Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 45, bloaz 2011
07/11/2011 — 13/11/2011
kemmañ- Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha daou-ugent eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Brezhoneg en titloù
kemmañLakaet war ma fajenn gant Kadwalan: “Ar pennadoù hag o zitloù a zle bezañ skrivet e brezhoneg.” En enor dleet da furnez e gomzoù setu krouet Christmas Hymns In the Vannes dialect of Breton, dezhañ d'e vrezhonekaat. Bianchi-Bihan 8 Du 2011 da 06:03 (UTC)
Titloù all da vrezhonekaat
kemmañ- Tirant lo Blanc
- Die Leiden des jungen Werthers
- Se questo è un uomo
- Hag un toullad re all.
- Never Mind the Bollocks, Here's the Sex Pistols, savet gant ur merour koulskoude.
Pennadoù krouet en un amzer ma ne oa ket bet sklerijennet ar speredoù gant ar furnez.
- Ret eo, d'am soñj, sellout ma 'z eus bet un droidigezh e brezhoneg ha m'eo ul levr pe ur media all.
- "Christmas Hyms ...", ar pennad a ra dave d'un oberenn resis ha n'eus ket embannadur ebet all. Ret eo mirout an titl orin hag ouzhpennañ un adkas bzg>szg a servijo evit an enklaskoù.
- Evit titloù ar pladennoù e peseurt yezh ma vefent, ret eo mirout an titl orin, met n'eus ket d'ober un adkas.
- Aes eo evit "Don Kic'hote", "Makbez", "Prometheus ereet", "Manifesto ar Strollad kumunour", "Luduennig", "Alis e Bro ar Marzhoù", "Geneliezh", "Ar Vosenn skarlet", pep hini anezho troet e brezhoneg. Dereatoc'h ober gant an titl brezhonek.
- Diaesoc'h, tro oberenn Goethe ha n'eus ket troidigezh brezhonek ebet. D'am meno eo mat ober evel titl RH (adkas bzg da ditl orin). --Ch. Rogel 19 Du 2011 da 01:31 (UTC)
Titloù all da vrezhonekaat
kemmañRe verr ma skiant evit treiñ:
Hag un toullad re all. Bianchi-Bihan 8 Du 2011 da 06:13 (UTC)
- Biskoazh ne'm eus klasket kemm an hevelep titloù oberennoù abalamour ma ne oant ket e brezhoneg evel-just. Ne raen nemet menegiñ reolenn diazez hor wikipedia. --Kadwalan 13 Du 2011 da 17:01 (UTC)
Diwallit!
kemmañDiwallit pa roit hoc'h ali. Serret eo bet ma c'hont tri devezh abalamour ma'm boa diskuliet un taol enepholloueziadurel, "emzalc'h tagus" dibardon amañ :
- Ma n'eo ket vandalerezh ha distruj danvez holloueziadurel n'ouzon ket petra eo : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Marie_Friederike_Prusia&action=historysubmit&diff=1094986&oldid=1094970. Emabsolvet raktal natürlich.
- Klask kuzhat ar wirionez amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Marie_Friederike_Prusia&diff=1095012&oldid=1094991. Diskleriañ ar wirionez zo "emzalc'h tagus adarre". Brav eo ar spered holloueziadurel!
- N'eus nemet an emzalc'h enepholloueziadurel hag a vez digastiz hag emabsolvet er wiki-mañ.
Bianchi-Bihan 8 Du 2011 da 15:14 (UTC)
- Serret eo bet da gont abalamour da'z emzalc'h tagus (komzoù dizereat) hag estroc'h evit an dra-se a oa. Hag evel just e vez diverket an tagadennoù. --Kadwalan 13 Du 2011 da 17:11 (UTC)
- N'eo ket diaes d'ur merour serriñ ur gont evel-just. Amañ eo trawalc'h lavarout ur ger a zisplij d'an Aotrouniezh evit bezañ mouget. Hep arguzenn ebet: neuze e ran ar goulennoù-mañ:
- Pelec'h emañ an emzalc'h tagus? Petra zo tagus e-barzh?
