Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 38, bloaz 2010

20/09/2010 — 26/09/2010

Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun ha tregont eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Frammet 'm eus ar bajenn evit aozañ ar votadeg. Ha mat eo d'an holl ? Meur a ginnigoù a zo, 3 en holl, ha re all a vefe da ouzhpennañ ? Adimplijet em eus reolennoù ar votadegoù dremenet. Ma n'eus tra da gemm e vo digoret ar votadeg a-benn nebeut. A galon --Y-M D (kaozeal) 19 Gwe 2010 da 21:14 (UTC)[respont]

Mat e vefe dibab e pelec'h e vo implijet ar stumm Bro-C'hall pe Frañs. E wikipedia a-bez? An daou stumm a zo degemeret (ha degemerus). 'Padal, unan eus an daou a zo ret implijout evit ar patromoù hag ar rummadoù. Neuze, mat e vefe resisaat ma talvezo ar reolenn evit al lec'hienn a-bezh pe evit ul lodenn nemetken.--Gwendal 19 Gwe 2010 da 21:35 (UTC)[respont]
Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn zo skrivet tost e pep lec'h. Goulenn a ran e vefe an anv nemetañ evit an holl bennadoù. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2010 da 05:31 (UTC)[respont]
Ober a rin war-dro ouzhpennañ peadra evit goulenn ali an dud, a-benn gouzout e peseurt lodenn(où) eus Wikipedia e talvezo an dibab (an titloù, ar rummadoù, ar patromoù, pep lec'h). --Y-M D (kaozeal) 22 Gwe 2010 da 15:42 (UTC)[respont]

Daou rummad... unan re

kemmañ

Rummad:Istor Hellaz kozh Rummad:Istor Henc'hres Kadbzh 20 Gwe 2010 da 17:20 (UTC)[respont]

Aozomp ur votadeg all evit dibab etre Hellaz kozh hag en Henc'hres. Div votadeg war un dro, evit gounid amzer. Ha marteze un drede? Bianchi-Bihan 20 Gwe 2010 da 17:57 (UTC)[respont]
A-du.--Gwendal 20 Gwe 2010 da 18:58 (UTC)[respont]

"ks" pe "x"? Aozomp ur votadeg all. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2010 da 20:23 (UTC)[respont]

Kartennoù da vrezhonekaat evit neb a garo. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2010 da 20:47 (UTC)[respont]

Akitania, Gwaskogn

kemmañ

E geriadur Hemon-Huon e kaver Akitania, Gwaskogn. Gant ma zammig deskamant e kavan un tamm dislavar aze:

Votet vo? Bianchi-Bihan 22 Gwe 2010 da 14:41 (UTC)[respont]

Dav e vije diskouez da gentañ e teuje Gwaskogn eus Ak(w)itania, ar pezh n'eo ket prouet. Betek-henn e veze displeget an anv "Gwaskogn" diwar Vasco(nia) (= Bask, Euskarad). Kement brezhoneger, arroutet un tamm war ar c'hemmadurioù a c'hall kompren an adstummoù Bask-/G(w)ask- deuet diwar ur rakstumm Vask- (cf skouer a denn d'ar brezhoneg: bilajenn ha gwilajenn diwar ar galleg village).--Trec'hlid mitonet 23 Gwe 2010 da 17:18 (UTC)[respont]
Ne welan ket mat eus pelec'h e teu ar sorc'henn nevez e vije kenorin Aquitania ha (g)Uasconia, n'eo ket eus ma c'hoken-me bepred.
eu:Gaskoinia eo en euskareg, hep /w/. N'eo ket stank ar yezhoù gant /gw/ aze. E gwirionez, pa seller, ne gaver nemet ar brezhoneg (!?) ... hag an italianeg.
eu:Akitania eo en euskareg, hep /w/ adarre, hag aze on techet da welout un tamm poell gant eu:Gaskoinia . Seurt ne gavan ket en daou c'her meneget e brezhoneg uheloc'h. Ma! Pa seller a-dost e weler ez eus un toullad mat a yezhoù hag a ra gant /w/ en dro-mañ, en o zouez ar yezhoù slavek ha balt.
Neuze on techet da gavout reishoc'h Gaskogn hag Akitania, eget Gwaskogn hag Akitania, evel ma vez kinniget gant an aotrounez RH, ne vern pegement a zoujañs zo dleet dezhe a-hend-all. Bianchi-Bihan 23 Gwe 2010 da 18:23 (UTC)[respont]
Geriadur Gregor Rostrenn (1732): GASCOGNE province ou partie de la Guyenne, Goascoign. - GASCON qui est de Gascogne Goasqonn, pl.ed, goasquonnis; Les Gascons, Goasqônis, ar Voasqôned. Soñjomp ivez er Vretoned o deus an anv "Goascogne" da anv familh.--Trec'hlid mitonet 23 Gwe 2010 da 19:36 (UTC)[respont]

