Gwennerc'h ha Rozenn Ruz

Gwennerc'h ha Rozenn Ruz (Alamaneg: Schneeweißchen und Rosenrot) zo ur marvailh alaman. Ar stumm anavezetañ a voe dastumet gant ar Vreudeur Grimm (KHM 161).[1] Ur stumm koshoc'h ha berroc'h titlet, "Ar c'horr dianaoudek", a voe skrivet gant Caroline Stahl (1776–1837). Ne anavezer stumm arall ebet dre gomz a-raok daoust ha ma'z eus bet dastumet meur a unan abaoe an embann kentañ e 1818. Ar marvailh a glot gant an doare 426 ("An div blac'h, an Arzh, hag ar C'horr") er roll savet gant Aarne-Thompson[1].

Skeudenn gant Josephine Pollard evit al levr Hours in Fairy Land, embannet e 1883

N'eus darempred ebet etre an istor-mañ hag ar marvailh "Gwennerc'h" a awenas tresadenn-vev Walt Disney, Snow White and the Seven Dwarfs e 1937. En alamaneg a vremañ eo anvet ar plac'h Schneewittchen ha n'eo ket Schneeweißchen evel er gontadenn "Gwennerc'h ha Rozenn Ruz". An istor-mañ en deus bihan a dra da welet gant egile war-bouez anv ar plac'h. Ennañ e vez graet anaoudegezh gant ur c'horr hepken.

Gwennerc'h ha Rozenn-ruz zo div blac'h yaouank a zo o vevañ gant o mamm, un intañvez paour a zo o chom en ul lochenn er c'hoadoù. Abaf ha dilavar eo Gwennerc'h hag e kav gwell beviñ er gêr, lenn ha gober war-dro an ti. E-skoaz Rozenn-ruz zo didroell, leun a vuhez ha laouen ha gwell eo dezhi mont da vale e-maez an ti. Div blac'h vat zo anezhe ha karout a reont an eil eben hag o mamm o c'har kalz ivez.

Un noz bennak e-kreiz ar goañv e stokjod ouzh an nor. Digoriñ an nor a reas Rozenn-Ruz ha sed amañ edo un arzh. Da gentañ e savas aon enni mes an arzh a lavaras dezhi nompas kaout aon. "Riou 'm eus hag emaon o klask ul lec'h bennak da dommaat ma c'horf," emezañ. Er leuskel a rejont da zont e-barzh hag azezañ dirak an oaled. Riñsañ a reas Gwennerc'h ha Rozenn-Ruz kuit an erc'h a oa warnañ, ha goude ur pennadig e teujont da vout plijet bras gantañ, hag an arzh a ziskuizhas en nozvez-pad en ur gousket e-tal an tan. A-c'houde-se e oa boazet an arzh da vale a-hed an deiz ha da zistroiñ bep noz da gêr Gwennerc'h ha Rozenn-Ruz da gousket, betek diwezh ar goañv.

Pa voe degouezhet an hañv e lavaras an arzh e oa dav dezhañ mont kuit e-pad ur pennad da ziwall un teñzor a-enep ur c'horr ganas. Ha diwezhatoc'h pa oa an div blac'h o vale er c'hoadoù e kejjont gant ur c'horr a oa dalc'het e varv en ur wezenn. Ar merc'hed a yeas d'er sikour hag en dieubas o troc'hañ e varv hogen dianaoudek e chomas ar c'horr ha huchal warno zoken abalamour d'e varv troc'het. Meur a wezh e adkavjont ar c'horr en ur par fall goude-se a bep gwezh e sikourjont anezhañ hep bout trugarekaet gwezh ebet.

Ur wezh c'hoazh e weljont ar c'horr mes en arvar bras e oa ar wezh-mañ rak an arzh a felle dezhañ e lazhañ. Ar c'horr a aspedas an arzh da vout truezus ha da zebriñ an div blac'h kentoc'h egetañ. E-lec'h asantiñ ouzh e c'houlenn, an arzh a lazhas anezhañ gant un taol-pav. Ha diouzhtu e teuas an arzh da vezañ ur priñs. Ar c'horr en devoa strobinellet anezhañ p'en doa laeret e vein prizius hag e droiñ en doa graet en un arzh. Ar strobinell a dorras goude marv ar c'horr. Gwennerc'h a zimezas gant ar priñs ha Rozenn-Ruz gant breur ar priñs.

Skeudennoù

kemmañ

Da welet ivez

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Ashliman (2020). Grimm Brothers' Children's and Household Tales (Grimms' Fairy Tales). University of Pittsburgh.