- Petra 'soñj ar verourien neptu eus barnadennoù Kadwalan a serr ma c'hont ti devezh bep sizhun abaoe ur pennad?
- Pelec'h emañ an tagadennoù? Fedoù gwir int pe n'int ket?
Bianchi-Bihan 13 Du 2011 da 17:42 (UTC)
- Displeget int war da bajenn kaozeaden.--Kadwalan 13 Du 2011 da 17:47 (UTC)
- Setu pezh a welan: difennet diskouez pelec'h e vez graet an distruj gant ar merour, freuzadennoù meneget amañ uheloc'h. Pell emaomp diouzh an neptuegezh dleet d'ur merour.
- Ma vije neptu ar merour e toujfe ouzh reolenn ar wikipedia, diskouezet splann gant ur merour all, hep mont da glask laou e labour ar re all. Bianchi-Bihan 13 Du 2011 da 17:54 (UTC)
Dizalamanekaat anvioù tud alamanek: vandalerezh!
kemmañMa fell d'ar merour Kadwallan lakaat anv an dud (Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg, ha kant bennak all) en ur yezh bennak all n'en deus ket aotre da dennañ anv gwir an itron en he yezh, hag a zo meneget er pennad diwar he fenn e pep wikipedia : kement-se zo lemel danvez holloueziadurel, ha neuze vandalerezh, hag a rank bezañ barnet evel ma tere. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 03:09 (UTC)
- Pebezh latenn memes tra! Te an hini en deus tapet ar boaz da lakaat anvioù bro en alamaneg hag e yezhoù all en titloù hag e kredez rebech ouzh ar re all o skrivañ e yezhoù all p'o lakaont e brezhoneg ! Evit a sell an anv gwir ez eo moarvat an anv alamanek a fell da Vianchi-Biahan lâret ? Tennañ "von" n'eo ket distruj danvez met skrivañ an anv pennad en destenn evel en titl. A-hervez e vefe un torfed bras. Ma kav da unan e ranker kaout an anv en alamaneg ivez (gant "von ouzhpenn hepken), ra skrivo anezhañ ouzhpenn ha mat pell zo. Droukprezeg ha droukprezeg atav ha chom a raio un dra bennak. Setu ar strategiezh moarvat. --Kadwalan 13 Du 2011 da 17:45 (UTC)
- Da vrezhoneg-te n'eo ket ma hini-me, sklaer evel lagad an naer, evel ma tiskouez da gaoz war ar yezhadur en deiz all, ha dereatoc'h e vije, a gredan, chom hep reiñ kentel ebet diwar-benn an treiñ.
- Pa dennez "von" eus un anv alamanek ha pa glaskez reiñ da grediñ eo alamanek c'hoazh,
- pa lakaez Prusia e-lec'h Preussen hag e klaskez adarre reiñ da grediñ eo alamaneg, ez eus ouzhpenn un draen en amann.
- Ma fell dit lakaat an anvioù ijinet ganit er pennadoù savet ganin, gra, n'eo ket din da zivinout da faltaziennoù. Met ma tistrujez an anvioù alamanek gwirion a lakan er pennadoù neuze ne rez nemet vandalerezh, ha goulenn a ran ar c'hastiz a zere ouzh seurt oberoù, pa oarez te serriñ ur gont tri devezh evit ur pik a-dreuz gant da neptuegezh voas.
- Da vrezhoneg-te n'eo ket ma hini-me, sklaer evel lagad an naer, evel ma tiskouez da gaoz war ar yezhadur en deiz all, ha dereatoc'h e vije, a gredan, chom hep reiñ kentel ebet diwar-benn an treiñ.
