Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 43 bloaz 2009

19/10/2009 — 25/10/2009

skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Rummadoù

kemmañ

Bet on 'welout ar pennad Koadaskorn. Fentus gwelout ar rummad:Koadaskorn. Me garfe gout petra vo lakeet 'barzh: ur pennad war an ale-vouloù? Pouezusoc'h e vije ober rummadoù kantonioù, ha lakaat ar c'humunioù e-barzh. Labour evit tizhout an 30 000 pennad buanoc'h. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 03:43 (UTC)[respont]

Ar rummadoù-mañ a vez evit pep kumun.--Gwendal 19 Her 2009 da 07:02 (UTC)[respont]
Kompren a ran e vije krouet seurt rummadoù pa n'anavezer ket ar vro, met gwelloc'h e vo diverkañ lod pa ouzer ne vo biken peadra da lakaat ouzhpenn enne. Ur rummad ha ne vo nemet ur pennad ennañ biken ne dalv ket ar boan. Goulenn a ran digant an holl reiñ o ali. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 10:59 (UTC)[respont]
A-du ganit. Rummadoù 'zo ne servijint ket nemet evit ur pennad, ma vez krouet anezho. Re zister e vefe an niver a bennadoù da lakaat e-barzh neuze en ur grouiñ ar rummadoù-se. Ma tivizomp diverkañ anezho eus an holl bennadoù e kemero kalz amzer.--Gwendal 19 Her 2009 da 17:14 (UTC)[respont]
(Ma vezont krouet, mar plij). N'in ket da chaseal, met n'eus nemet tennañ anezho eus kumunioù bihanañ ar c'hantonioù. Bianchi-Bihan 20 Her 2009 da 18:39 (UTC)[respont]

Gwilun

kemmañ

Un tamm tabut zo bet savet gant Arko amañ: [[1]]. Mat e vije d'an dud lavarout o ali. Me ne ran foeltr forzh ebet ken. Bianchi-Bihan 20 Her 2009 da 18:39 (UTC)[respont]

Ar pezh a lârez n'eo ket gwir Bianchi. N'em eus savet tabut ebet. N'omp ket a-du, n'eo ket memestra. Hervez ar pennad Tabut, savet ganit : "Un tabut zo un enebiezh etre daou zen, pe div gostezenn, pe muioc'h, gant komzoù feuls, tagus, ha trouz alies, taolioù a-wechoù." N'on ket bet tagus e mod ebet, na feuls. Perak e tag ac'hanon bep gwech n'out ket a-du ganin? Da emzalc'h dit-te eo eo tagus. Me zo atav prest da gaozeal ha da arguzenniñ, met ne c'hallan ket gouzañv e lârez traoù faos diwar ma fenn just peogwir n'on ket a-du ganit. Erru on skuizh gant da zoare d'em em zerc'hel. Fellout a ra din lâr dit moa kuitaet wikipedia e miz Genver abalamour dit. Digalonkaet e oan bet ganit. Bremañ e teuan en-dro, goude 9 miz, ha gwellout a ran out bepred a feiz fall ha dichek. N'ouzon ket petra ober. Gwir eo e savez ur bern pennadoù amañ, ret eo lâr avat n'eo ket atav neptu pe holloueziadurel. En em lakaat en arvar e rafe vad dit, sur eo ha n'eo ket marteze. --Arko 25 Her 2009 da 22:38 (UTC)[respont]
Ne welan ket petra zo faos pe dichek em frazennig uheloc'h. Kemm a c'hallan ar pennadtabut mar kerez. Bianchi-Bihan 26 Her 2009 da 02:47 (UTC)[respont]

Rummadoù

kemmañ

D'am soñj eo ret paouez da grouiñ rummadoù gant ur pennad hepken e-barzh. Goulenn a ran ma vo difennet zoken, evel er wikioù all. Bianchi-Bihan 22 Her 2009 da 06:48 (UTC)[respont]

29 000

kemmañ

Gwelout a ran e kresk fonnus an niver a bennadoù war hor wiki-ni. Dre-se em eus kroget mont e darempred gant tud ar gazetenn YA !, lavaret o deus din e vefe posubl embann ur pennad, marteze ket diouztu pa gasimp dezho, met er sizhunvezhioù da heul. Petra soñjoc'h ? Klask a rin ivez mont e darempred gant kazetennoù all. --Y-M D 23 Her 2009 da 19:40 (UTC)[respont]

Lakaat a ran dindan ar gaozeadenn a zo kroget etrezon (Y-M D); Ex-Smith ha Bianchi-Bihan :

