Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 46 bloaz 2009

09/11/2009 — 15/11/2009

skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Na skuizhus (titl orin) / Merourien, mar plij, adkroget eo Fulupig ... Na skuizhus (titl bet kemmet gant an Ao. e-unan)

kemmañ

Sell ouzh pennad Air Guitar... (Fulub Cayenne). A galon.

D'am soñj e kred da Fulupig eo perc'henn war ar pennad boulc'het gantañ hag ez eo arabat da zen lakaat e fri e-barzh; neuze ne gompren ket penaos ez a ar wikipedia en-dro. Ezhomm a vije unan all da lavarout dezhañ rak ne fell ket dezhañ krediñ pezh a lavaran. Bianchi-Bihan 9 Du 2009 da 07:09 (UTC)[respont]
Gallout a ra pep hini, merourien hag all, gwelout piv a zegas danvez holloueziadurel ha piv a ra labour freuziñ amañ : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Air_guitar&action=historysubmit&diff=590217&oldid=590137. Bianchi-Bihan 9 Du 2009 da 18:58 (UTC)[respont]
Gwelet a ran ez eus tud o tennañ labour ar re all. Met ne gomprenan ket etre piv ha piv e vez an afer ? Piv eo a denn labour ar re all ? --Y-M D 9 Du 2009 da 19:18 (UTC)[respont]
Sklaer a-walc'h eo koulskoude: Fulupig eo an den dianav na blij ket dezhañ an danvez ouzhpennet ganin. Hervez reolennoù wikipedia e c'hall pep hini degas gwellaenn, pezh a ran, met tud zo n'int ket a-du. Bianchi-Bihan 9 Du 2009 da 19:31 (UTC)[respont]
Ar pezh a ginnigfen me a zo neuze sevel un diviz war ar bajenn kaozeal. Klasket e vefe neuze an danvez pouezus ha dedennus evit ar pennad. Kement-se evit chom hep disteurel kemmoù an eil d'ar re all. Petra soñjoc'h eus ar c'hinnig-se evit klask un diskoulm ? --Y-M D 9 Du 2009 da 19:37 (UTC)[respont]
Gwell eo chom "zen"... Gwir eo ez eo diaes marteze chom habask ha parfet pa weler cheñchamantoù diezhomm graet amañ [1], lakaat "a-wezhioù" e-lec'h "a-wechoù", "enno" e-lec'h "enne", "reiñ" e-lec'h "roiñ", "pouezus" e-lec'h "a-bouez" (!!!)... n'eo nemet c'hoariellaj ha ne zegas netra evit an holloueziadur.Trec'hlid mitonet 9 Du 2009 da 20:15 (UTC)[respont]
Salud d'an holl, ha deoc'h-c'hwi merourien.
Fulub Cayenne zo amañ. Atristet on soñjal e c'halljec'h krediñ emaon o klask plantañ reuz amañ peotramant noazout ouzh ur raktres a blij din ken-ha-ken, ur benveg hep e bar evel ar wikipedia. Marteze n'hoc'h eus ket merzet ar brezelig diezhomm a ra an Ao. Bianci din abaoe istor ar pennad Alan Stivell ha abaoe ma'm boa bontet anezhañ evit afer Merzin/Merzhin? N'en deus ket pardonet se din hag abaoe e kav gantañ en deus droed da adfrazennaouiñ / cheñch gerioù war ma lerc'h, ar pezh na n'eo ket fall pa'z eo gwellaat an hini a ra. Met evit a sell ar pennad Air Guitar, n'eo ket gwellaat en doa graet, da betra e oa aet da adfrazennaouiñ ar pennad-tout, moarvat ne oa ket peurvad ar pennad, peuz-prop e oa bepre. Perak e oa aet da cheñch kement ger zo tout koulz lavaret, ha neuze tennañ un ditour a-bouez kuit (an droidigezh Air Guitar : Gitar aer), etc. Ne fell ket din abuziñ ma zamm amzer gant un den diseven hag a vourr ar polemik ha se zo kaoz em boa kavet gwell kas an dorzh d'ar gêr dezhañ en un doare "farsus" en e bennad "Kadog" (Ho tigarez a c'houlenan diganeoc'h ao. Trec'hid Mitonet ma n'ho poa ket gwelet kement-se). Ma, ne c'hoantaan ket koll muioc'h a amzer gant se, memes tra e karjen lavaret pegen dipitus e kavan bezañ rediet d'en em justifiañ ingal seul gwezh ma vezan chigardet gant an Ao. Bianci, un den hag en deus diskouezet alies pegen diseven ha dizonest e c'halle bezañ (gw. e barradoù margodenniñ).
A galon ganeoc'h tout.
P.S. Ao. Bianci, mar plij ganeoc'h n'eo ket ret deoc'h mont da zistummañ ma anv ha mont d'ober Fulupig ac'hanon, Fulub zo trawalc'h, bennozh Doue deoc'h. Petra a lavarjec'h-c'hwi ma rajen-me ar memes tra deoc'h? Ma gourc'hemennoù onest a gasan deoc'h memes tra evit al labour a rit. Deskiñ a ran kalz en ur lenn ho pennadoù.
Fulub Cayenne.

Ha talvout a ra ar boan respont?

kemmañ
  • Chomet eo war boull e galon afer Alan Stivell (lenn istor ar pennad, kentelius) a zo bet renket gant ur merour, ha n'eo ket ganin.
  • Evit Merzin n'em eus ket soñj zoken petra oa, mont rin da welout pa'm bo amzer, met un toullad pennadoù a ran bep sizhun ha n'em bez ket soñj eus pep tra.
  • Evit air guitar e vanke ur banne holloueziadurezh en e skrid, dreist-holl evit afer ar saozneg ha n'eo ket gwall sirius.
  • Evit afer an anvioù , pa glemm abalamour ma vije distummet e anv, m' eus aon n'eo ket onestiz met kaz yen emañ o tispakañ. Bianchi-Bihan 10 Du 2009 da 07:09 (UTC)[respont]


Me 'zo erruet skuizh gant an emgannigoù dizehan a vez etre implijerien 'zo. An tabutoù (peogwir ez eo gwir tabutoù a-wechoù) n'int dre vras diazezet war netra gwir. C'hoant 'm befe kompren perak ne glaskoc'h ket en em glevet pe paouez gant an tabutoù. Chikanañ en ur skrivañ fall anvioù an dud ne c'hell degas netra mat kenebeut. N'ho peus netra all d'ober ? Ne soñj ket din ez eus ezhomm eus kudennoù ouzhpenn evit ar brezhoneg ? Mat e vefe deoc'h prederiañ war petra a zo pouezus ha petra n'eo ket. Kavout a reoc'h e tegas un aer-gelc'h vat war hor wiki-ni ? Me ne gavan ket ! Kompren a ran e vefe tud hag a zafe kuit hag a vefe heuget pa weler eskemmoù a-denn da gomzoù bugaligoù. --Y-M D 11 Du 2009 da 16:08 (UTC)[respont]