Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 19 bloaz 2007
07/05/2007 — 13/05/2007
Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)
kemmañMa fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:
- Tsh (lizherenn) (211 liamm)
- Ngb (lizherenn) (210 liamm)
- Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (210 liamm)
- Skourrad (191 liamm)
- Ren (189 liamm)
- Urzhiad (188 liamm)
- Kevrennad (185 liamm)
- Genad (184 liamm)
- Rummouriezh (182 liamm)
- Animalia (180 liamm)
Trugarez, Benoni 7 Mae 2007 da 11:43 (UTC)
- Emaon o paouez merzañ ne vez ket graet gant "ren" e geriadur an Here met gant "riezad". --Kadwalan 9 Mae 2007 da 11:09 (UTC)
- Gant merzañ ne vez ket graet ivez. Sell. Bianchi-Bihan 9 Mae 2007 da 11:12 (UTC)
- An Ofis a ro Riezad pe Renad. Ret vo deomp dibab unan eus an daou ha kemm ar patrom... Din me eo ingal...Benoni 9 Mae 2007 da 11:45 (UTC)
- Gant merzañ ne vez ket graet ivez. Sell. Bianchi-Bihan 9 Mae 2007 da 11:12 (UTC)
Kavet ur skeudenn, met n'haller ket he gwelout. Piv a sikouro? Bianchi-Bihan 7 Mae 2007 da 13:00 (UTC). Graet --Llydawr 7 Mae 2007 da 17:42 (UTC) Trugarekaat. Labourat a c'hallan ober ma-unan, evit ar burzhudoù em bez ezhomm sikour. Tud zo a oar reiñ. Bianchi-Bihan 9 Mae 2007 da 11:14 (UTC)
Daou bennad heñvel o danvez zo : Listenn ar romantoù brezhonek ha Listenn ar romantoù skrivet e brezhoneg. Da gendeuziñ moarvat. --Llydawr 7 Mae 2007 da 17:42 (UTC)
- Ur c'hemmig 'm eus kaset d'an ditloù. Emichañs e blijo d'an holl...Benoni 7 Mae 2007 da 17:55 (UTC)
- Mat-tre. Deuet brav an dro. Atav e vo gwelloc'h distruj an nebeutañ ar gwellañ. Bianchi-Bihan 8 Mae 2007 da 17:40 (UTC)
- Ur c'hemmig bennak am eus lakaet en titloù. Marteze ne zisplijo ket re. Bianchi-Bihan 10 Mae 2007 da 18:50 (UTC)
- Mat-tre. Deuet brav an dro. Atav e vo gwelloc'h distruj an nebeutañ ar gwellañ. Bianchi-Bihan 8 Mae 2007 da 17:40 (UTC)
Krouet em eus ur rumm dindan an anv-se, ha kavet ur Rummad :kanerien Breizh ha n'eus nemet brezhonegerien e-barzh. Marteze e vo lakaet anv ur galleger bennak e-barzh un deiz bennak, met karout a rafen e chomfe en e sav ar rumm am eus nevez krouet: resisoc'h an anv. Bianchi-Bihan 8 Mae 2007 da 17:36 (UTC)
Barzhoniezh
kemmañNe blij ket ma barzhoniezh da lod, ne gomprenan ket perak. Setu pezh zo bet diroget eus pajenn Nicolas Sarkozy gant un den ha ne gompren netra er barzhoniañ awenet uhel.
Barzhoneg (verr) en enor da brezidant (nevez) ar republik (c'hall) da geñver e zilennadeg (veur) daoust da vouezhioù (kontrol) ar Vretoned
kemmañBrav e vo dimp e-barzh hon zi:
Diwallet 'vimp gant Sarkozy.
Pegen kriz ha kalet Planedenn ar varzhed. Bianchi-Bihan 9 Mae 2007 da 08:16 (UTC)
Pajennoù war pobloù ar Bed
kemmañKrouet 'm eus ur patrom evit ar pajennoù war pobloù ar Bed: Patrom:Infobox pobl. Setu un nebeut pajennoù e lec'h ma 'm eus implijet ar patrom, deoc'h da gompren penaos e ya en-dro: Xhosa (pobl), Sorabed, Ainoued. Ar re a zo dedennet evit sevel seurt pajennoù a c'hell eta implij ar patrom. Krouet eo bet ganin o kemer harp war ar wikipedia saosneg: an titouroù evit e leuniañ bewech a vo kavet eta war ar wikipedia-se.Benoni 9 Mae 2007 da 16:25 (UTC)
Labour kumuniezhel
kemmañ- 364 fajenn a zo dirummad. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù dirummad
- 105 rummad a zo dirummad. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Rummadoù hep rummadoù
- 103 fajenn a zo dall, d.l.e. hep liamm diabarzh. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù dall
- 4130 pajenn n'o deus ket liammoù davet ar yezhoù all. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù hep liammoù etrewiki
- NB: Pa lakait liammoù etrewiki war ur bajenn, lakait ivez ul liamm davet ar bajenn e brezhoneg war hini ar wikipedia saozneg. War-lerc'h e vo botoù o klokaat tamm-ha-tamm ha ne vo ket ezhomm ken touchañ liammoù etrewiki ar bajenn-se.
- 67 pajenn o deus adkasoù doubl. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Adkasoù doubl
Ma genlabouromp holl e vo tu lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ! A galon, Benoni 10 Mae 2007 da 22:26 (UTC)
Chouket em eus un toulladig rummadoù. Kenderc'hel a rin--Kadwalan 11 Mae 2007 da 10:36 (UTC)
Ul luc'hskeudenn o deus er Wiki saoznek. Piv a c'hello he zapout? Trugarez. A galon. Klaod.Kadbzh 12 Mae 2007 da 18:56 (UTC)
Pehini zo gwell? Bianchi-Bihan 13 Mae 2007 da 10:10 (UTC)