Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 21 bloaz 2009
25/05/2009 — 31/05/2009
- skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun warn-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Treiñ an anvioù kembraek
kemmañHa ret eo treiñ anvioù evel : Hywel Foel ap Griffri ap Pwyll Wyddel? Bianchi-Bihan 28 Mae 2009 da 06:01 (UTC)
- Ma fell da lod c'hoari brezhonekaat an holl anvioù kembraek gant "ap" hag "ab", hep kontañ ar re gant "ferch", e vo un tamm mat a labour hag a blijadur dezhe. Goude ne vo ken met ober kemend-all gant an anvioù gant "Mac", gant "O", gant "son", gant "sen", gant "Fitz", ha lakaat John Fitzgerald Kennedy da vout Yann mab Jerarzh Penndu, evel zo dleet. Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 06:15 (UTC)
Demat. Penaos lakaat er pennad-se ul liamm war-zu ar Rummad:Kumuniù Belgia ? trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 28 Mae 2009 da 18:52 (UTC)
- N'ouzon ket ha gallout a reer lakaat ul liamm war-du ur rummad e korf ur pennad. Ouzhpennañ ar rummad en traoñ, gant ar re all? A galon.--90.12.107.57 28 Mae 2009 da 18:55 (UTC)
- Ya, met ne glot ket, just-awalc'h... A galon. Klaod Kadbzh 28 Mae 2009 da 19:16 (UTC)
Taol-Lañs
kemmañEn em c'houlenn a ran peseurt anv a rankfen lakaat d'ur pennad war an Taol-Lañs, ur gouel eus Karaez. An anv Taol-Lañs evel m'emañ pe ouzhpennañ gouel... Trugarez --Y-M D 31 Mae 2009 da 15:43 (UTC)
- Respont : an anv ofisiel. Petra eo? Taol lañs pe Taol-lañs?
- Gouel? Din, ha hervez ar wikipedia, n'eo ket. Lakaomp ur fest, un abadenn, un nozvezh. A galon. Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 16:56 (UTC)
- Gwir eo. Taol-Lañs eo an anv gwir. Penaos vefe neuze Taol-Lañs (fest) pe Taol-Lañs e-unan. Ar gêr taol-lañs a c'helfe kaout talvoudegezhioù all. --Y-M D 31 Mae 2009 da 17:26 (UTC)
- Perak klask pemp troad d'ur maout ha n'eo ket ganet? Pa vo daou vaout anvet heñvel e vo aozet ur vodadeg da studiañ o anvioù-badez.Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 17:36 (UTC)
- Ok! Trugarez bras, emaon o vont d'en ober neuze. --Y-M D 31 Mae 2009 da 18:53 (UTC)
- Perak klask pemp troad d'ur maout ha n'eo ket ganet? Pa vo daou vaout anvet heñvel e vo aozet ur vodadeg da studiañ o anvioù-badez.Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 17:36 (UTC)
- Gwir eo. Taol-Lañs eo an anv gwir. Penaos vefe neuze Taol-Lañs (fest) pe Taol-Lañs e-unan. Ar gêr taol-lañs a c'helfe kaout talvoudegezhioù all. --Y-M D 31 Mae 2009 da 17:26 (UTC)
Pa gaver
kemmañPa gaver fazioù e karfed reizhañ. Evel amañ, er pajennoù "rummadoù: Emañ ar 6 pajenn da-heul er rummad-mañ, war un hollad a 6. Diwar, e-lec'h war. Piv a reizho? Gant piv emañ an alc'hwez?Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 21:53 (UTC)