Gwennerc'h (Schneewittchen en alamaneg) zo penntudenn ur gontadenn-bobl brudet en Europa, nemet brudetoc'h eo an doare alamanek dastumet hag adskrivet gant Jacob ha Wilhelm Grimm, anavezet evel "ar vreudeur Grimm", en o levr kontadennoù embannet e 1812.

Ar rouanez fallakr gant hec'h aval binimus
Gwennerc'h hag ar chaseour
Ar priñs
Gwennerc'h en hec'h arched gwer

Un anv, div vojenn

kemmañ

Arabat e vefe droukveskañ ar gontadenn-mañ gant unan all anvet Schneeweißchen und Rosenrot ("Gwennerc'h ha Rozenn Ruz") en dastumad ar vreudeur Grimm ivez. N'eo ket ar memes marvailh nag ar memes plac'h.

Disheñvel eo an anvioù alamanek ivez : Schneewittchen eo ar briñsez ha Schneeweißchen eo a zo gant Rosenrot. Heñvelster eo an daou anv, met rannyezhel eo an anv kentañ, eus Niedersachsen, e gwalarn ar vro, hag en alamaneg unvan eo an anv all.

An anv

kemmañ

Marteze e plij an anv-se ivez, pe an daou anv-se, abalamour ma heuliont patrom an anv gallek, Blanche-Neige. Met doareoù all zo.

  • Tud zo a ra ivez gant Gwennerc'h (evel an anvioù Gwendal, Gwengalon).
  • Lod a ra gant Erc'h Gwenn, e doare naturel ar brezhoneg, evel ma lavarer eira gwyn e kembraeg, rak gourel eo eira kenkoulz hag erc'h, evel a weler en anv kanaouenn Tecwyn Ifan Gwaed Ar Yr Eira Gwyn ('Gwad war an erc'h gwenn'). Koulskoude eo Eira Wen eo anv ar plac'h e doare kembraek ar vojenn, evel en anv al levr Eira Wen a'r saith corrach. Ma rafemp e brezhoneg hervez an doare kembraek eta e lavarfemp Erc'h Wenn, ken plaen ha tra, mann nemet abalamour ma'z eo un anv-plac'h.

Ar vojenn

kemmañ

Ur rouanez fall a oa savet gwarizi dezhi abalamour da goantiz he lezverc'h, lesanvet Gwennerc'h, ma c'houlennas digant ur chaseour lazhañ ar bugel ha degas dezhi he skevent hag hec'h avu. Kaset ar grennardezig d'ar c'hoad gant ar chaseour, met laosket eo gantañ da vont kuit. Reiñ a ra da grediñ d'al lezvamm fallakr en deus lazhet ar plac'h o tegas dezhi skevent hag avu ur pemoc'h-gouez.

Setu Gwennerc'h o kantreal er c'hoad. Kerzhout a ra ha degouezhout dirak un ti bihan. Ha hi e-barzh da ziskuizhañ. Ober a ra anaoudegezh gant seizh korrig, perc'henned an ti. Klask a ra ar rouanez fallakr lazhañ he lezverc'h dre deir gwech evit bezañ an hini vravañ adarre. Dont a ra a-benn gant un aval kontammet. Lakaet eo ar plac'h en un arched gwer gant ar c'horred.

Degouezhout a ra ur priñs ha sevel a ra ar plac'h a varv da vev. Dimeziñ a reont, pedet eo al lezvamm fallakr d'o eured ha mervel a ra.

Mojennoù kar

kemmañ
E levr ar skrivagner italianek Giambattista Basile, Lo cunto de li cunti', lesanvet Il Pentamerone, er XVIvet kantved, ez eus ur gontadenn a denn a-walc'h da istor Gwennerc'h, La schiavottella ("ar sklavezig"), istor ar plac'hig Lisa hag he c'hrib hud.
Ur gontadenn gorsek, Anghjulina, zo bet dastumet gant Geneviève Massignon.
  • Doareoù ar yezhoù all
Hervez renkadur Aarne-Thompson eo ur marvailh eus an doare 709.
Re all zo en doare-se, evel Bella Venezia en Italia, dastumet gant Italo Calvino, Myrsina e Gres, Nourie Hadig e Armenia, ha reoù arall.
E Celtic Fairy Tales, gant Joseph Jacobs, ez eus un doare skosat anvet Gold-Tree and Silver-Tree.
En rusianeg ez eus ur gontadenn anvet Сказка о мёртвой царевне и о семи богатырях ("Ar briñsez varv hag ar seizh marc'heg") savet e gwerzennoù gant Aleksandr Pouchkin e 1833. E 1951 e voe savet ur film tresadennoù-bev diwarni.
Aleksandr Afanasyev en deus kavet daou zoare eus ur gontadenn tost-kar, unan e belaruseg, Волшебное зеркальце ("Ar melezour hud").
En Island, gant Jón Árnason, eo bet embannet Sagan af Vilfríđi völufegri.
  • Doareoù disheñvel
E doare ar vreudeur Grimm ez eus anv eus "ar melezour hud hag ar seizh korrig". Met anv ebet n'o devoa-int a-raok ar pezh c'hoari Snow White and the Seven Dwarfs c'hoariet e Broadway e 1912. Anvioù all avat a voe roet e film Walt Disney, Snow White and the Seven Dwarfs e 1937.

Ster ar vojenn

kemmañ

Meur a zoare zo da gompren er gontadenn Gwennerc'h.

Kaoz a vez alies eus an amzer, ma lavar lod eo unan eus kontadennoù ar c'houlzoù-amzer[1]. Ganet eo Gwennerc'h e-kerzh ur goañv kriz, ha poan he deus o chom bev betek an nevezamzer. Ar rouanez fallakr a vir outi a ziorren, evel ma vir ar goañv yen ouzh ar plant yaouank a ziwanañ.

Filmoù

kemmañ

Kalzik a filmoù zo bet.

Sklaer eo e teu brud ar gontadenn, dreist marvailhoù all levr Grimm, eus film Walt Disney.

Levrlennadur

kemmañ

Skeudennaoueg

kemmañ


Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Pierre Saintyves, Les Contes de Perrault, Les contes d'origine saisonnière, Paris : Robert Laffont, 1987, pp. 34-200 (ISBN 2-221-05331-1)