Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 42 bloaz 2009

12/10/2009 — 18/10/2009

skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Votadeg

kemmañ

Votadeg zo evit dilenn merourien nevez d'ar Wikipedia brezhonek. Digor e vo ar votadeg e-pad eizhteiz, da lâret eo adalek an 9 a viz Here 2009 betek ar 15 a viz Here 2009. http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009

Ur porched zo bet savet evit Alamagn, evel ma'z eus evit broioù all. Er bajenn-se e kaver titloù pennadoù a bep seurt a denn da Alamagn. Gallout a reer e implijout da gavout pennadoù. Gallout a reer ivez e lakaat e traoñ pennadoù nevez, da heñchañ al lennerien war-zu pennadoù all, gant ar patrom:Porched Alamagn. --Llydawr 13 Her 2009 da 19:44 (UTC)[respont]

Respont Kadbzh

kemmañ

Trawalc'h gant ho tagadennoù. N'on ket Bianchi-Bihan. Lennit ar pezh zo bet degaset ganin, c'hwi welo splann an diforc'hioù yezh a vez etrezomp. Klaod. Kadbzh 14 Her 2009 da 15:38 (UTC)[respont]

Te 'oar kenkoulz ha me e ra van da grediñ pezh a lavar: droug en doa ouzh lod eus tud ar wikipedia a-raok anavezout ar wikipedia zoken. E gaozioù n'int graet nemet evit klask lakaat an dud da grediñ ez eo merzheriet, evel ma vije bet merzheriet e Skaer. Pa weler niver ha danvez e bennadoù n'en deus ket da fogasiñ koulskoude. Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 15:33 (UTC)[respont]
'Rez ket bil. Stanket eo bet e gont da viken (sur-mat e klasko krouiñ reoù all...). Ya, skuizhus-tre eo bezañ taget dizehan evel-hen. Me 'gvfe din e vije bet sklaer a-walc'h diouzh hon doare bezañ hag an dizemglevioù 'zo bet etrezomp ne oa ket me ha Bianchi-Bihan an hevelep den, daoust ha ha c'hellomp dont a-benn d'hon c'henemglevet war dachenn-pe-dachenn. Ha ken sklaer all ec'h eo tud disheñvel B-B ha te... Ar gwir o deus an implijerion/ezed da implijout lesanvioù, ha n'eus netra da lâret p'o greont. Diouzh ma zu-me, avat, eo sklaer-kenañ piv on-me. Neal (Kaozeal) 14 Her 2009 da 16:03 (UTC)[respont]
Me 'zo a-du ganeoc'h. Me 'zo skuizh gant kemenadennoù Meven. C'hoant am befe displegañ un nebeut traoù. Lavaret en deus e saven a-du gant tuad B-B (da gentañ penn n' ez eus ket eus tuadoù, ni 'zo holl kenlabourerien, hag ouzhpenn n'eo ket wiki ul lec'h emgann) dre ma 'z hon bet evit skarzhañ Meven eus ar votadeg goude e emzalc'h. Tu 'zo bezañ kemeret un diviz hep bezañ evit un tu pe unan all. Pa 'm boa respontet-se e oa just un afer a boell, ne vezer ket merour pa ne vez ket an emzalc'h a zere. Meven paouez da lakaat reuz war wikipedia, un dachenn frank hag evit an holl eo, un dachenn labour (ha plijadur ivez a-wechoù) ha n'eo ket ul lec'h tabut. --Y-M D 14 Her 2009 da 16:39 (UTC)[respont]
Gouzout a ra Meven piv eo an dud, neuze ne lavar se nemet evit c'hoari e abostol hag ar stourmer evit ar frankiz, "dieuber ar wikipedia" emezañ. Goulenn a ray sikour ar C'hallaoued da zieubiñ ar vro gante? Gwelloc'h paouez gant ar gaoz-se amañ e pajenn merzher ar frankiz, ha kendelc'her el lec'h dereat nemetañ zo dre amañ: en davarn. Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 04:22 (UTC)[respont]
Evel-just Aogust. Neal (Kaozeal) 15 Her 2009 da 19:10 (UTC)[respont]
Aogusta, mar plij. Evel ma mamm-gozh.Bianchi-Bihan 17 Her 2009 da 09:46 (UTC)[respont]

