Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 44 bloaz 2009
26/10/2009 — 01/11/2009
- skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Kazetennoù
kemmañEn devezioù-mañ em eus kaset titouroù d'un 10 kazetenn bennak evit kelaouiñ anezho ez eus bet tizhet 30 000 war hor wiki-ni. N'am eus ket bet ur bern respontoù evit ar poent. Evit ar gazetenn YA ! e vo graet ur pennad en distro-skol (ar sizhun o tont). Ma weloc'h e kazetenn-mañ kazetenn ur pennad trugarez da gelaouiñ ac'hanon. --Y-M D 28 Her 2009 da 09:50 (UTC)
- N'em eus ket gwelet kazetenn ebet biskoazh o respont d'an den hag a gase keloù. Ma ne lennez ket anezho ne weli netra o tremen. Keloù zo e lec'hienn Diwan. Me ne ran forzh, met marteze e karfe tud zo gwelout petra ac'h eus kaset. Ne vez ket lavaret "ar sizhun o tont" met "ar sizhun a zeu". Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 10:03 (UTC)
- Ar pezh am boa c'hoant lavar eo ne c'hellan ket lenn an holl kazetennoù ha n'int ket holl eus va c'horn bro. Gwelet 'm eus war lec'hienn Diwan. Ar pezh am eus kaset ar c'hazetennoù a zo e galleg neuze n'ouzon ket ma vez c'hoant e embannfen ar pennad amañ. --Y-M D 28 Her 2009 da 10:22 (UTC)
Peseurt diforc'h a vez e brezhoneg etre kazetenn ha kelaouenn ? Ar memes hini eget e galleg etre journal ha magazine ? Trugarez --Y-M D 28 Her 2009 da 10:36 (UTC)
- N'eus ket un troc'h splann etre an daou dermen-se er yezh voutin. Er yezh lennegel e virer kentoc'h kazetenn evit ar pezh zo journal e galleg ha kelaouenn evit ar pezh a glot gant magazine pe revue. Evezhiadennig yezh : gant ha e saver an derez keñveriañ kevatal e brezhoneg ha neket gant eget; eget zo evit an derez uheloc'h, neuze e ranker lavaret "ar memes hini hag e galleg", ur fazi yezhadur eo skrivañ "ar memes hini eget e galleg". --Fulup 30 Her 2009 da 09:02 (UTC)
- Trugarez evit da respont. Plijet on bet ivez gant an evezhiadenn yezh a peus graet, dedennus tre eo. Trug' --Y-M D 30 Her 2009 da 09:31 (UTC)
- Kement-se zo meneget div wech e pajenn ar fazioù, er rannoù eget ha memes. Ur bajenn hag a c'hallfe bezañ implijet (evel re all ar wikipedia) er skolioù ma vez kelennet brezhoneg. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 16:17 (UTC) Meneget eo izeloc'h c'hoazh:http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Fazio%C3%B9_stanka%C3%B1#Memes. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 16:22 (UTC)
- Trugarez evit da respont. Plijet on bet ivez gant an evezhiadenn yezh a peus graet, dedennus tre eo. Trug' --Y-M D 30 Her 2009 da 09:31 (UTC)
- N'eus ket un troc'h splann etre an daou dermen-se er yezh voutin. Er yezh lennegel e virer kentoc'h kazetenn evit ar pezh zo journal e galleg ha kelaouenn evit ar pezh a glot gant magazine pe revue. Evezhiadennig yezh : gant ha e saver an derez keñveriañ kevatal e brezhoneg ha neket gant eget; eget zo evit an derez uheloc'h, neuze e ranker lavaret "ar memes hini hag e galleg", ur fazi yezhadur eo skrivañ "ar memes hini eget e galleg". --Fulup 30 Her 2009 da 09:02 (UTC)
War-eeun
kemmañHag un doare emlusk a zo da ouzhpennañ ul liamm war-du ur porched pe e ranker ouzhpennañ anezhañ e kement pennad a zo hag a denn d'an danvez-se? --Ex-Smith 28 Her 2009 da 10:50 (UTC)
- Me 'gred eo ret ouzhpennañ al liammoù e pep pennad. D'am soñj e vez graet al labour-se gant robotoù er wikipediaoù all.--Gwendal 28 Her 2009 da 11:13 (UTC)
- Robotoù zo gant merourien zo, ar Benoni en devoa unan a yae en-dro evel Ferrari ma mamm-gozh. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 11:20 (UTC)
- D'am soñj eo ret en ober evit pep pennad amañ. Ma vez ezhomm sikour goulennit ganin, prest on d'en ober (ul lodenn d'an nebeutañ). --Y-M D 28 Her 2009 da 14:12 (UTC)
- Ma, trugarez dit. Sed ar pezh a zo da ouzhpennañ da gement pennad a denn d'an Izelvroioù : Patrom:Porched Izelvroioù. Hag unan all da ouzhpennañ er pennadoù diwar-benn Alamagn : Patrom:Porched Alamagn : graet em eus war-dro al Länder, ar c'hêrioù bras hag un nebeud pennadoù all evit poent. A galon.--Ex-Smith 28 Her 2009 da 15:06 (UTC)
- Ne gav ket din e vefe da ouzhpennañ e "kement pennad a denn d'an Izelvroioù". Er Wiki-où all, e yezhoù all, ne vez ket graet evel-se, ne vez lakaet nemet er pennadoù bras, er pennadoù pe er rummadoù a bouez. Re labourus e vefe lakaat ar patrom-se en holl bennadoù, ha ne zegasfe ket kalz a dra, ouzhpenn. --Llydawr 28 Her 2009 da 22:22 (UTC)