A-hend-all, ar pebezh latenn n'eo ket un dagadenn evel just, evel ma ne oa ket ivez brezel kornichon an deiz all. Emabsolvet kenkent natürlich. Bianchi-Bihan 13 Du 2011 da 18:11 (UTC)
- Ne welan ket e vefe kunujennus ar ger latenn. Gallout a reer gwelet ar "pikoù" ar venegez ez pajenn kaozeadenn. Diskouez din e pelec'h e tiverkan anvioù alamanek mar plij ganit.--Kadwalan 13 Du 2011 da 18:37 (UTC)
Sklaer eo ar reolenn
kemmañHervez ar reolenn c'hendiviz reolata ne c'haller ket brezhonekaat an anvioù alamanek. Ma n'eo ket ali ar merour eo ar reolenn er wiki-mañ e rank Kadwalan adlakaat en e stumm orin al labour am boa graet hag a zo bet distrujet gantañ. Ha bezañ kastizet goude e vandalerezh. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 09:21 (UTC) Gwelomp peseurt kastiz a vo roet goude terriñ ar reolenn e-pad sizhunioù. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 09:28 (UTC)
- Sklaer eo evidout ? Evidon n’eo ket : Xun Zi zo « ur furm testeniekaet stank e brezhoneg » ? Ret vo cheñch da 荀子 ??
- Peseurt anv zo merc’h Frañsez II (Breizh) : Anna Breizh, Anna Vreizh, Anna (Breizh) ?
- Perak e oa ur brezel bras evit Maria Portugal/Maria de Portugal ? Peogwir n’eo ket sklaer ar reolenn war a seblant.
- Cdlt, VIGNERON 9 Du 2011 da 10:28 (UTC)
- Sklaer eo e oa ret enebiñ ouzh Kadwalan abalamour d'ar reolenn. Sklaer n'eus ket bet ur merour oc'h obe e labour. Sklaer eo e kavo lod digarezioù e-leizh pa garint. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 12:10 (UTC)
- Sklaer ar reolenn ya : Chom hep brezhonekaat an anvioù familh met ken sklaer all eo ivez n'eus ket anv eus an anvioù bro er reolenn. Evit an anvioù broioù e talvez ar reolenn gentañ. Ret eo o skrivañ e brezhoneg pa vez tu. Asantet az teus da-unan en davarn n'eus ket pell zo e oa fur brezhonekaat an anvioù bro estren, p'o devez un anv brezhonek, dreist-holl pa vez graet er yezhoù all. Gwelet amañ. Met disoñjet e oa ganit moarvat. Hag abalamour da se e enebez ouzhin, evel ma skrivez a-us, pa glaskan kempenn hervez ar reolennoù an titloù savet ganit abaoe sizhunvezhioù ? Hag abalamour da se ivez e komzez eus vandalerezh hag a gastizoù? Poent echuiñ gant ar farsadenn fall-se--Kadwalan 13 Du 2011 da 18:11 (UTC)
- Un ali personel dedennus, e-kichen re all. Met kontrol d'ar reolenn db an anvioù-tud. A-hend-all out pedet da chom hep distresañ ar pezh a skrivan. Bianchi-Bihan 13 Du 2011 da 18:18 (UTC)
- Kavout a ra din ez eo sklaer ar reolenn, ha lavaret hag adlavaret eo bet gant reoù all estregedon. Ne dalvez ket ar reolenn 1 evit an anvioù titloù, duged, pibien... a zo ur poent all. Evit gouzout hag-eñ e tegouezh ar reolenn e c'haller bepred sellet ouzh ar wikioù all, ha gwelet (evel ma'm boa diskouezet evit Zita n'onn piv) e veze lakaet an titl da zegouezhout gant doare pep yezh. Mar bez ur "von" bennak en alamaneg, ha ma n'eus ket e saozneg, galleg, norvegianeg, ha kement 'zo, n'eus ket da gaout anezhañ e titl ar pennad brezhoneg.--Trec'hlid mitonet 13 Du 2011 da 19:40 (UTC)
