Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 24 bloaz 2009
15/06/2009 — 21/06/2009
- skrivañ un dra bennak er pevare sizhun warn-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
N'omp ket pell eus ar 26 000 pennad, met 27 000 a zo gant tud al luksembourgeg. N'eus ket re all tostoc'h dimp? Pelec'h e weler kement-se? Bianchi-Bihan 15 Mez 2009 da 16:38 (UTC)
- Respont : Amañ. --Llydawr 16 Mez 2009 da 06:50 (UTC)
- Hir e vo, met gant kenlabour e c'hallfemp ober ar 1000 a vank dimp evit tremen dirak ar bosnieg hag al luksembourgeg. Piv a blijfe dezhañ kemer perzh? Bianchi-Bihan 16 Mez 2009 da 07:04 (UTC)
- Klask a rin ober ma seizh gwellañ.--Ex-Smith 16 Mez 2009 da 07:15 (UTC)
- Hir e vo, met gant kenlabour e c'hallfemp ober ar 1000 a vank dimp evit tremen dirak ar bosnieg hag al luksembourgeg. Piv a blijfe dezhañ kemer perzh? Bianchi-Bihan 16 Mez 2009 da 07:04 (UTC)
Brav eo kaout muioc'h a bennadoù evel-just, met arabat disoñjal e vank ur BERN pennadoù diazez dimp : netra da lenn amañ diwar-benn ar sukr nag an holen, nag an aour nag an arc'hant (metal), nag ar pouez nag an tizh, nag ar vuhez... ha nouspet pennad all a ra diouer dimp. --Llydawr 16 Mez 2009 da 16:32 (UTC)
- Mat, mat. Graet war-dro ar vouc'hal. Evit a sell ouzh ar vuhez pe an tizh e vefe kenkoulz din e rafe ur skiantour bennak war-dro.--Ex-Smith 16 Mez 2009 da 18:52 (UTC)
- Just evit resisaat, bez ez eus ur pennad war ar vuhez dija: Ar vuhez, met da gempenn ha da wellaat eo evel-just.--Gwendal 16 Mez 2009 da 19:16 (UTC)
- E-touesk ar pennadoù a ra diouer: leuniañ ar pennadoù diwar-benn kumunioù Breizh: hep frazenn ebet enne, diaes ober pennadoù anezho. A-hend-all, ma ne ra ket ar fizikourien war-dro ar fizik, e vo diaes d'ar re all ober. Piv 'oar ober tan? Bianchi-Bihan 17 Mez 2009 da 10:02 (UTC)
- Krouet ar pennad Eilenn (amzer)ganin. A galon. Klaod Kadbzh 17 Mez 2009 da 12:33 (UTC)
- Hiraet ganin un disterig. Bianchi-Bihan 17 Mez 2009 da 13:01 (UTC)
- Krouet ar pennad Eilenn (amzer)ganin. A galon. Klaod Kadbzh 17 Mez 2009 da 12:33 (UTC)
- E-touesk ar pennadoù a ra diouer: leuniañ ar pennadoù diwar-benn kumunioù Breizh: hep frazenn ebet enne, diaes ober pennadoù anezho. A-hend-all, ma ne ra ket ar fizikourien war-dro ar fizik, e vo diaes d'ar re all ober. Piv 'oar ober tan? Bianchi-Bihan 17 Mez 2009 da 10:02 (UTC)
- Just evit resisaat, bez ez eus ur pennad war ar vuhez dija: Ar vuhez, met da gempenn ha da wellaat eo evel-just.--Gwendal 16 Mez 2009 da 19:16 (UTC)
Labour
kemmañEvit awenañ ar re a glask labour: Listenn pobloù galian Arvorig. Bianchi-Bihan 20 Mez 2009 da 18:00 (UTC)
- Pennad da zistruj: en e lec'h emañ pobloù Arvorig. Bianchi-Bihan 21 Mez 2009 da 17:41 (UTC)