- Ya mat eo din, klask a rin ober pa gavin pennadoù. Kroget am boa evit Alamagn. Krouet 'm eus ivez Patrom:Porched Bro-C'hall hag Patrom:Porched Breizh, neuze ma kavoc'h pennadoù liammet lakait ivez ar patromoù-mañ. Kavet 'm eus ivez Patrom:Porched Aostria. Trugarez --Y-M D 28 Her 2009 da 15:35 (UTC)
- Lqbour vqt; @@@@. Labour vat! a felle din lavarout. War e dalaroù emañ ma urzhiataer, a gredan. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 18:14 (UTC)
- Ya mat eo din, klask a rin ober pa gavin pennadoù. Kroget am boa evit Alamagn. Krouet 'm eus ivez Patrom:Porched Bro-C'hall hag Patrom:Porched Breizh, neuze ma kavoc'h pennadoù liammet lakait ivez ar patromoù-mañ. Kavet 'm eus ivez Patrom:Porched Aostria. Trugarez --Y-M D 28 Her 2009 da 15:35 (UTC)
- D'am soñj eo ret en ober evit pep pennad amañ. Ma vez ezhomm sikour goulennit ganin, prest on d'en ober (ul lodenn d'an nebeutañ). --Y-M D 28 Her 2009 da 14:12 (UTC)
- Robotoù zo gant merourien zo, ar Benoni en devoa unan a yae en-dro evel Ferrari ma mamm-gozh. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 11:20 (UTC)
Me gav ne vefe ket fall dibab ul liv evit ar patromoù a-us hag a denn d'ar broioù, ganeomp e vez implijet ar memes hini eget ar patrom evit Porched ar yezhoù hag ar skriturioù. Peseurt liv a vefe mat ? Me raio war-dro ar cheñch goude. --Y-M D 28 Her 2009 da 16:05 (UTC)
- Diwar-benn implij memes, lenn :[[1]]. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 18:42 (UTC)
Ar "wici cymraeg"...
kemmañ...nevez tizhet 25 000 pennad. Koulskoude o deus kenskriverien e-leizh: 8000! . Pet en hon wiki-ni? Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 16:19 (UTC)
- Marteze, met int-i o deus un "depth" (donder?) a 23, padal ni n'hon eus nemet 11. Da lavaret eo, int-i o deus pennadoù labouret muioc'h.Trec'hlid mitonet 29 Her 2009 da 16:54 (UTC)
- N'ouzon ket pere, rak war o lennegezh, o istor pe o douaroniezh, hon eus ni pennadoù gwelloc'h egeto alies. Met gwir eo n'em eus keñveriet an holl. Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 17:08 (UTC)
- Ma sellez amañ e kavi titouroù da geñveriañ ganto : [[2]]. --Y-M D 29 Her 2009 da 17:10 (UTC)
- Ne welan mann. Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 17:22 (UTC)
- Diouzh an danvez e rank bezañ neuze : [3] ha [[4]] pe c'hoazh [5] ha [[6]]. --Ex-Smith 29 Her 2009 da 17:24 (UTC)
- Opala fall e oa al liamm am eus lakaet, met reizhet eo. Kavout a ri an niver a implijerien a zo amañ hag all. Tu 'vo dit o geñveriañ gant re ar "wici cymraeg". --Y-M D 29 Her 2009 da 17:28 (UTC)
- Diaes e kavan kompren penaos e c'haller keñveriañ ar wici kembraek gant an hini brezhoneg. Pell siriusoc'h ha pell lieseurtoc'h eo hini ar c'hembraeg 'm eus aon. Gwir eo ez eus muioc'h a añtreoù en hini brezhonek met blaz an touell zo war an niver-se un tamm, Na pet pennad diechu ganeomp? Na pet pennad goullo ganeomp? Na pet pennad savet fall ganeomp? Na pet pennad gouestlet da sujedoù dibouez da-vat ganeomp? Ha c'hoazh ne gomzan ket eus kalite ar yezh amañ... Mat e vefe deomp kavout 25.000 pennad savet prop ganimp a-raok mont d'en em geñveriañ ganto, met pell emañ Yann diouzh e gazeg c'hoazh. Kourajomp! --Implijer:Fulub Cayenne
- Me 'zo a-du a-walc'h gant Fulub Cayenne. N'eo ket gwall klok ur bern pennadoù amañ, ne vefe ket falloc'h kaout nebeutoc'h a bennadoù met brav ha klokoc'h. --Y-M D 30 Her 2009 da 09:24 (UTC)
- Diaes e kavan kompren penaos e c'haller keñveriañ ar wici kembraek gant an hini brezhoneg. Pell siriusoc'h ha pell lieseurtoc'h eo hini ar c'hembraeg 'm eus aon. Gwir eo ez eus muioc'h a añtreoù en hini brezhonek met blaz an touell zo war an niver-se un tamm, Na pet pennad diechu ganeomp? Na pet pennad goullo ganeomp? Na pet pennad savet fall ganeomp? Na pet pennad gouestlet da sujedoù dibouez da-vat ganeomp? Ha c'hoazh ne gomzan ket eus kalite ar yezh amañ... Mat e vefe deomp kavout 25.000 pennad savet prop ganimp a-raok mont d'en em geñveriañ ganto, met pell emañ Yann diouzh e gazeg c'hoazh. Kourajomp! --Implijer:Fulub Cayenne