- Evel se em eus graet. Ne'm eus ket kemmet Wolfram von Eschenbach da skouer, abalamour ma ne vez ket troet er yezhoù all. --Kadwalan 13 Du 2011 da 23:15 (UTC)
- Kavout a ra din ez eo sklaer ar reolenn, ha lavaret hag adlavaret eo bet gant reoù all estregedon. Ne dalvez ket ar reolenn 1 evit an anvioù titloù, duged, pibien... a zo ur poent all. Evit gouzout hag-eñ e tegouezh ar reolenn e c'haller bepred sellet ouzh ar wikioù all, ha gwelet (evel ma'm boa diskouezet evit Zita n'onn piv) e veze lakaet an titl da zegouezhout gant doare pep yezh. Mar bez ur "von" bennak en alamaneg, ha ma n'eus ket e saozneg, galleg, norvegianeg, ha kement 'zo, n'eus ket da gaout anezhañ e titl ar pennad brezhoneg.--Trec'hlid mitonet 13 Du 2011 da 19:40 (UTC)
- Un ali personel dedennus, e-kichen re all. Met kontrol d'ar reolenn db an anvioù-tud. A-hend-all out pedet da chom hep distresañ ar pezh a skrivan. Bianchi-Bihan 13 Du 2011 da 18:18 (UTC)
Petra eo ar reolenn? Petra eo un anv gwir?
kemmañ- Emaomp amañ gant anvioù roueed, duged, tierned... da lavaret eo ez eo ar reolenn 2 a zegouezh kentoc'h. Trawalc'h eo sellet ouzh ar wikioù all evit merzout kement-se, hag e vez troet an anvioù ha titloù.
- Perak mont da skrivañ traoù evel « Zita von Österreich (en alamaneg) » [1] pa ra an alamaneg gant Zita von Bourbon-Parma.
- Perak mont da skrivañ traoù evel «Zita Maria delle Grazie Adelgonda Micaela Raffaela Gabriella Giuseppina Antonia Luisa Agnese di Borbone-Parma hec'h anv italianek gwir en e hed». Petra eo un anv gwir? Marie-Angèle Duval a zo un anv gwir neuze, evel Louis-Paul Nemo, e-skoaz ar re all a vije faos eta.--Trec'hlid mitonet 9 Du 2011 da 10:16 (UTC)
- Arabat meskañ n'eus forzh petra. Ma fell d'an dud klask reolennoù ar wiki-mañ er wikioù all (ha teurel d'ar blotoù ar reolennoù votet amañ) e c'hallont lenn pennadoù ar wikioù all neuze gant daoulagad dibikous: an anv en e hed a vez roet peurvuiañ e pep wikipedia, ha reizh eo kavout an anv gwir ofisiel, e-touez ar re all pa vez meur a anv: en un holloueziadur emaomp ha n'eo ket en ur park-c'hoari. Hag an deiz ma vo lakaet anv ofisiel Anjela Duval ouzhpenn er pennad ne vin ket klañv. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 10:33 (UTC)
- An anv Zita_von_Österreich n'eo ket ijinet, n'eus nemet heuliañ al liamm da welout. Met peogwir ne oa ket an anv implijetañ (war a hañval) eo bet kemmet ganin ha lakaet hervez ar reolenn 1.
- Petra eo an anv gwir? N'eo ket diaes: un anv ha n'eo ket faos, evel ar re ijinet gant merourien zo. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 10:33 (UTC)
- A-du on gant Trec'hlid mitonet. Evidon « anv gwir » ne sinifi netra. Bez ez eus « anv orin » marteze, « anv ofisiel » sur-awalc’h, « anv implijet » ha «anv-pluenn » evel-just met n’eus ket traoù evel « anv gwir ». N’eus forzh penoas e-barzh ar reolenn, n’eo ket komzet d’eus « anv gwir ». Marie-Angèle Duval n’eo ket un anv faos, gwir anv eo neuze ?
