Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 46, bloaz 2011

14/11/2011 — 20/11/2011

kemmañ
Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha daou-ugent eus 2011 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Reolennoù ar Wikipedia

kemmañ

Lennet e-barzh Wikipedia:Politikerezh stankañ

PEGOULZ EO DIFENNET STANKAÑ

kemmañ

Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h en un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante.

Sklaer eo ar reolenn. Sklaer ne vez ket dalc’het kont anezhi.

Er wikipedia saoznek e lenner en:Wikipedia:Blocking policy

  • Conflicts of interest. Blocking is a serious matter. The community expects that blocks will be made with good reasons only, based upon reviewable evidence and reasonable judgment, and that all factors that support a block are subject to independent peer review if requested.

Abegoù da serriñ ur gont

kemmañ

E-touez an abegoù e lenner

  • Kemmañ-digemmañ diehan: 24 eurvezh dre vras evit tud a ya da gemmañ-digemmañ/kemmañ-adkemmañ an hevelep pajenn teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh.

Reolenn an tri embann renk-ouzh-renk Arabat kemmañ-adkemmañ an hevelep pennad (en e bezh pe tammoù anezhañ) ouzhpenn teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh, a-hendall e c'hellfe bezañ stanket da gont gant unan eus ar verourion, dreist-holl pa vez un tabut diwar-benn ar pennad-se. Kae war ar bajenn gaozeal evit reiñ da soñj ha klask tizhout un emglev kentoc'h evit stagañ gant ur brezel-embann.

Reolenn an tri embann

kemmañ

Setu penaos e vez komprenet ar reolenn-se gant tud "neptu":

  1. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&diff=next&oldid=1090580
  2. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093333&oldid=1093330
  3. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093302&oldid=1091046
  4. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093330&oldid=1093324
  5. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&diff=next&oldid=1093321

Pemp embann renk-ouzh-renk E n'eus forzh peseurt wiki e vije bet serret kont ar merour a rafe seurt taolioù. Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 12:42 (UTC) Hag evit petra? Evit lemel anv alamanek un alamanegerez eus Alamagn ! Ur sac'had drein zo en amann a-benn ma weler ur merour o lemel gwir anv un den eus ur pennad! Aze e komprener diouzhtu un dra: ma n'eus kastiz ebet evit an oberour-se ne vo hini ebet biken. E-kichen da se, al labourer a vez serret e gont pa lak ur pik a-dreuz.[respont]

Kaoz zo bet eus an dra-se pemzektez zo dija. Ha respontet em boa e tavarn ar 44vet sizhunvezhiad, pemzektez zo. Digarezioù am eus kinniget. Anzav a ran n'eo ket da ober. Ha ret eo lavaret az teus graet kement all? Gortoz a ran atav da welet hag eñ e ri ivez. Ha n'eo ket bet serret da gont abalamour da se a gredan? Ha ret eo degas da soñj e oas o tremen da amzer o reiñ da ditloù pennadoù a oa bet reizhet stummoù en alamaneg pe o cheñch an titl skrivet e druz en destenn o plantañ ur stumm alamanek bewech? Ha se en ur bern pennadoù.--Kadwalan 17 Du 2011 da 20:10 (UTC)[respont]

Ma 'm eus soñj mat e oa kinniget da zigarezioù gant ar ger: "Absolvenn!", evel un dra naturel dleet dit pemp gwech, pa vez nac'het ken aes ouzh ar re all. Goude ne gomprenan ket ken pezh zo skrivet. Met pezh a welan eo se: o klask mirout ouzh lakaat an anv alamanek gwir er pennad e oas. Man'eo ket lemel danvez holloueziadurel, da lavarout eo c'hoari a-enep ar wikipedia, n'ouzon ket petra eo. Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 20:17 (UTC)[respont]
Barrek-kenañ out evit klask cheñch ster komzoù an dud all hag evit chom hep kompren anezhe pa fell dit. N'on ket souezhet. Edon o klask skrivañ ar pennad er stumm ma vez graet da gustum gant an titl e druz hag an alamaneg, pe ar yezh all, e lizherennoù stouet e-skoaz e kendalc'hes da dremen war ma lerc'h da lakaat an traoù en alamaneg en holl bennadoù. Amañ emomp er wiki e brezhoneg. Ma'z eus unan o c'hoaari a-enep wikipedia ez unan a laka an holl da goll amzer hag energiezh o chom hep skrivañ an traoù e brezhoneg a-ratozh.--Kadwalan 19 Du 2011 da 23:14 (UTC)[respont]