- Opala fall e oa al liamm am eus lakaet, met reizhet eo. Kavout a ri an niver a implijerien a zo amañ hag all. Tu 'vo dit o geñveriañ gant re ar "wici cymraeg". --Y-M D 29 Her 2009 da 17:28 (UTC)
- Diouzh an danvez e rank bezañ neuze : [3] ha [[4]] pe c'hoazh [5] ha [[6]]. --Ex-Smith 29 Her 2009 da 17:24 (UTC)
- Ne welan mann. Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 17:22 (UTC)
- Ma sellez amañ e kavi titouroù da geñveriañ ganto : [[2]]. --Y-M D 29 Her 2009 da 17:10 (UTC)
- N'ouzon ket pere, rak war o lennegezh, o istor pe o douaroniezh, hon eus ni pennadoù gwelloc'h egeto alies. Met gwir eo n'em eus keñveriet an holl. Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 17:08 (UTC)
Gouzout a ran penaos digreskiñ niver ar pennadoù: diverkañ un toullad mat a adkasoù diezhomm hag a zo kontet evel pennadoù. Evit klokaat ar pennadoù e c'hall pep hini kregiñ e-barzh. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 16:27 (UTC)
- diverkañ un toullad mat a adkasoù diezhomm Pere? N'int ket kontet en 30 000 atav.--Gwendal 30 Her 2009 da 16:38 (UTC)
- An adkasoù n'int ket kontet evel pennadoù. --Llydawr 1 Du 2009 da 22:04 (UTC)
Pennadoù diechu
kemmañGwir eo e van kalz pennadoù da echuiñ. Ken gwir all n'eus ket kalz tud o labourat d'echuiñ anezho. Gwir eo e c'haller kavout abeg er yezh alies. Ken gwir all n'eus ket kalz tud o reizhañ. Setu perak em eus goulennet pet kenlabourer zo amañ, ha n'em eus ket kavet ar respont c'hoazh. A-hend-all, gallout a ra neb a gar keñveriañ ne vern pe wiki gant unan all. Ha ma lakaer hemañ keñver ha keñver gant unan all, daoust d'ar sioù, evel m'en deus diskouezet Ex-Smith (hag a drugarez d'e labour ha da hini re nebeud a dud all), n'eus ket mezh da gaout. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 00:28 (UTC)
- Petra resis 'peus c'hoant gouzout ? An niver a implijerien enrollet amañ (8 001 er "wici cymraeg"), 7 774 a gaver en hor wiki-ni. A fed implijerien oberiant o deus 166 den, padal hon eus ni 139 implijer oberiant. En holl o deus un tamm muioc'h a dud. Du-se ez eus 39 bot (43 amañ), 21 merour (6 amañ) ha 4 bureviad (2 amañ). Se eo 'poa c'hoant gouzout ? A-walc'h eo ? --Y-M D 30 Her 2009 da 09:24 (UTC)
- 600 kenlabourer enskrivet d'an 28 a viz Gwengolo 2007, gwelout : [[7]]. N'on ket deuet a-benn da gavout titouroù nevesoc'h. --Ex-Smith 30 Her 2009 da 09:35 (UTC)
- Aes-tre eo kavout titouroù war hor wiki-ni. Ret eo klikañ war an niver a bennadoù a zo amañ (war ar bajenn degemer, muioc'h eget 30 000). Lakaat a ran al liamm amañ : Dibar:stadegoù. --Y-M D 30 Her 2009 da 09:42 (UTC)
- Un dra a vank er stadegoù: pet den a sav pennadoù nevez bep miz? N'eo ket 7000, n'eo ket 130. Ne gredan ket kalz ouzhpenn 10. Nebeutoc'h eget niver ar voterien a dra sur. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:14 (UTC)
- Me gav ez eo didalvoud bezañ graet 1 c'hemm dindan ur miz evit bezañ lakaet evel oberiant. Ret 'vefe kentoc'h lakaat un nebeut kemmoù (da skouer: 5) dre sizhun evit bezañ oberiant. A-du tamm pe damm gant ar pezh a lavar Bianchi. --Y-M D 30 Her 2009 da 12:21 (UTC)
- Ne oan ket o komz eus kemmoù, met eus pennadoù nevez. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:25 (UTC)
- Just a-walc'h, petra eo ar pouezusañ, boueta ar pennadoù pe krouiñ reoù nevez ? --Belvar 30 Her 2009 da 13:19 (UTC)
- Me a soñj din eo pouezus an daou, kederc'hel da grouiñ pennadoù HA gwellaat, klokaat ar pennadoù zo dija. --Fulup 30 Her 2009 da 16:49 (UTC)
- Just a-walc'h, petra eo ar pouezusañ, boueta ar pennadoù pe krouiñ reoù nevez ? --Belvar 30 Her 2009 da 13:19 (UTC)
- Ne oan ket o komz eus kemmoù, met eus pennadoù nevez. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:25 (UTC)
- Me gav ez eo didalvoud bezañ graet 1 c'hemm dindan ur miz evit bezañ lakaet evel oberiant. Ret 'vefe kentoc'h lakaat un nebeut kemmoù (da skouer: 5) dre sizhun evit bezañ oberiant. A-du tamm pe damm gant ar pezh a lavar Bianchi. --Y-M D 30 Her 2009 da 12:21 (UTC)
- Un dra a vank er stadegoù: pet den a sav pennadoù nevez bep miz? N'eo ket 7000, n'eo ket 130. Ne gredan ket kalz ouzhpenn 10. Nebeutoc'h eget niver ar voterien a dra sur. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:14 (UTC)