- de:Zita von Österreich zo un adkas betek de:Zita von Bourbon-Parma. Hervez m’eus krompennet ar reolenn e vije gwelloc’h : Zita (Aostria). Ha evit Maria Antonia Josepha Johanna : petra zo e yezh ? petra zo e bro ? Ouzhpenn-se perak zo Marie-Antoinette Bro-C'hall pa zo Loeiz XVI (Bro-C'hall) ? N’eo memes reolenn evit plac’h ha paotr ?
- A galon, VIGNERON 9 Du 2011 da 10:47 (UTC)
- Mar dalc'her war gaoz Zita-se, bet lakaet Zita di Borbone-Parma da bennditl dezhañ, petra 'weler gant ar yezhoù all? bg:Зита Бурбон-Пармска, bs:Zita od Burbon-Parme, ca:Zita de Borbó-Parma, cs:Zita Bourbonsko-Parmská, da:Zita (kejserinde af Østrig), de:Zita von Bourbon-Parma, el:Ζίτα των Βουρβόνων της Πάρμας, en:Zita of Bourbon-Parma, eo:Zita de Bourbon-Parma, es:Zita de Borbón-Parma, et:Zita (Austria-Ungari), fi:Zita von Bourbon-Parma, fr:Zita de Bourbon-Parme, hr:Zita od Bourbon-Parme, hu:Zita magyar királyné, it:Zita di Borbone-Parma, ja:ツィタ・フォン・ブルボン=パルマ, ko:부르봉파르마의 치타, nl:Zita van Bourbon-Parma, no:Zita av Bourbon-Parma, pl:Zyta Burbon-Parmeńska, pt:Zita de Bourbon-Parma, ro:Zita de Bourbon-Parma, ru:Зита Бурбон-Пармская, sk:Zita Bourbonsko-Parmská, sv:Zita av Bourbon-Parma, th:เจ้าหญิงซีต้าแห่งบูร์บอง-ปาร์มา. Da lavaret eo, pep yezh he deus lakaet an titl en he doare (war-bouez ar finneg a seblant bezañ adkemeret ar stumm alamanek, met n'anavezan ket ar yezh-se), ha hini ebet n'he deus kemeret an italianeg (war-bouez an italianeg evel-just). N'eus abeg ebet eta da zilenn ar stumm-se amañ. (Ar poent 1 roet meneget uheloc'h a dalveze evit an anvioù divoutin, evel Johann Sebastian Bach pe Karl Marx (ha neket "Yann Sebastian Bac'h", "Karl Marks", h.a.--Trec'hlid mitonet 9 Du 2011 da 20:15 (UTC)
- Lenn a ran :« anv gwir » ne sinifi netra. Ha vandalerezh graet gant ur merour ne sinifi netra ivez, evel a welan. Gant se, peadra zo da gaout aon.
- N'eo ket echu ar pennadoù, ha hervez reolennoù wikipedia ne vezont morse. Ma ne blij ket stumm pe stumm da zen pe zen e c'haller kaozeal eus se etre kenlabourerien ha tud par, ha n'eo ket gant gourdrouz an aotrouniezh evel en deizioù tremen. Zita Bourbon-Parma a gavfen dereat, met hervez ar reolennoù e tlefe bezañ Borbone-Parma. Ur pennad Borbone-Parma a vije marteze da sevel a-raok. Bianchi-Bihan 10 Du 2011 da 09:33 (UTC)
Magalhães ha Borbone-Parma
kemmañD'am soñj eo splann ar reolenn votet, Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud, hag ur skouer ken splann all a zo meneget enni, hini Fernão de Magalhães : ret mirout an anvioù er yezh orin, ne vern petra a vez graet er wikioù er yezhoù all, hag a ra gant Magellan ha Bourbon, neuze Borbone-Parma... ha pa vo kemmet ar reolenn e vo lakaet Magellan ha Bourbon-Parm. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2011 da 22:08 (UTC)
Ali a-wechoù, ali ebet a-wechoù all
kemmañFentus eo, abaoe m'eo adkavaet ar reolenn e teu en-dro ar verourien, hag e krogont da gaozeal. Pa oa Kadwalan o lakaat mesk em labour, o kemmañ a-hed hag a-dreuz en desped d'ar skiant vat zoken, o serriñ ma c'hont abalamour d'ur pik a-dreuz, ger ebet. Pa grouan ur pennad, diechu ha pell a vezañ disi eta, e tegouezh ar burzhud hag e komz ar re vut!