Serret e vez ma c'hont gant kadwallan ur sizhun diwar deir hervez e faltazi: ur ger displijet dezhañ lakaet da "emzalc'h tagus". Hervez ar reolenn n'en deus ket da gas seurt oberoù dre ma n'eo ket neptu. Met un toullad reolennoù a vez graet fae warne er wiki-mañ. Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 12:19 (UTC)[respont]

Diwar skiant-prenañ e seblant din e ra Bianchi-Bihan peurliesañ gant gerioù evel anat, splann pe sklaer pa gompren an traoù en tu gin pe pa fell dezhañ touellañ an implijerien all. N'en em rent ket kont e koll holl ar fiziañs a c'haller kaout er pezh a lavar oc'h embann traoù kontrol d'ar wirionez. N'eo ket hervez ma faltazi eo bet stanket ouzh da gont. Gallout a ra pep hini sellet ouzh da bajenn kaozeadenn da welet an abegoù. Diwall a ran na vefe ket torret reolenn pouezusañ hor wiki e lec'h ma tle an traoù bezañ skrivet e brezhoneg ha ma ranker doujañ d'an implijerien all. Droukprezeg dibaouez evel m'emaout o paouez ober adarre o lâret e stankañ ouzh kont an dud hervez ma faltazi n'eo ket un emzalc'h degemeret. Gwelloc'h e vefe din e ve graet war-dro an da emzalc'h tagus gant ur merour all met pa n'eus hini oc'h ober war-dro ne vi ket lezet d'ober reuz evel se ganin. Ma kavez abeg em divizoù e c'hallez mont e darempred gant ar verourien all evel az teus graet c'hoazh meur a wezh da c'houlenn o skoazell. --Kadwalan 17 Du 2011 da 18:51 (UTC)[respont]
Komprenet em eus e vo aner gortoz digant ar verourien difenn reolennoù ar wikipedia keit ma chomint direspont dirak ma c'hlemmoù a-enep ar merour a ra fae warne. Komprenet en deus pep hini pelec'h emañ ar galloud. Ne welan ket e vije gwall vat evit brud ar wikipedia. Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 19:45 (UTC)[respont]
Lenn a ran amañ: [[2]]:

Ar pezh eo arabat d'ar verourien ober: Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli. Kammimplij ar veli? Pep hini a c'hall barn. Brav eo lenn : e c'haller soñjal. Spi am eus e c'haller skrivañ ivez. Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 20:01 (UTC)[respont]

Me 'gred e kompren ivez an holl eus pe tu emañ ar feiz fall. Menegiñ arroudennoù a c'haller ober pezh a gar met pa skriver a-ratozh traoù n'o deus mann da welet gant an afer e tiskouezer e venner touellañ an implijerien all. --Kadwalan 19 Du 2011 da 23:14 (UTC)[respont]
Menegiñ skridoù eo diazez an arguzennañ, ha goude e c'haller lakaat an oberoù en o c'hichen, ha prederiañ un tamm. Setu un ober resis da dostaat ouzh reolenn ar wikipedia, da welout hag e klotont: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Preu%C3%9Fen&action=historysubmit&diff=1106389&oldid=1105626. Ne gredan ket e vefe touellañ an implijerien all a vefe graet o lavarout ez eus amañ kammimplij ar veli, ha marteze e vije kentoc'h da glask e tu ar gammimplijerien ha n'o deus ket lennet c'hoazh Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu . Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 05:23 (UTC)[respont]

40 000

kemmañ

Me gred eo tremenet an 40 000 pennad (unan bennak zo ouzhpenn). A vije bet graet abaoe miz Here ma vijen bet laosket da labourat, hep serriñ ma c'hont pemp pe c'hwec'h gwech . Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 17:05 (UTC)[respont]