- Aes-tre eo kavout titouroù war hor wiki-ni. Ret eo klikañ war an niver a bennadoù a zo amañ (war ar bajenn degemer, muioc'h eget 30 000). Lakaat a ran al liamm amañ : Dibar:stadegoù. --Y-M D 30 Her 2009 da 09:42 (UTC)
- Ha kousket a-wechoù. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 17:01 (UTC)
Bureviad
kemmañKaoz zo eus daou vureviad amañ. Me grede din ne oa nemet unan. Bev eo egile? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 16:36 (UTC)
- War a seblant e vefe Implijer:Kadwalan an eil bureviad. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:06 (UTC)
- Ha pegoulz e vije bet anvet? Pe dilennet? Pe me oar? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 17:10 (UTC)
- Se n'ouzon ket avat. Morse ne vez meneget. Ret 'vefe goulenn gant ur merour. Neal eo a ro an ostilhoù neuze e ouife eñ perak, penaos ha peur eo bet graet. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:16 (UTC)
- Ya, ur gudenn a sav, ha daou dra disheñvel a weler : [8] ur bureviad (Neal) nemetken, padal e weler e lec'h all ez eus daou anezho (Neal ha Kadwalan) : [9]. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 09:23 (UTC)
- Evel ma 'm eus lavaret a-us e vefe ret goulenn gant Neal, dre ma 'z eo eñ a zo e-karg reiñ an ostilhoù e vefe gouest lavaret deomp marteze ? Emaon o vont d'en ober. A galon --Y-M D 1 Du 2009 da 09:43 (UTC)
- Ya, ur gudenn a sav, ha daou dra disheñvel a weler : [8] ur bureviad (Neal) nemetken, padal e weler e lec'h all ez eus daou anezho (Neal ha Kadwalan) : [9]. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 09:23 (UTC)
- Se n'ouzon ket avat. Morse ne vez meneget. Ret 'vefe goulenn gant ur merour. Neal eo a ro an ostilhoù neuze e ouife eñ perak, penaos ha peur eo bet graet. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:16 (UTC)
- Ha pegoulz e vije bet anvet? Pe dilennet? Pe me oar? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 17:10 (UTC)
Etrefas ha Mediawiki
kemmañWar a welan ne c'hallan ket degas kemmoù d'ar bajenn-se, ha koulskoude e vefe mat cheñch (in stadegoù implijer) : da nebeutaén ha lakaat da nebeutañ. --Ex-Smith 30 Her 2009 da 10:02 (UTC)
- Fulup eo a ra war-dro treiñ an etrefas dre translatewiki. Ret e vefe goulenn gantañ, ur bajenn a zo evit-se : Wikipedia:Reizhadennoù da ober. --Y-M D 30 Her 2009 da 10:07 (UTC)
- Ya, mar plij, lakait tout an traoù da reizhañ/gwellaat/eeunaat war ar bajenn-se. Gwir eo on an hini nemetañ o treiñ, difaziañ, ha nevesaat an etrefas abaoe 2005 met kement-se ne dalvez ket n'hallfe ket tud all reiñ dorn ivez. Mar fell deoc'h skoazellañ ac'hanon e c'hallit goulenn bezañ aotreet amañ. Krouit ur gont war ar wiki ha merkit war ar bajenn am eus lakaet al liamm eviti udb evel : hello, I would like to help translating the Breton interface, thanks ha sinit war-lerc'h, evit ma vo digoret deoc'h gwirioù treiñ ivez. Evit ar re zo dedennet, setu aze ul liamm war ur bajenn a ziskouez ar pezh zo graet hag ar pezh a chom d'ober c'hoazh : stadegoù evit ar brezhoneg. Ul labour na echu ket morse eo, bemdez e vez degaset cheñchamantoù gant diorroerien Mediawiki. --Fulup 30 Her 2009 da 11:40 (UTC)
- N'ouzon ket re peseurt labour a raker ober (ma c'hellfez displegañ din), met a-du e vefen sikour un tamm ma vez ezhomm. --Y-M D 30 Her 2009 da 12:28 (UTC)
- Ya, mar plij, lakait tout an traoù da reizhañ/gwellaat/eeunaat war ar bajenn-se. Gwir eo on an hini nemetañ o treiñ, difaziañ, ha nevesaat an etrefas abaoe 2005 met kement-se ne dalvez ket n'hallfe ket tud all reiñ dorn ivez. Mar fell deoc'h skoazellañ ac'hanon e c'hallit goulenn bezañ aotreet amañ. Krouit ur gont war ar wiki ha merkit war ar bajenn am eus lakaet al liamm eviti udb evel : hello, I would like to help translating the Breton interface, thanks ha sinit war-lerc'h, evit ma vo digoret deoc'h gwirioù treiñ ivez. Evit ar re zo dedennet, setu aze ul liamm war ur bajenn a ziskouez ar pezh zo graet hag ar pezh a chom d'ober c'hoazh : stadegoù evit ar brezhoneg. Ul labour na echu ket morse eo, bemdez e vez degaset cheñchamantoù gant diorroerien Mediawiki. --Fulup 30 Her 2009 da 11:40 (UTC)
Pierre-Emmanuel Marais hag ar re all