Ma, e-lec'h spazhañ laou db anvioù gwir hag all, ne vije ket fall soñjal adlakaat un tamm hollouiziegezh e-lec'h ma veze skubet kuit, hag ober er pennadoù gant an anvioù e div yezh da vihanañ, pa gomzer eus priñsezed dimezet: an anv e yezh o bro orin hag an anv e yezh o bro nevez, evel a vez graet er wikioù all... met se, pe ne veze ket gwelet gant Kadwalan pe e veze distaolet bep tro.
Ha den ne lavare tra. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 11:05 (UTC)
Piv zo mestr 'ba'n ti-mañ ?
kemmañSalud deoc'h tudoù,
Setu meur a vizh e lennan traoù ker souezhus an eil hag egile pa zeu din da lakat ma fri en davarn-mañ. Ha pa skrivan souezhus e rankjen ober gant an anv-gwan kasaus kentoc'h...
Ha dre mard on ur bugel nevez-c'hanet e-keñver istor ar Wikipedia brezhonek e plijfe kalz din goût piv eo merourien al lec'h, DA VAT.
Da c'hortoz,
A galon. Implijer:Prieladkozh
- N'ouzon ket hag-eñ e respontan da'z koulenn, met amañ e kavi roll ar verourien [2]. Met evel ma weli amañ ez eus darn ne reont ket a van ken, ha ne chom nemet 5 pe 6 ouzh ar stern [3].--Trec'hlid mitonet 18 Du 2011 da 12:19 (UTC)
Bezit trugarekaet dre m'ho peus respontet din en un doare ken eeun ha klok. Bet on o vale un tammig evit kompren piv e oa ar verourien dre vras ha petra a veze goulennet evit bezañ laket - dilennet kentoc'h - da verour. An diouer a dud a-youl-vat a zisplegfe e vefe unan en o zouez hag a skriv "An den-mañ gompren nebeut brezhoneg anezhañ, pe neuze gant kalz a boan" ? N'em eus ket c'hoant da glask laou e-lec'h n'eus ket e mod ebet, met n'eo ket un tammig souezhus memestra ?! A galon.--Prieladkozh 20 Du 2011 da 12:17 (UTC)
- Un nebeut munutennoù a gemerin evit respont deoc'h dre ma 'z on plijet bras o welout ac'hanoc'h o klask kompren ar pezh a c'hoarvez amañ.