Merour nevez

kemmañ

Dilennet eo bet hiziv Ex-Smith da verour nevez ar wikipedia-mañ. Neal (Kaozeal) 15 Her 2009 da 11:41 (UTC)[respont]

Stanket kont Meven da viken

kemmañ

Goude meur a stankadenn an eil war-lerc'h eben, em eus ranket stankañ kont Meven da viken goude bezañ krouet ur gont nevez evit klask mont e-bioù d'ar stankadenn gent (bet hiraet he fadelezh c'hoazh dre ma oa bet klasket votiñ keit ha ma vane stanket e gont outañ dija) a-benn kas tagadennoù personel da implijerion/ezed all (amañ hag amañ da skouer).

Keit ha m'emeur ganti, daosut d'ar pezh a gred dezhañ, n'eo ket me ha Bianchi-Bihan an hevelep den. Hen touiñ a ran. Neal (Kaozeal) 14 Her 2009 da 14:14 (UTC)[respont]

Gast! Ha me prest da grediñ bidennoù egile. Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 04:32 (UTC)[respont]

Dilemel kont "Gwilhmod"

kemmañ

Goulenn a ran ouzh ma vo dilamet a-grenn ar gont Gwilhmod gant atebeg al lec'hienn-mañ Gwilhmod 16 Her 2009 da 19:41 (UTC)[respont]

  Mat eo. Graet eo. Neal (Kaozeal) 17 Her 2009 da 09:32 (UTC)[respont]

29 800

kemmañ

Tizhet eo bet 29 800 pennad ar week-end-mañ war hor wiki-ni. A-benn nebeut e vimp da 30 000. Ur mennozh a zo deuet din.

  • Kinnig a ran e klaskfemp sevel ur pennad evit embann e-barzh ar gazetenn vrezhonek YA!. Me 'zo a-du da vont e darempred ganto evit goulenn ma vo posubl, d'am soñj e vo mat. Ma vezoc'h a-du e vefe mat dibab petra 'vefe pouezus lakaat e-barzh (an niveroù hag all) ha goude e savfe unan ac'hanomp ur pennad hag e labourfemp evit klokaat anezhi.
  • Ha marteze e vefe posupl (pa vo deuet ar mare) klask ivez mont e darempred gant kazetennoù brasoc'h evel Ouest-Fance pe Le Telegramme, ha perak pas zoken gant kazetennoù bras Paris (Le Monde, Marianne, Le Nouvel Obs ...).

Un abeg e vefe evit brudañ ar brezhoneg ha Wikipedia e brezhoneg. Kinnig a ran-se abred un tamm evit ma vefe amzer da brederiañ. Petra soñjoc'h ? --Y-M D 18 Her 2009 da 18:49 (UTC)[respont]

Kemennet e vo e-barzh ABP hag e lec'hienn (pe load) Diwan. Keloù a vo kaset da bep tu. Ne vir ket a gomz eus se etrezomp evel just. Ma vije bet c'hoant e-barzh tud Ya da gomz eus ar wikipedia dija o dije graet: tud gopret zo ganto, gant hon wiki-ni n'eus ket. 82.253.90.222 19 Her 2009 da 03:21 (UTC)[respont]
Gwir eo n'am boa ket soñjet el lec'hiennoù-se. Tu 'vefe en ober ivez war hini Dihun ha Div Yezh. Pa lenner YA ! e weler splan ne vez ket skrivet an holl pennadoù ganto, n'o deus ket amzer hag arc'hant evit gopra tud a-walc'h. Hag ouzhpenn-se n'on ket sur e ouifen ez eus eus hor wiki-ni. Ha ne goustfe seurt deomp klask d'an nebeutañ. Piv a raio war-dro evit ABP ha Diwan ? --Y-M D 19 Her 2009 da 08:53 (UTC)[respont]
  • Kentañ tra, ober an 200 pennad a vank, ha n'eus ket nemeur a dud ouzh ar stern. Aes eo teurel evezh e vez muioc'h a dud war-dro pa vez anv a votiñ "a-enep". N'eo ket ken skuizhus.
  • ABP ha Diwan o deus embannet kresk ar wikipedia bep tro. Ma ne vez ket lennet keleier ABP gant kazetennerien Breizh e kav din ne reont ket o labour.
  • Pa vez kaset keloù ganin ne ankouaan ket Ya!, int avat a ankoua ober anv eus ar wikipedia brezhonek marteze. N'ouzon ket, ne lennan ket Ya!.
  • Pa vo tizhet an 30 000, e c'halli kas da gemenn, ha gwelout a ri petra a vo graet anezhañ ganto. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 11:14 (UTC)[respont]
Gwelet 'vo ma vo degemeret ar pennadoù pe get. Ha kreskiñ a ra buan an niver a bennadoù memestra, dindan 2 zevez ez eus bet tost 20 pennad nevez. --Y-M D 19 Her 2009 da 12:33 (UTC)[respont]
Tizhout 30 000 pennad, sed ar pal kentañ. A-du gant ar pezh a skrivas Bianchi : n'eo ket din d'ober labour tud paeet evit ober o labour. Le Monde, Marianne (!), Ouest-France : ha dedennet eo an dud-se gant ar brezhoneg? --Ex-Smith 19 Her 2009 da 16:01 (UTC)[respont]
Gwir eo. Met morse ne vo komzet ouzhomp ma ne glaskomp ket brudañ hon afer. Dre-se e c'hellomp klask skrivañ dezho. Hag ouzhpenn e c'hell reiñ ur brud vat eus ar brezhoneg bev. Hag marteze degas tud hag un implij ouzhpenn gant hor wiki-ni. Me 'zo a-du ober war-dro ha ma c'helloc'h reiñ mennozhioù din e vefe gweloc'h c'hoazh. --Y-M D 19 Her 2009 da 16:52 (UTC)[respont]