Pa 'oa an dilennadeg em boa kinniget adlañsa ar sistem pennadoù mat ha pennadoù eus an dibab, met dre ma n'on ket merour n'ouzon ket ma c'hellan ober war-dro. Dre-se e kinnigfen dit ober war-dro ha me 'zo a-du sikour ac'hanout evit klask kas an traoù war-raok. Pennadoù bouetet mat a gaver bremañ war hor wiki-ni, ha me gav ne vefe ket fall talvoudekaat anezho. N'out ket rediet ma ne vezez ket dedenet pe ma ne pefe ket amzer. Dit da welet. A galon --Y-M D 23 Her 2009 da 19:58 (UTC)[respont]

Salud dit. Me' soñj din e c'hall neb a gar kinnig pennadoù d'o lakaat da bennadoù mat pe mat-tre. Marteze e c'hallfes dibab un nebeud re ha kinnig anezho amañ [[2]]? A galon. --Ex-Smith 23 Her 2009 da 20:09 (UTC)[respont]
Ya gwir eo e c'hell an holl kinnig pennadoù, met ezhomm e vo (pe e vefe) un den evit merañ ar c'hinnigoù ha kas an dibab war-raok (pennadoù a zo war ar renk met ne vez ket kaset an traoù pelloc'h, ul lusk a vank). --Y-M D 23 Her 2009 da 20:14 (UTC)[respont]
Marteze e vije mat a) lenn ar re a oa bet kinniget er bloavezhioù all a-raok kinnig re nevez; b) gwellaat anezho. Bianchi-Bihan 23 Her 2009 da 21:07 (UTC)[respont]
Ya evel-just, setu perak e kinnigen e rafe ur merour war-dro kas an traoù, lakaat urzh, hag adlañsañ marteze ? (n'ouzon ket ma ranker bezañ merour evit ober al labour-se, mod all hon a-du en ober). Me gav ne vefe ket fall kaout pennadoù arouezius ha klok mat amañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 21:11 (UTC)[respont]
Marteze e vefe koulz dit adembann ar gaoz en davarn, ma vo lennet gant muioc'h a dud.

Petra soñjoc'h neuze ? Hag a-du e vefec'h klask adlañsa ar sistem-se ? Roit o ali pe kit war eeun da briziañ ar pennadoù war ar renk. --Y-M D 24 Her 2009 da 09:50 (UTC)[respont]

29 000

kemmañ

Gwelout a ran e kresk fonnus an niver a bennadoù war hor wiki-ni. Dre-se em eus kroget mont e darempred gant tud ar gazetenn YA !, lavaret o deus din e vefe posubl embann ur pennad, marteze ket diouztu pa gasimp dezho, met er sizhunvezhioù da heul. Petra soñjoc'h ? Klask a rin ivez mont e darempred gant kazetennoù all. --Y-M D 23 Her 2009 da 19:40 (UTC)[respont]

Ur implijer eus Wiki brezhonek aet da zispenn ar Wiki brezhonek war ar Wiki gallek

kemmañ

Diellaouet amañ

Marteze e vije gwelloc'h din reiñ ma dilez, mar gall ober vad d'ar wikipedia brezhonek. Kement-se a ray plijadur dezhañ da vihanañ. Amzer din gwelout ha tizhet eo an 30 000 pennad. Bianchi-Bihan 25 Her 2009 da 18:33 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak e rafes na penaos e rafe vat. Ar c'hontrol kentoc'h. Neal 25 Her 2009 da 18:33 (UTC)[respont]
Ur vartezeadenn e oa, goulenn da ali a ran, hini re all ivez m'o deus unan. Bianchi-Bihan 25 Her 2009 da 19:17 (UTC)[respont]
Anat eo ne servijfe ket da galz tra. O paouez bezañ dilennet da verour emaon, koulz lavarout e krog an traoù war an ton bras. Din-me ez eo anat n'eo ket Bianchi-Bihan a zo kaoz d'ar reuz a zo bet degaset amañ er sizhunvezhioù tremenet. Kejet em eus outañ hag ouzh Meven hiziv. Pa'm eus komzet ouzh Meven diwar-benn ar pezh en doa graet e seblante laouen. WMa, d anebeutañ e ya war-raok an traoù, tizhet an 30 000 pennad. --Ex-Smith 25 Her 2009 da 20:09 (UTC)[respont]
Chomit ganeomp, Paotr. A galon. Klaod Kadbzh 26 Her 2009 da 15:45 (UTC)[respont]

30 000

kemmañ

D'am soñj eo tapet an 30 000. Bianchi-Bihan 25 Her 2009 da 19:19 (UTC)[respont]

Ya tapet eo bremañ an 30 000 ha muioc'h zoken. Warc'hoaz e rin war-dro mont e darempred gant ar c'hazetennoù, dedennus e vefe neuze ma gasfes din an danvez pennad a poa savet. Trugarez. --Y-M D 25 Her 2009 da 19:32 (UTC)[respont]