Evit abegoù displeget ez pajenn kaozeadenn peogwir e ranker adarre lakaat ar gaoz war an dra-se.--Kadwalan 19 Du 2011 da 23:14 (UTC)[respont]
Ne welan displegadenn nag arguzenn ebet, evel boaz: skrivañ eno n'eo ket un arguzenn, neuze n'eo nemet un afer a gasoni bersonel. Ouzhpenn-se e oa un ober kontrol da reolennoù wikipedia (ur wech ouzhpenn): difennet eo ouzh ar verourien ha n'int ket neptu en ur gaozeadenn serriñ kont ul labourer. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 05:29 (UTC)[respont]

40 000 (eil)

kemmañ

Ne oan ket deuet betek Wikipedia abaoe un nebeud devezhioù ha setu em eus c'hwitet an tremen a-us d'an 40 000 pennad en hor wiki-ni. C'hoant bras am boa, o welout an disoc'h-se, reiñ gourc'hemennoù ha trugarekaat an holl re a vez ho kemer perzh amañ e mod pe vod. An niver a bennadoù a gaver a gresk, ha fonnusoc'h fonnusañ e vez an danvez ivez. Trugarez d'an holl a vez o lakaat Wikipedia e brezhoneg da greskiñ bemdez muioc'h mui ! A greiz kalon ganeoc'h --Y-M D (kaozeal) 19 Du 2011 da 22:30 (UTC)[respont]

Ya, kreskiñ a ra niver ar pennadoù en desped d'ar skoilhoù lakaet d'al labourerien alies. Kalz buanoc'h e vije bet tizhet an 40 000 ma ne vije ket bet kavet an tu da lakaat al labourerien da goll amzer. Gant doareoù evel-se ne vo ket pell ken a-raok ma vimp adtapet gant ar wiki kembraek. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 08:48 (UTC)[respont]
Arabat bezañ touellet gant an niver a bennadoù. Doareoù all da renkañ a zo, talvoudusoc'h moarvat, en o zouez hini ar pennadoù diazez [3], m'emañ pelloc'h ar brezhoneg (67vet). Mankout a ra pennadoù diazez a-leizh d'ar WP brezhonek (206 pennad), tra ma ne vank nemet 69 d'an hini kembraek da skouer. Un dra all kemeret e kont ivez eo "pouez" ar pennadoù (na pet pennad berr ha dister e brezhoneg), hag o "donder" (pet gwech e vez labouret warno), na pet pennad diamzeret, na pet pennad gant darnoù saozneg pe spagnoleg enno manet hep bezañ troet.--Trec'hlid mitonet 20 Du 2011 da 09:54 (UTC)[respont]

Ya, ehanañ a ran gant al labour seul wech ma vez kemmet an anv ha lakaet mesk enne gant ar merour. Ha kreskiñ a ra o niver bemdez. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 09:58 (UTC)[respont]

Ya, te ivez a laka mesk ha skoilh er mont war-raok gant da rendaeloù didermen, da vrezelioù difin (meur a wech em eus bet klasket displegañ traoù war ar pajennoù kaozeal, aner ha poan gollet eo bet), da lavaret eo amzer gollet evit ober traoù all...--Trec'hlid mitonet 20 Du 2011 da 10:08 (UTC)[respont]

Marteze ne oa ket peadra da vezañ kendrec'het gant da zisplegadurioù. Kement-se a c'hoarvez a-wechoù . Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 10:14 (UTC)[respont]

A-du emaon ganit Trec'hlid Mitonet. Aner eo klask ur spered kenlabour a-berzh un implijer a sav pennadoù e yezhoù all a-ratozh da glask plantañ reuz goude, a ra e bep gwellañ da chom hep teuler pled ouzh ali an implijerien all ha n'en deus ket aon rak embann traoù faos diwar-benn ar pezh a ra ar re all. --Kadwalan 20 Du 2011 da 22:28 (UTC)[respont]

N'eo ket posubl komz deus un darvoud blijus hep ne tistrofe d'an daou lamm ruz an aer-gelc'h stegn a vez abaoe ur pennadig amzer !! --Y-M D (kaozeal) 20 Du 2011 da 22:46 (UTC)[respont]