kemmañGoulenn a ran ma vo savet ur reolenn sklaer : n'haller ket menegiñ kement pennad zo bet savet gant ur skrivagner : levrioù hepken. Ma vez meneget pep pennad, pep oberour, hep kontañ an anvioù-pluenn, ne welan ket petra a zegaso d’ar wikipedia menegiñ anv kement hini en deus savet dek linenn evit Ya pe Bremañ, met gwelout a ran mat ne raio lod nemet se. Ouzhpenn se e ranker ober ar c'hemm etre an oberourien sirius, a sav oberennoù, hag ar re all. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:45 (UTC)
- Da gentañ penn on a-du gant ar pezh a lavarez, met savet eo bet ar pennad gant un implijer dianv ha dre-se ne oar ket rik penaos e za en-dro wikipedia. Da c'houde n'eo ket ret goulenn ur reolenn splan bep tro. --Y-M D 30 Her 2009 da 12:53 (UTC)
- Reolennoù zo er wikioù all evit se. Ur vevenn zo da lakaat, netra ken. N'eo ket meneget anvioù pennadoù Léon Fleuriot pe François Falc'hun, ha gant piv e vefe savet? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:59 (UTC)
- Gwir eo e ranker lakaat reolennoù, met amañ d'am soñj ez eus nebeut tre a dud ha gouest omp d'en em glevet un tamm (ket evel war ar wikipediaoù bras) memestra. --Y-M D 30 Her 2009 da 13:29 (UTC)
- Reolennoù zo er wikioù all evit se. Ur vevenn zo da lakaat, netra ken. N'eo ket meneget anvioù pennadoù Léon Fleuriot pe François Falc'hun, ha gant piv e vefe savet? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:59 (UTC)
Brezelioù Bed/Brezelioù-bed
kemmañ- Ur goulenn diverkañ ar rummad brezel-bed (un 30 bennak a bennadoù ennañ) evit e gendeuziñ gant ar rummad Eil Brezel Bed (ouzhpenn 70 pennad ennañ) a oa war pajenn ar pennadoù da ziverkañ. Graet em eus war-dro adrenkañ pep tra evit ma c'hallo al lennerien en em akavout aesoc'h. Met war a seblant e oa bet ur gaoz en davarn-mañ e miz Gwengolo war ar c'hraf-se.
- Hag-eñ e oa bet kemeret un div sklaer war an doare da skrivañ titl ar rummad-mañ ?
- Hag-eñ ez eus ur bot gant unan bennak gouest d'ober ar cheñchamant ent aotomatek ma vez divizet dsitreiñ da eil brezel-bed gant ur varrennig-stagañ. --Fulup 30 Her 2009 da 18:34 (UTC)
- Hir e oa bet ar gaoz, met ma'm eus soñj mat ne oa bet kemeret diviz ebet.--Ex-Smith 30 Her 2009 da 18:45 (UTC)
- Ur gaozeadenn hir a oa bet graet-se 'zo sur. Dre ma oa ezhomm kemer un diviz em eus renablet ar c'hinnigoù disheñvel (ar stummoù skrivañ disheñvel) a oa bet meneget ha kinniget. Digoret 'm boa neuze ur ran ispisial evit goulenn d'an dud o ali war ar c'hinnigoù. 1 den a zo bet evit ar c'hinnig gentañ ha 6 evit an eil. Amañ ([10]) emañ an eskemm ma fell da dud 'zo gwiriañ ar pezh a lavaran. Neal en doa lavaret : "War a welan eo bet dibabet ober gant ur stumm resis gant an darn vrasañ eus an dud, nemet ma teufe ker buan all implijerion/ezed all da reiñ ur soñj kontrol. Un dibab sklaer a zo bet graet neuze ha rankout a raio pep hini doujañ outañ, poellek pe get...". Den ne oa deuet a-enep d'an diviz, neuze e seblant ez eo an eil kinnig a vefe dibabet. Met d'am soñj n'eo ket bet lakaet splann a-walc'h d'an holl an dibab-se. Zoken me (hag em eus heuliet mat an eskemm) n'ouzon ket ma 'oa un dibab gwir. Evit lakaat sklaer pep-tra e vefe mat kadarnaat an dibab (gant ur merour) ha neuze embann anezhañ (gant al liamm davet ar pajenn diviz) e pajennoù kaozeal "Brezel-bed kentañ" hag "Eil Brezel-bed" evit ma welfe an holl. Hag echu e vo gant an afer-mañ d'am soñj. A galon --Y-M D 30 Her 2009 da 21:45 (UTC)
- N'eo ket labour ar verourien kadarnaat dibab an implijerien. Er c'heñver-se emañ ar verourien evel an implijerien all, na mui na maez. Ma'z eus bet ur vot, ha seblantout a ra din ez eus bet unan, ha ma'z eo bet digor pell a-walc'h ar vot evit reiñ ur chañs d'an implijerien oberiant da votiñ ha da reiñ o soñj, neuze eo sklaer ar jeu ha n'eus ket da gadarnaat netra pelloc'h, nemet lakaat e plas an diviz. Hag un implijer bennak en deus ur bot bennak a c'hall ober al labour lakaat ar 100 pennad bennak zo er rummad Eil Brezel Bed er rummad Eil Brezel-bed ? Degas a ran da soñj e oa bet krouet ur patrom da lakaat war ar pajennoù a oa bet divizet un dra bennak evito Politikerezh ofisiel. Ur patrom a oa ivez evit kas war-raok divizoù war an dermenadurezh da vezañ implijet evel amañ. Talvoudus eo evit derc'hel soñj eus ar pezh zo bet ha diellaouiñ goude-se. --Fulup 30 Her 2009 da 23:39 (UTC)
Evezhiadennoù diwar-benn an Ao. Bianci (titl orin) Klask rev ouzh ar Bianchi (titl bet cheñchet, hag aotre zo?)
