Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 41, bloaz 2015

05/10/08/2015 — 11/10/2015

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en unanvet sizhun ha daou-ugent eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Chaokat bara kozh

kemmañ

Evit an nouspetvet kwech emañ an Trec'hlider hag e gomper Edgar o klask adlakaat diouzh ar c'hiz o brezel diwar-benn an anvioù gallek a glaskont skarzhañ eus ar pennadoù : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Perenezeg&type=revision&diff=1667032&oldid=1667026. Korf an holloueziadur eo ar pennadoù. Ar boestoù n'int nemet taolennoù evit "lennerien" ha ne gemeront ket amzer da lenn ervat. Pep tra a ranker kavout er pennadoù, hag an notennoù a zere d'o heul. Evel-se e vez kont en holl wikipediaoù. Dre un abeg ideologel marteze, pe dre enebiezh personel, pe dre an daou abeg war un dro kentoc'h, e fell dezho lemel eus ar pennadoù anvioù gallek hag a zo anvioù ofisiel: daoust ha ret eo skarzhañ an anvioù gallek eus ar pennadoù Nisa, Montpellier , Baiona, Bourdel, Teurgn, ivez? skarzhañ an anvioù spagnolek eus ar pennadoù Donostia, Donapaleu, A Coruña ivez ? Hag all ! pa vesker kasoni bersonel hag ideologiezh dall e c'haller mont pell. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Her 2015 da 16:11 (UTC)[respont]

Dres ar pezh emaoc'h oc'h ober : mont re bell ganti. N'eus bet skarzhet anv gallek ebet, pouezus eo ar boestoù evit al lennerien (hep klochedoùigoù dismegañsus), den ne oar hag-eñ ne vezont ket lennet – ganeoc'h bepred ne vezont ket, anat —, n'eus bet lamet anv ofisiel ebet. Gaou a lavarit eta, tagañ implijerien dre reiñ anvioù dismegañsus dezho, ma lakaat da "gomper Edgar" un implijer emañ ar gwir gantañ... Penaos e c'hoarvez hoc'h eus gwir da skrivañ forzh pe tra diskiant er Wikipedia, daoust d'ar reolennoù a zo ? — 90.32.241.152 10 Her 2015 da 16:25 (UTC)[respont]
Edgar, va jouer les flics ailleurs, je refuse toute relation avec les indics. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Her 2015 da 16:39 (UTC)[respont]
Me ne welan nemet tagadennoù personel evel boaz, hag ideologiezh ar re a nac'h ar gwir leun d'ar vrezhonegerien da vevañ e brezhoneg en o bro, ha da vevañ ar wikipedia brezhonek e brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Her 2015 da 16:22 (UTC)[respont]
Fent d'ar chas. Lakaat Tours e-kichen Teurgn, Bordeaux e-kichen Bourdel, ... se eo a vefe kontrol d'"ar gwir leun d'ar vrezhonegerien da vevañ e brezhoneg en o bro"? ... ret e ve bezañ klañv evit krediñ ... Ouzhpenn-se, n'eus nemet goulenn gant ar wikipediaoù all, n'eus ket wikipediaoù broadel, mann nemet wikipediaoù yezhel. Evit ar gwir broadel, ret eo gwelout se gant ar stadoù (ar re a zo) , ar varnerien hag ar bolitikerien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Her 2015 da 16:39 (UTC)[respont]
Adlennit Teurgn ha Bourdel, evel-just emañ an anvioù gallek, peogwir ez eus kaoz eus kêrioù gall : piv zo klañv ?
Wikipediaoù yezhel : perak ez eus bet krouet unan e brezhoneg eta ? Koulz e oa lezel danvez Breizh gant ar Wikipedia gallek neuze, an holl Vreizhiz a oar lenn galleg ; gant ho tro-spered gallgar ne c'hallfe ket Breizhiz deskiñ anv brezhonek al lec'h m'emaint o chom.
Gwir o deus Breizhiz da zeskiñ e brezhoneg, ur gwir hon eus stourmet evitañ a-enep ar stad c'hall eo ; piv oc'h-c'hwi evit erbediñ ma vefe adlakaet ar gwir-se etre daouarn ar varnerien hag ar bolitikourien c'hall ?
Evit a sell ouzh ar c'humunioù breizhat a glaskit pouezañ war o anv gallek daoust d'ar stumm brezhonek bout testeniekaet ha daveet, ha d'an anv ofisiel bout meneget er voest, ne welan nemet aheurterezh diot ha dizonest eus ho perzh.
Div wezh hoc'h eus skrivet loustoni gallek din en ur ober "Edgar" ac'hanon ; n'ouzon ket penaos mont e darempred gant ar verourien, met labour o deus d'ober d'ho lakaat da baouez gant ho prezel-embann null nemet kard ha gant hoc'h emzalc'h. 90.32.241.152 10 Her 2015 da 17:20 (UTC)[respont]
C'est ça, cause toujours , coco. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Her 2015 da 18:10 (UTC)[respont]