- Gwir eo e vez muioc'h evit ur merour ez ofisiel e Wikipedia, met evit abeg-mañ abeg ne vez ket oberiant lod anezho ken. Ez personel e talc'han da heuliañ a vras ar pezh a c'hoarvez amañ met ne c'hellan ket ober kalz muioc'h ken evit ar mare en abeg d'an diouer a amzer a vez ganin. Klask a ran memestra kemer perzh pa vez ezhomm bras pe pa vez un tammig amzer ganin. Evit an afer a gomzit outi ez on me ivez hegaset o welet un istor o kenderc'hel a-hed an amzer ha spi bras am eus eo sioulaet an traoù bremañ. Evel meneget a-us ganin n'am eus ket trawalc'h a amzer setu em eus kavet gwelloc'h chom hep ranañ grik ebet dre ma ne c'hellan ket heuliañ an afer dre ar munudoù. Kalon deoc'h eta en ho kenlabour e Wikipedia. --Y-M D (kaozeal) 19 Du 2011 da 22:15 (UTC)
A-du ganeoc'h penn-da-benn ! Ra zistroy sioulder sof-kont en holl bennoù, ra vo gouzañvus an holl re a vez un tamm galloud ganto. Truezus eo gwelet seurt sachoù-blev etre tud hag a vefe ret dezho bountañ ar c'harr gant ar memes hent, sañset... Trugarez vras deoc'h evit ho kennerzhioù.--Prieladkozh 20 Du 2011 da 12:17 (UTC)
- Arabat boueta ar roñfl. Prieladkozh zo ur Vargodenn (pe ur fri-faos) da Vianchi-Bihan e-touez un dousennad re all. --Ben Herzog 20 Du 2011 da 06:09 (UTC)
- Tagadenn disol. Goulenn a ran ur c'hastiz a feson evit se. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 08:50 (UTC)
- Arabat boueta ar roñfl. Prieladkozh zo ur Vargodenn (pe ur fri-faos) da Vianchi-Bihan e-touez un dousennad re all. --Ben Herzog 20 Du 2011 da 06:09 (UTC)
Sed aze ar seurt skridoù a ro c'hoant da stlepel ar billig war-lerc'h an trebez, da vat ! N'em eus ket ezhomm da zougen ur fri-faos evit skrivañ hardizh ha didro amañ ! Ha n'on ket margodenn da zen ebet ivez ! Ne c'houlennan kastiz ebet, digarezioù ne lâran ket... Gant ar vezh !--Prieladkozh 20 Du 2011 da 12:17 (UTC)
- Neuze omp daou o c'houlenn digant an aotrou Herzog en em zigareziñ. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 08:53 (UTC)
- Faziet e vefen bet eta, met ne oa ket disol. Hegaset gant ar rendaeloù difin a vez renet gant an Aotrou Bihan hon laka da goll nerzh hag amzer em boa soñjet e oa poent chom a-sav gant homañ. Mard on faziet o soñjal e oa al lesanv "Prieladkozh" ur vargodenn da Vianchi-Bihan e c'houlennan gant Prieladkozh bezañ digarezet. Setu amañ penaos e oan bet touellet :
- Bewezh ma oa deuet Prieladkozh d'an davarn da gaozeal e oa diwar-benn ar c'haozeadennoù taer en-dro da Vianchi-Bihan aze hag amañ. :ya, ha neuze, pelec'h emañ an dalc'h !? N'em eus ket ezhomm da vezañ bountet evit bezañ heuget gant emzalc'hioù 'zo amañ--Prieladkozh 9 Kzu 2011 da 19:25 (UTC)
- Memes doare da voueta ar pennadoù a zo ganto o-daou : enrollañ ur bern degasadennoù bihan diouzh renk e-lec'h implijout ar bouton "rakwelet" hag enrollañ pa vez prest hag echu al labour (koustus eo an doare-se da ober evit ar Wiki). :Ha kalz eeunoc'h ar respont dre ma teskan tamm-ha-tamm ober gant ar benveg-mañ ; arabat klask laou e-lec'h ma n'eus ket memestra ! Ur gwir gleñved e teu da vezañ a-benn ar fin--Prieladkozh 9 Kzu 2011 da 19:25 (UTC)
- Ouzhpenn ar memes doare da labourat emañ ivez ar memes seurt pennadoù a vez pleustret ganto er Wikeriadur (dibennoù-ger/lostgerioù) :Ha n'eus ket mezh warnon dre ma voen degemeret mat gant Bianchi-Bihan ha Y-M D ma'm eus soñj mat ; ha n'oan ket bet na skoazellet nag aliet gant den ebet all, tudoù !--Prieladkozh 9 Kzu 2011 da 19:25 (UTC)
- Kustum eo Bianchi-Bihan da implijout meur a lesanv e meur a lec'hienn (setu amañ evit ar wikipedia brezhonek : [4]
- Gouest eo ivez da implijout e lesanvioù evit reiñ muioc'h a bouez d'e savpoent, setu amañ ur skouer :
- Savet e oa bet ur pennad "Gwilen" gant Ch. Rogel d'ar 25 Gouere 2005 ha nebeut goude e voe savet ur pennad all, "Gwilun", gant Shelley Konk (ur vargodenn da Vianch-Bihan). Er bajenn Kaozeal:Gwilun e teu Bianchi-Bihan, alias Kergidu, alias Shelley Konk da arguziñ a-du gant ar stumm "Gwilun" a-enep da veur a hini a-du gant ar stumm "Gwilen". Aet ar maout gant Bianchi-Bihan a-drugarez d'an dro-gamm-se.
