
- Ngb (lizherenn) (200 liamm)
- Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (200 liamm)
Trugarez, Benoni 23 Ebr 2007 da 00:12 (UTC)
Vot evit kaout ur bureviad war ar wiki brezhonek
kemmañDigas a ran da soñj d'ar re n'o deus ket votet c'hoazh en deus lakaet Neal e anv evit bezañ bureviad hon wikipedia. Gallout a rit votiñ amañ: Wikipedia:Burevidi/Neal. Digor e vo ar vot betek disul a zeu. An demokratelezh a zo un elfenn pouezus-tre e barzh wikipedia. N'omp ket tud o labourat pep hini en e gorn nemetken, met kenlabourerien war ur raktres a-stroll. Trugarez da votiñ eta! Benoni 23 Ebr 2007 da 16:45 (UTC)
Demat
kemmañSkrivañ a ran deoc'h evit lavaret ez omp va breudeur ha me o klask sikour a-benn treiñ Wikipedia. Sellet 'm eus ar pennadoù a zo bet graet, n'eo ket fall, met pennadoù a zo mezhus er c'heñver 1 frazenn skrivet warno.
E-mod all, va breur (Ronan Le Pennec) en deus graet folennoù evit kaout sikour digant an dud. Stagañ a rin anezho e Skolaj Gwiseni ha va breur all (Soig) a lakao e lise Karaez.
Kenavo
- Setu aze ur soñj mat! Labour zo forzh pegement : kalz pennadoù da sevel ha kalz pennadoù da hiraat. Donemat e bed ar Wikipedia ha kalon vat.--Kadwalan 30 Ebr 2007 da 15:57 (UTC)