kemmañSalud deoc'h-holl, ha deoc'h ivez an Ao. a soñjan ennañ. Fulub Cayenne zo amañ. Ur gwir blijadur eo lenn ar pezh a vez graet amañ ha kemer perzh pa c'hallan (n'em bez ket amzer d'en ober alies siwazh). N'em eus ket heuliet afer Meven gwall vat, ha n'emaon ket e sell d'en ober rakar n'on ket sur e plij doareoù an den-se din. Met pa glemm diwar-benn an Ao. Bianci hag an doare ma vez difennet hennezh gant lod a-wezhioù, e kav din ez eus peadra a-wezhioù : Pennad "Alan Stivell" a oan o klask sevel en doare klok zo bet skornet (ur pennad diechu ouzhpenn eta) abalamour d'ar brezelig a oa savet etre an Ao.Bianci ha me a-zivout breizhadelezh Alain Cochevelou, A-raok ma oa bet skornet ar pennad e kave din e oa bet diskoulmet an afer dre chom hep lavaret na "kaner gall" (ma soñj-me) na "kaner breizhat" (soñj an Ao.Bianci)... Met a-raok skornañ ar pennad ez eo distroet ar skorner da welidigezh personel an Ao. Bianci, na pegen hollouziadurel eo se? Me a garfe klemm un tammig bihan ivez diwar-benn ar mod en deus hon Aotrou da reizhañ yezh ar re all, pa n'eus tra da reizhañ. A-dra-sur e kav gantañ e oar brezhoneg gwelloc'h evit ar re all... A gav gantañ ya ;-) Mar plij Aotraou, paouezit, ouzhpenn evidoc'h a oar brezhoneg mat amañ. N'hallan ket lavaret e oan bet mantret o welet ne oa ket bet lezet da vont da verour. "Ouf" am boa lavaret zoken, rakar ur gaouad aon m boa bet pa m boa bet gwelet en doa bet lakaet e anv. Drastus e vije bet evit ar wiki brezhoneg. Memes tra e karfen reiñ dezhañ da c'houzout em bez plijadur o lenn ar pennadoù sirius ha niverus a vez savet gantañ.
A galon, Fulub Cayenne.
- Evit afer Stivell kaner gall, n'eus nemet goulenn ali ar re all. Met n'on ket sur e vo kavet holloueziadurel gantañ ma n'int ket a-du gantañ.
- Evit afer Meven, n'eus nemet ober eveltañ, ha mont da glemm gantañ er wiki gallek, e-lec'h maz' eo gall Alan Stivell evel pep kaner breizhat ha brezhonek.
- Evel-just eo aesoc'h lenn ar pennadoù niverus savet ganin (5 nevez hiziv) eget ar re niverus savet gantañ. Met peogwir int savet e brezhoneg ken fall n'eo ket ret dezhañ lenn anezho.
- Ha lenn, n'ouzon ket ha gouzout a ra ober, pa n'eo ket gouest da lenn mat ma anv, a zo Bianchi, evel am eus klasket kelenn dezhañ, en aner. Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 10:57 (UTC)
- Ao. Bianci, petra eo deoc'h mont gouez ha fogn e-giz-se? Evel just e ouzon lenn, ha n'on ket a-enep deoc'h e feson ebet. Deskiñ a ran kalz pa lennan ho pennadoù. Adlennit ma zammig klemm hag e welot n'on ket troet da heuliañ Meven e mod ebet kenebeut. Biken n'ajen da glemm war ar wiki gallek a c'hellit krediñ! Diwar lenn ar pezh a roer da lenn amañ e kav din memes tra ez eus ouzhpenn un den a vez lakaet diaes gant ho toareoù diseven. Goulenn a rafen ganeoc'h, mar plij ganeoc'h, reizhañ pa vez ret reizhañ ha n'eo ket reizhañ pa gav deoc'h eo gwelloc'h ho keriaoueg / ho frazennaouiñ eget hini ar re all, rak evit ar pennad "air gitar" ho poa gwalleget kalite an displegadenn un tamm-mat, krediñ a rajed e oac'h o klask sevel ur hentenn "penaos c'hoari air guitar en ur ober 5 munud". Perak mont da lemel "...("gitar aer" e saozneg)..." hag a oa holloueziadurel?
- Evit afer Stivell, evel just ez on gouest da zegemer soñjo ha n'int ket ma re. Met war a welan n'eo ket neptuekaat zo bet graet gant ar merour-skorner, mont a-du ganeoc'h ne lavaran ket. Ar pezh n'eo ket diouzh spered ar wikipedia.
