Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 18 bloaz 2007
30/04/2007 — 06/05/2007
Torr-penn
kemmañTorr-penn gwelout atav tud o sevel pennadoù e-kichen ar pennadoù bet boulc'het a-raok. Herri II roue Bro-C'hall dre amañ, Herri II a Vro-C'hall pe Herri III (Bro-C'hall) dre aze. Ma ne vije ket an dekvet gwech e vije fentus. Pegoulz e vo lakaet un tamm urzh ha poell el labour? Me zo vont da skrivañ ma istor-me ivez, evel se e ray unan ouzhpenn. Bianchi-Bihan 30 Ebr 2007 da 13:43 (UTC)
- Pebezh diouer a fent! Pa'm eus savet ar pennad ne oa ket bet lakaet Herri II e roll unpennoù Bro-C'hall. A-du arall e kavan me torr-penn pa chouk un aozer all pennadoù nevez forzh pegement gant muioc'h evit 90 % eus an destenn en ur yezh all e-pad sizhunvezhioù. Mat e vefe ober gant "<!- -" ha "-- >" da'm soñj kuit ma vo gwelet war ar bajenn d'an nebeutañ.--Kadwalan 30 Ebr 2007 da 16:14 (UTC)
- Emañ ar wirionez ganit: ingalet fall eo bet ar perzhioù etre an dud gant an aotrou Doue, hag aet eo ar sac'had fent a-bezh gant ul lod.
- Emaon o paouez teurel evezh e oa an arouezioù-se ("<!- -" ha "-- >") war an douchennaoueg. Bremañ eo ret din deskiñ ober ganto.
- Da c'hortoz, e c'hallez, mar kerez, kas ar gentel da aozer ar pennad moger ivez. Bianchi-Bihan 2 Mae 2007 da 02:51 (UTC)
- Klasket em eus c'hoari gant ("<!- -" ha "-- >") met n'ouzon ket an tu. Neuze e tremenin heptañ. Bianchi-Bihan 2 Mae 2007 da 05:49 (UTC)
- Pebezh diouer a fent! Pa'm eus savet ar pennad ne oa ket bet lakaet Herri II e roll unpennoù Bro-C'hall. A-du arall e kavan me torr-penn pa chouk un aozer all pennadoù nevez forzh pegement gant muioc'h evit 90 % eus an destenn en ur yezh all e-pad sizhunvezhioù. Mat e vefe ober gant "<!- -" ha "-- >" da'm soñj kuit ma vo gwelet war ar bajenn d'an nebeutañ.--Kadwalan 30 Ebr 2007 da 16:14 (UTC)
- Sellet ouzh an displegadenn er bajenn kaozeadenn.--Kadwalan 2 Mae 2007 da 07:13 (UTC)
Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)
kemmañMa fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:
- Hed (1030 liamm)
- Etrekumuniezh (1027 liamm)
- Ɠ (lizherenn) (205 liamm)
- Tsh (lizherenn) (205 liamm)
- N̈ (lizherenn) (203 liamm)
- Ngb (lizherenn) (203 liamm)
- Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (203 liamm)
- Skourrad (184 liamm)
- Ren (182 liamm)
- Urzhiad (181 liamm)
Trugarez, Benoni 30 Ebr 2007 da 15:01 (UTC)
Wikipediñ
kemmañKlevet em eus e oa un "devezh ar brezhoneg" da vezañ e Karaez. N'ouzon ket penaos e c'hallfed ober, met ne vije ket fall derc'hel ur stal wikipediñ da zegemer ar birc'hirined d'o sachañ war hent ar baradoz. Marteze e c'hallfe un Ofis bennak sikour da oferennañ. Ur "gouel al levrioù" zo ivez e dibenn miz Here ma tremen un toullad mat a vrezhonegerien. Bianchi-Bihan 2 Mae 2007 da 02:59 (UTC)
- ya, un dra vat e vefe sur. Me avat n'on ket evit mont di. Piv eo a c'hellfe mont neuze?Neal (Kaozeal) 2 Mae 2007 da 06:29 (UTC)
- Petore devezh e vo?--Kadwalan 2 Mae 2007 da 07:12 (UTC)
N'ouzon ket peur e vo, hogen kroget on da brezegiñ e touez skolajidi Diwan Gwiseni hag e touez Liseidi Diwan Karaez, hep disoñjal o c'helennerien. Sur e tlefe erruout a-benn nebeut un toullad eus outo war Wikipedia. --Ronan
- Devezh ar brezhoneg, sul 3 a viz Mezheven. Ur merour, a gredan, zo o chom eno.Bernez Bernioù 3 Mae 2007 da 08:10 (UTC)
Fizikourien
kemmañFizikourien pe Fizikourien dibar ? . Kadbzh 2 Mae 2007 da 09:54 (UTC)
Se ' zo hervez an dud a peus c'hoant da lakaat e-barzh. Ma 'z eo evit Galileo pe Newton, pe Copernic, hag all, neuze e c'helles marteze lakaat Fizikourien dibar Ronan 2 Mae 2007 10:00
- N'eus forzh penaos ne lakai ket an holl anezho, met darn anezho hepken, er rummad. Ha n'eus nemet "tud dibar" er wikipedia...
- ... ha ni tud ordinal o skrivañ diwar o fenn. Bernez Bernioù 2 Mae 2007 da 10:32 (UTC)
- D'am soñj eo arabat implij ar gêr "dibar" en un holloueziadur (na vez ket graet er yezhoù all, gw. saosneg pe galleg). Ma n'eo ket dibar ar fizikour, n'en deus ket e blas er wikipedia n'eus forzh penaos.Benoni 2 Mae 2007 da 15:43 (UTC)
Kuba
kemmañKuba (enezenn) Kadbzh 2 Mae 2007 da 11:49 (UTC)
- Daoust hag ezhomm zo da gaout meur a bennad e-giz-se ? N'eo ket sur. Er yezhoù all, war a seblant, n'eus nemet unan. --Llydawr 3 Mae 2007 da 19:41 (UTC)
- Lakaomp e vije ret ober daou bennad pa vo re hir. N'eo ket erru ar c'houlz c'hoazh. Ul loden douaroniezh hag ul lodenn istor , evel e pennadoù an holl vroioù. Bianchi-Bihan 3 Mae 2007 da 20:37 (UTC)
Reizhañ
kemmañkavet ganin an dra-mañ Pajenn ebet eus ar re evezhiet ganeoc'h n'eo bet kemmet e-pad ar prantad spisaet. Lakaat n'eus bet, mar plij. Bernez Bernioù 2 Mae 2007 da 12:33 (UTC) Benoni 2 Mae 2007 da 15:48 (UTC)
Daou bennad heñvel zo : Tales eus Miletos ha Thales Miletos. Da gendeuziñ. --Llydawr 3 Mae 2007 da 19:41 (UTC) Benoni 3 Mae 2007 da 19:59 (UTC)
'meus aon em eus lakaet sklabez gant ebarzhañ al lignez.Bianchi-Bihan 3 Mae 2007 da 20:50 (UTC)
Ur gudenn evit lec'hiañ ouzh kartenn Al. Trugarez. Kadbzh 5 Mae 2007 da 18:46 (UTC)