Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 45 bloaz 2009

02/11/2009 — 08/11/2009

skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Dazont / New Dazont

kemmañ

(Fulub Cayenne amañ) Kredet em eus krouiñ ur pennad 'Dazont (strollad rock)' ha kopiañ ennañ ar pezh a gaved dindan pennad 'New Dazont'. Abeg? Kavout a ra din ez eo dindan an anv Dazont dreist e reer eus ar strollad-se (cf. ar bladenn rock e Breizh nevez embannet). N'ouzon ket petra a soñjit-c'hwi?

(Atav hep kont ?) E pep lec'h pa glaskan war internet e kavan "The New Dazont", an aesañ a vefe klask mont e darempred ganto evit goulenn petra eo an anv gwir. --Y-M D 2 Du 2009 da 20:26 (UTC)[respont]

Brezelioù-bed hag ar rummadoù

kemmañ

Dre ma 'oa bet kemeret un diviz war an doare da skrivañ anvioù ar Brezelioù-bed e ranker bremañ lakaat anvioù ar pennadoù da glotañ. Ar gudenn vrasañ a zo evit ar rummadoù. Kinniget ez eus bet ober gant botoù. Hag unan bennak en defe unan amañ ? Ha posubl e vefe mod all goulenn gant unan bennak eus ur wiki all prestiñ e hini ? A galon --Y-M D 3 Du 2009 da 11:07 (UTC)[respont]

YunBot ha BenoniBot a oa daou robot efedus ma 'm eus soñj mat ha meret gant daou implijer eus wikipedia brezhoneg. N'int ket mui oberiant abaoe pell, allaz! Setu, dav vefe kaout robotoù a c'hellfe lakaat urzh er rummadoù. Merañ ur bot n'eo ket aes ma n'ouzer ket ober gant python (al lañgaj programiñ). Dav vefe d'unan ac'hanomp (d'an nebeutañ) kaout ur stummadur war merañ robotoù, met digant piv? Benoni, Yun?--Gwendal 3 Du 2009 da 21:25 (UTC)[respont]
Ar memes soñj rik am eus bet. Dre-se em eus skrivet dezho hiziv. Gortoz a ran ur respont bremañ (ma vez unan). Emaon o lenn ur pennad war ar wiki gall evit gwelet ma 'z eo ken diaes a se sevel unan. Gwelet 'vo. --Y-M D 3 Du 2009 da 21:33 (UTC)[respont]

Pa teuas, Pa zeuas

kemmañ

Peseurt difoc'h a zo etre an daou stumm-mañ? Pegoulz e implijer anezho?--Gwendal 3 Du 2009 da 21:25 (UTC)[respont]

Direizh eo pa teuas (daoust ma vez klevet stank e Kerne-Izel, ha marteze e lec'h all?). Pa zeuas / pa deuas (Treger) a zo reizh. Kemmadur dre vlotaat goude pa. --Ex-Smith 3 Du 2009 da 21:52 (UTC)[respont]
Pa teu: un doare direizh, diouzh ar c'hiz e-touez yaouankizoù zo (skignet dre lise Diwan, a zo bet lavaret din). Ma ne fazian ket: Kerne Uhel, Leon, Treger: Pa deu; Gwened : pa zeu. Ar verb dont ne ra ket kemmadur d/z atav (gwelout Emgann Kergidu). Hervez tud zo ne dleje ket ar stummoù direizh bezañ klevet, na kelennet, gant kelennerien a ra skol vrezhoneg. Un tabut kozh. Bianchi-Bihan 4 Du 2009 da 05:46 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h, gallout a rin kousket disoursi bremañ.--Gwendal 4 Du 2009 da 09:41 (UTC)[respont]
Ur pennad diwar-benn ar c'hemmadurioù zo, hag en o zouez ar c'hemmadur dre vlotaat (pa zebran). --Llydawr 4 Du 2009 da 11:24 (UTC)[respont]
Pa teu, pa teuit, ha kement zo eo ar stummoù boutin e Kerne-Izel evit implij ar verb dont goude pa (tro-dro da Gemper da nebeutañ ne glever nemet ar stummoù-se gant an dud), n'int ket stummoù diwaneg eta. Ober a ran ganto pa gomzan ivez. Stummoù rannyezhel-rik int avat ha gwelloc'h eo skrivañ ent reizh ar c'hemmadur d/z en un oberenn akademek evel homañ. --Fulup 5 Du 2009 da 21:55 (UTC)[respont]
N'ouzon ket hag akademek e c'hall bezañ ul labour en ur yezh ha n'he deus akademiezh ebet. Met gwir eo n'eus ket a lec'h amañ, en un oberenn a ouiziegezh a larfen kentoc'h, evit ar rannyezhekadurioù a bella diouzh ar yezh unvan. A-hend-all eo anat din levezon (gwall levezon, a larfe ar gwalldeodoù) kreizenn Diwan Karaez e skignadeg un toullad stummoù nevez (nevez ha mantrus er yezh unvan), ha n'eo ket "pa teu" an hini gwashañ anezho, na tost. Bianchi-Bihan 6 Du 2009 da 08:03 (UTC)[respont]

Petra eo ar reolenn a fed gwirioù war logo ur merk bennak ? Me gave din e oa gwirioù da zoujañ, met pa welan pennadoù 'zo e kaver al logo memestra. Skouerioù :

Ha gouest e vefe lod da zisplegañ din ar perak hag ar penaos ? --Y-M D 3 Du 2009 da 21:52 (UTC)[respont]

Trawalc'h klikañ war ar skeudennoù... Copyright a zo, sañset eo difennet impljout anezho war ar Wiki. Daoust ma n'em eus ket doujet d'ar reolenn : [[1]]. --Ex-Smith 3 Du 2009 da 21:55 (UTC)[respont]
Lennet 'm eus ([amañ]) e oa aotreet en ober met war ar wikipedia hepken ha ket war Commons dre ma 'z eo strizh ar reolennoù. Tu 'zo implij al logo neuze ? Ha ma rafen ur poltred eus ur skouerenn eus an Télégramme da skouer e vefe dieub neuze ? Trawalc'h eo neuze kemer al logo e enrollañ amañ ha menegiñ ez eus ur copyright ? --Y-M D 3 Du 2009 da 22:13 (UTC)[respont]