- Ao. Bianci, petra eo deoc'h mont gouez ha fogn e-giz-se? Evel just e ouzon lenn, ha n'on ket a-enep deoc'h e feson ebet. Deskiñ a ran kalz pa lennan ho pennadoù. Adlennit ma zammig klemm hag e welot n'on ket troet da heuliañ Meven e mod ebet kenebeut. Biken n'ajen da glemm war ar wiki gallek a c'hellit krediñ! Diwar lenn ar pezh a roer da lenn amañ e kav din memes tra ez eus ouzhpenn un den a vez lakaet diaes gant ho toareoù diseven. Goulenn a rafen ganeoc'h, mar plij ganeoc'h, reizhañ pa vez ret reizhañ ha n'eo ket reizhañ pa gav deoc'h eo gwelloc'h ho keriaoueg / ho frazennaouiñ eget hini ar re all, rak evit ar pennad "air gitar" ho poa gwalleget kalite an displegadenn un tamm-mat, krediñ a rajed e oac'h o klask sevel ur hentenn "penaos c'hoari air guitar en ur ober 5 munud". Perak mont da lemel "...("gitar aer" e saozneg)..." hag a oa holloueziadurel?
- a galon, Fulub Cayenne
Fulub Cayenne, krompren mat a ran ac'hanoc'h, ur bern tud amañ en dez kudennoù gant emzalc'h Bianchi-Bihan, hag abaoe pell. Ne vez ket neptu na holloueziadel a pezh a skriv peurliesañ, ha bremañ tagañ a ra ouzh an deraouad ma z'oc'h. Ma c'hallan reiñ un ali deoc'h, savit ur gont er wikipedia-mañ, kalz aesoc'h e vo evit labourat hag eskemm gant ar re all. --Arko 31 Her 2009 da 11:57 (UTC)
- Evel ma lavar Arko e vez mat deoc'h kaout ur gont, evit an eskemmoù e vefe aesoc'h ! Mod all n'am eus ket re c'hoant mont en diviz a zo kroget a-us, va fal n'eo ket ober ur prosez met klask gwellaaat an traoù, reiñ a rin un tamm ali memestra. Goude an dilennadeg em boa displeget da Bianchi-Bihan perak em boa votet neptu evitañ, diskleriañ a rin d'an holl an abeg-se neuze. Me gav en deus Bianchi doareoù un tamm sec'h da gomz pe da zaremprediñ gant an dud a-wechoù, dre-se e c'hell bezañ lakaet diaes an dud pe en em santout taget un tamm. Mat eo menegiñ memestra en deus graet ur c'hementad a labour bras abaoe ma vez o labourat amañ, ha sikouret en deus kalz ac'hanon (gant tud all ivez) a fed yezh en ur reizhañ ha displegañ din ar reolennoù, ha se a gavan mat ha plijus.
- Neuze ma 'm befe un ali da reiñ dezhañ (evit klask sikour) e vefe kenderc'hel evel boaz, met en ur diwall d'an doare da sevel ar goulennoù, da respont... hag ivez prederiañ evit gouzout hag-eñ ez eo atav eus ar re wellañ an evezhiadenn en deus c'hoant da sevel (met dreist-holl ma tegas un dra d'ar pennad pe da wikipedia, arabat disoñjal ez eo un holloueziadur amañ ivez). A galon --Y-M D 31 Her 2009 da 13:24 (UTC)
- Mar plij ganit goulenn gant kelennerien al lise ma vo displeget en-dro deoc'h an diforc'h etre ma / ha(g) / hag-eñ. --Ex-Smith 31 Her 2009 da 13:56 (UTC)
- A-du, goulenn a rin ma vo displeget deomp, met n'int ket atav gwall entanet. Met klask a rin. Ar gudennig 'zo memestra, zoken ma 'z eo komprenet ar reolenn ne vez ket lakaet e pleustr gant an diouer a bleustiñ. --Y-M D 31 Her 2009 da 16:00 (UTC)
- Labour ar gelennerien eo displegañ. En holl skolioù ar bed. An displegadenn zo amañ: [[[11]]
- A-hend-all e c'haller goulenn digant mignon ar c'haner gall Stivell skrivañ mat ma anv. Ma ne ra ket, goude lavaret dezhañ, eo evit ar blijadur da lakaat reuz. Petra 'vo ret din ober? Distummañ anvioù eveltañ? Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 16:39 (UTC)
- A-du, goulenn a rin ma vo displeget deomp, met n'int ket atav gwall entanet. Met klask a rin. Ar gudennig 'zo memestra, zoken ma 'z eo komprenet ar reolenn ne vez ket lakaet e pleustr gant an diouer a bleustiñ. --Y-M D 31 Her 2009 da 16:00 (UTC)
- Mar plij ganit goulenn gant kelennerien al lise ma vo displeget en-dro deoc'h an diforc'h etre ma / ha(g) / hag-eñ. --Ex-Smith 31 Her 2009 da 13:56 (UTC)
- Deuet eo ar wiki-ni da vezañ ur wiki-chikaniñ, me 'blij din gwelloc'h ar wiki-labouriñ evit gallout brezhonegiñ. --Fulup 31 Her 2009 da 16:51 (UTC)
- Ne vije ket diaes lavarout d'ar chikanerien sioulaat. Ha deskiñ skrivañ anvioù an dud. Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 16:59 (UTC)
Respont ur merour
kemmañAo. Fulub Cayenne, da gentañ-holl ne gomprenan ket perak ne digorez ket ur gont evel implijer enskrivet. N'eo ket dav ha gallout a reer kenlabourat en un doare dizanv evel-just, met ma klaskez kemer perzh ingal ha reiñ da soñj diwar-benn mont-en-dro ar raktres e vefe kalz gwelloc'h ha kalz aesoc'h hen ober ma vefe ganit ur bajenn-implijer.