A-zivout ar c'hunujennoù gallek hoc'h eus skrivet din : flic : "beg-e-dog" (Ménard); indic : "flatrer" (Ménard ; ar pezh oc'h, pa lenner ar pezh a skrivit en davarn pe d'ar verourien abaoe bloavezhioù a-benn diskar kement enebiezh — ar verourien am eus kavet, met an holl war-bouez unan zo aet kuit abalamour deoc'h) ; neuze, evidoc'h hepken : facho : "fachist brein" (Favereau). — 90.32.241.152 10 Her 2015 da 20:14 (UTC)

Un nouveau point Godwin bien mérité, cher Edgar :
 ____   ____   ____   ____   ____   ____   ____
/  __) (____) (____) (____) (____) (____) (__  \
|_|                                          |_|
 _      _                    _       _        _ 
| |    / |       _ __   ___ (_)_ __ | |_     | |
| |    | |      | '_ \ / _ \| | '_ \| __|    | |
|_|    | |      | |_) | (_) | | | | |_     |_|
 _     |_|      | .__/ \___/|_|_| |_|\__|     _ 
| |             |_|                          | |
| |                                          | |
|_|     ____           _          _          |_|
 _     / ___| ___   __| |_      _(_)_ __      _ 
| |   | |  _ / _ \ / _` \ \ /\ / / | '_ \    | |
| |   | |_| | (_) | (_| |\ V  V /| | | | |   | |
|_|    \____|\___/ \__,_| \_/\_/ |_|_| |_|   |_|
 _                                            _ 
| |__   ____   ____   ____   ____   ____   __| |
\____) (____) (____) (____) (____) (____) (____/

Continue. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Her 2015 da 07:50 (UTC)[respont]

Evit al lennerien na gomprenfent ket : a-hervez e oar Edgar piv eo ar re a implij IPoù, hag e kemer plijadur o lavarout piv int, en ur chom kuzh, evel an den kalonek zo anezhañ. N'eo ket ret da zen daremprediñ an dud a glask ober vil ha droug, setu n'en darempredin nemet nebeutañ ma c'hallin hag er yezh nemeti a zere outañ d'am soñj-me. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Her 2015 da 07:56 (UTC)[respont]

Wikipedia n'eo ket un ostilh bolitikel, un holloueziadur an hini eo. Dre-se n'eo ket direizh ober anv en destenn eus anv ar gumun e galleg, pe e forzh peseurt yezh all diouzh an degouezh, ha pa vefe merket en daolenn ivez. Trugarez da chom hep lemel an titour-se eta. Ha trawalc'h gant an emgannoù disehan ! --Y-M D (kaozeal) 11 Her 2015 da 12:22 (UTC)[respont]

Gwelet a ran ne'z peus netra da lavaret war an tagadennoù personel dizehan em c'heñver a weler war ar Wikipedia-mañ. Nac'h ouzh ar vrezhonegerien ar gwir da vevañ e brezhoneg en o bro, pe da vevañ hep ar galleg dreistezhomm (hag ar spagnoleg a weler o vleuniañ forzh pegement amañ) war ar wikipedia, a zo politikel ivez. Mar grafe ar verourien war-dro ar pezh o deus d'ober evel Wikipedia:Pajennoù da nullañ pe dresañ ar bajenn "kemmañ ar vammenn" ma weler lizherennoù druz poanius e pep lec'h abaoe ur pennad, ez afe kalz gwelloc'h ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Her 2015 da 14:48 (UTC)[respont]
Gwelet a ran ne'z peus netra da lavaret war an tagadennoù personel dizehan em c'heñver a weler war ar Wikipedia-mañ. Fent d'ar chas : da gomper Edgar a ra "facho" eus an dud pa gar, met se n'eo ket un dagadenn. A ya da embann orin an IPoù, nemet e hini, ha te da-heul, met se zo reizh. Gant se, kred ebet en onestiz seurt tud. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Her 2015 da 16:47 (UTC)[respont]

Me ne ran foeltr forzh ebet e vefe daou bennad, rak marteze ez eus ezhomm d'ober kemm etre ar meizad nevez (nevez poent zo bet), Kreiz Breizh, hag ar vro hervez al lezenn (al lezenn c'hall drec'hlidus evel-just), Bro_Kreiz-Breizh. Met fentus (pe farsus?) gwelout n'eo ket gouest ar pabig d'ober liamm ebet etre an daou bennad: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bro_Kreiz-Breizh&redirect=no . Arouez diarvar dallentez kasoni e santelezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Her 2015 da 18:27 (UTC)[respont]

Kunujennoù hepken, tagadennoù personel hepken… evel boaz...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Her 2015 da 19:29 (UTC)[respont]

Ar brouenn amañ : n'eus nemet keñveriañ Kreiz Breizh ha Bro_Kreiz-Breizh . Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Her 2015 da 19:32 (UTC) Liamm lakaet, pa oa bet "ankouaet". https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bro_Kreiz-Breizh&type=revision&diff=1667098&oldid=1667078 ~~[respont]