Ur soñj ivez e-barzh en:Paul Gascoigne, brudet en ostalerioù Bro-Saoz, hag unan all e Gregor gaezh a ra anv eus Gwaskogn ha hini ebet eus Akwitania. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2010 da 03:32 (UTC)[respont]

Ha perak e vije aet Gregor da gaozeal eus an anv diwezhañ-mañ (Ak(w)itania), pa n'eo nemet un anv lennek adsavet diwar ar skridoù (evel "Armorique", Hibernie hag ur bern reoù all)? A-hend-all, ret eo adlavaret n'eus liamm prouet ebet etre Gwaskogn hag Ak(w)itania; etre Ak(w)itania ha Guyenne, ya, aze ez eus un dra bennak. «le nom Gascogne dérive de Vascon, nom générique des peuples proto-basques aquitains qui donnera naissance au mot Gascon, adaptation aquitano-romaine d'une prononciation germanique Waskon» (WP gallek).--Trec'hlid mitonet 24 Gwe 2010 da 07:31 (UTC)[respont]
Un toullad anvioù lennek zo en oberenn Gregor, ha Gwaskogn a c'hallfe a-walc'h bezañ unan anezho. Ma lenner ar pennad Guyenne e brezhoneg e lenner, abaoe un toullad devezhioù: Dont a ra an anv Guyenne eus an anv okitanek Guiana, a deu eus ar ger latin Aquitania. Ma kaver gwell ar skrid gallek e c'haller treiñ anezhañ. 193.49.223.37 24 Gwe 2010 da 07:45 (UTC)[respont]
Ma lakaez diskred war kement tra a zo, ma ne zalc'hez kont eus netra eus ar pezh a vez degaset (evel br. gwa- a glot gant rom. ga-, a glot gant germ. -wa, cf ma respont diwezhañ) ne welan ket penaos kenderc'hel da gaozeal. Neuze e paouezan diwar-vremañ gant an "diviz"-mañ ha n'eo ket unan.--Trec'hlid mitonet 24 Gwe 2010 da 10:22 (UTC)[respont]
Pa ne fell ket d'an dud lenn na kompren pezh zo skrivet ne welan ket da betra e servij ar pajennoù kaozeal. Ha ma vez savet reolennoù ar gaozeadeg gant un den hepken n'eus reolenn ebet ken er wikipedia-mañ. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2010 da 12:40 (UTC)[respont]

Da vrezhonekaat evit neb a garo

kemmañ

Patrom:Localisation ville Bianchi-Bihan 23 Gwe 2010 da 16:37 (UTC)[respont]

Distruj danvez holloueziadurel

kemmañ

Daoust hag aotreet eo distruj danvez holloueziadurel: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ervrezhell&action=historysubmit&diff=818570&oldid=818425 ? Bianchi-Bihan 24 Gwe 2010 da 12:48 (UTC)[respont]

Danvez ur gaoz all, ma c'haller kaozeal sioul. Gwennerc'h amañ. Gwenn erc'h, en ul levr gant TES. Arguzennoù? Bianchi-Bihan 24 Gwe 2010 da 17:35 (UTC)[respont]