Da eil, ne gomprenan ket perak e fell dit klask jeu gant Bianchi-Bihan ar wezh-mañ. N'eo ket me an hini eo a yelo da difenn anezhañ bewezh, met ar pezh ne gomprenan ket eo perak klask trenkañ ar soubenn hep ma vije deuet war wel un abeg resis, dreist-holl m'eo aet war sioulaat an traoù war ar wikipedia er mare-mañ goude afer Meven.
D'am soñj e vefe gwell klask labourat un tammig en un aergelc'h sioul hep klask sach-blev atav. A gaon, Neal (Kaozeal) 31 Her 2009 da 20:43 (UTC)
Binioù dre aer
kemmañTud zo a gavo gwelloc'h atav klask rev ouzh ar re all, hag en o labour, eget sevel pennadoù o-unan, kalz aesoc'h eo. Tud zo a oar gwelloc'h eget ar re all petra eo ar spered holloueziadel (sic), hep ober kalz a labour, naturel eo. Tud zo o deus un ali war bep tra, ha n'eus nemet o hini a gont, naturel eo c'hoazh. Neuze e kinnigan dezho ober labour ar re all ivez. Ha me 'raio evelte, klask laou e pep lec'h, chupennañ, teodata. Hag e-lec'h ober 10 pennad all hiziv, emaon o vont war ar maez da seniñ gant ma binioù dre aer. Labour vat. Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 14:09 (UTC)
- N'ouzon ket resis ma oa unan da vezañ tizhet muioc'h eget ar re all. Met evel ma 'm eus lavaret dija, va fal n'eo ket klask laou met klask sevel ur raktres a-stroll ha neuze sikour an holl pa c'hellan. Evel ma lavarez ez eo aes klemm hep ober netra all, setu dre vras pa roan va ali n'eo ket gant ar pal tagañ na lakaat an traoù da vreinañ, atav e klaskan goude ober ur c'hinnig, klask un diskoulm. Evit sikour an holl hag ar raktres. A galon --Y-M D 31 Her 2009 da 16:07 (UTC)
Goulenn ouzh ar verourien
kemmañGoulenn a ran adarre ouzh ar verourien deskiñ d'hon mignon eus Cayenne skrivañ ma anv evel ma ranker. Ma n'eo ket o klask tabut emañ ... [[12]]. Bianchi-Bihan 1 Du 2009 da 02:28 (UTC)
- Bianchi eo a ranker skrivañ. Trugarez da Fulub Cayenne da zoujañ d'an anv bet dibabet gant Bianchi-Bihan. Ha gwir eo e vefe kalz aesoc'h kaozeal gant Fulub Cayenne ma kroufe ur gont. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 09:28 (UTC)
Translatewiki.net update
kemmañ- Currently 100.00% of the MediaWiki messages and 52.22% of the messages of the extensions used by the Wikimedia Foundation projects have been localised. Please help us help your language by localising and proof reading at translatewiki.net. This is the recent localisation activity for your language. Thanks, GerardM 1 Du 2009 da 10:00 (UTC)
- Re wir ha trugarez vras da Implijer:Y-M D da vezañ deuet da reiñ an dorn din. Abaoe 2005 ne oa nemedon oc'h ober war-dro troidigezh an etrefas. Klokaet ha gwellaet-kalz eo bet an droidigezh abaoe an hañv met chom a ra c'hoazh e-tro 4500 meneg da dreiñ. --Fulup 1 Du 2009 da 12:30 (UTC)
- Ur blijadur eo sikour en un doare all, ober a rin ar pezh a c'hellin. --Y-M D 1 Du 2009 da 20:14 (UTC)
- Re wir ha trugarez vras da Implijer:Y-M D da vezañ deuet da reiñ an dorn din. Abaoe 2005 ne oa nemedon oc'h ober war-dro troidigezh an etrefas. Klokaet ha gwellaet-kalz eo bet an droidigezh abaoe an hañv met chom a ra c'hoazh e-tro 4500 meneg da dreiñ. --Fulup 1 Du 2009 da 12:30 (UTC)
Treiñ
kemmañUnan bennak a oar penaos e lavarer Hanse e brezhoneg? Saozneg : Hansa/Hanseatic League/ Hanse [13], alamaneg : Hanse, nederlandeg : Hanze. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 18:41 (UTC)
- Vallée a ro Hansa, ar stumm latin, evel Europa, Azia, ha kement zo. Ar furañ eo heuliañ anezhañ. --Fulup 1 Du 2009 da 18:55 (UTC)
- Trugarez, pa soñjan n'em boa ket klasket en e c'heriadur.--Ex-Smith 1 Du 2009 da 19:10 (UTC)
- Vallée a ro Hansa, ar stumm latin, evel Europa, Azia, ha kement zo. Ar furañ eo heuliañ anezhañ. --Fulup 1 Du 2009 da 18:55 (UTC)