Lodenn bleustrek, evit ar c'hinnigoù

kemmañ

Da gentañ e vo ret skrivañ, ha petra a gafer pouezus lakaat e-barzh (an niveroù hag all) ? Gouest hon da skrivañ un dra met karout a rafen kaout alioù war an danvez da lakaat. Trugarez --Y-M D 19 Her 2009 da 12:33 (UTC)[respont]

Ur pennad a oa bet skrivet 2 pe 3 bloaz 'zo e pajenn kentañ Ya! gant unan ac'hanomp. Marteze e c'hellfes kemer harp ouzh ar pennad-se ma kavez en-dro an niverenn. Skrivet oa bet eus ar fed e oa wikipedia digor d'an holl, digoust ha kentelius (hag all) ma 'm eus soñj mat.--Gwendal 19 Her 2009 da 17:19 (UTC)[respont]
Ur pennad a oa bet skrivet daou vloaz zo ganin db ar wikipedia brezhonek, lennet gant izili oberiant an ampoent, aprouet gante ma ne fazian ket, ha skignet e meur a lec'h abaoe, warlene hag er bloaz-mañ. Ne oa savet den a-enep neuze. Hennezh eta a vo kaset en-dro ganin, kerkent ha serret an 30 000, a-raok fin ar miz marteze. Amañ e weler piv zo o labourat da dapout anezho: [[1]]. N'omp ket gwall niverus. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 20:26 (UTC)[respont]

Marteze e c'helfes diskouez deomp ar pennad en-dro evit ma c'helfemp klokaat an titouroù ma 'z eus ezhomm ? Te peus lavaret ivez ne vefes ket sur e vefe embannet ganto. Ar pezh a ginnigan a vo ober war-dro, mont a rafen e darempred ganto war eeun hag e-mod-se e vefe muioc'h a chañsoù evit ma vefe embannet. Deoc'h da welet. A galon --Y-M D 20 Her 2009 da 12:04 (UTC)[respont]

Kartenn

kemmañ

Ur gartenn dispar eusKembre zo er pennad cy:Edeirnion. Aes eo he c'hemer., hep anvioù avat, ha neuze eo didalvoud. Hag he c'hemer gant an anvioù-lec'hioù? Piv 'oarfe penaos ober? Bianchi-Bihan 18 Her 2009 da 06:28 (UTC).[respont]

Taolet em eus ur sell ha n'em eus kavet kartenn ebet. Marteze ez eus ur gudenn gant al liamm az peus kaset? A galon.--Ex-Smith 18 Her 2009 da 07:55 (UTC)[respont]
Hag e oa, si ha fazi ganin. Reizhet uheloc'h. Ha kavet ur gartenn all tost ken brav. Bianchi-Bihan 18 Her 2009 da 08:07 (UTC)[respont]