- --Ben Herzog 4 Kzu 2011 da 09:00 (UTC)
- Faziet e vefen bet eta, met ne oa ket disol. Hegaset gant ar rendaeloù difin a vez renet gant an Aotrou Bihan hon laka da goll nerzh hag amzer em boa soñjet e oa poent chom a-sav gant homañ. Mard on faziet o soñjal e oa al lesanv "Prieladkozh" ur vargodenn da Vianchi-Bihan e c'houlennan gant Prieladkozh bezañ digarezet. Setu amañ penaos e oan bet touellet :
Tu zo da wiriañ ar chomlec'hioù IP ma vez goulennet sklaer gant unan eus ouzhoc'h.--Gwendal 9 Kzu 2011 da 19:45 (UTC)
Gaou
kemmañ- Pa fazier e fazier, ha pezh n'eo ket gwir zo gaou. Ha pa vez gaou e vez gaouiad.
- Pa lavar Kustum eo Bianchi-Bihan da implijout meur a lesanv e meur a lec'hienn (er-maez eus wikipedia eta) ne veneg hini ebet ha n'eo ket gouest, evel-just, da zegas prouenn ebet ... Ha pa c'hallje ober, ne vije ket afer wikipedia. Ne zegas hini ebet bepred nemet hini e gasoni hag e c'hoant da zroukprezeg, ha da noazout. Ma vije ur merour neptu war-dro e vije goulennet digantañ raktal tennañ e dagadenn disol nevez. Nevez? Just a-walc'h em eus soñj mat bezañ lennet ar memes tagadenn disol 5 pe 6 vloaz zo, diwar zorn ur merour amañ. Souezhus, neketa? Neuze on techet da soñjal n'eo Ben Herzog nemet un adverour kuzh, pe un diskibl feal dezhañ.
- Hervez a ouzer n'eo erruet Herzog amañ nemet er bloaz-mañ. Ambrouget eo bet e milendall ar wiki gant ur mestr war an droukprezeg eta. Pegen chañsus!
- Pa lennan ar rendaeloù difin ... hon laka da goll nerzh hag amzer e welan eo dezhañ e plij koll amzer, n'eo ket o sevel pennadoù, met o voueta gwashoc'h eget ur rendael, oc'h adskrivañ ar gentel roet gant ur c'hentelier neptu...
- Gouzout a oar an Herzog an tu da sioulaat an traoù. Bremañ e oar ar re a savfe a du ganin gwech pe wech e vo rebechet oute gantañ da viken, ha gant e alter ego, evel ma teu da rebech ouzhin kement kammed graet a-dreuz ganin ouzhpenn 6vloaz zo, 6 vloaz a-raok ma oa erruet amañ: chañs din ma n'on ket bet fichennet abaoe ar skol-vamm. C'hoari o Big Brother a blij da lod amañ, ha ne vezont ket nec'het o koll amzer gant seurt enklaskoù ... e-lec'h krouiñ pennadoù (pet pennad gantañ?). Da bep hini e zoare da gemer perzh er wikipedia.
- Ouzhpenn-se e taolan evezh ne fell ket dezhañ en em zigareziñ em c'heñver, hervez ar boaz staliet amañ abaoe brezel ar c'hornichon! Kement ha dibab skouerioù, dibab ar re vat! Gant tud zo ne vezit ket istimet diouzh ho labour, diouzh niver ar pennadoù savet pe bouetet, diouzh an amzer tremenet o poaniañ: ret eo bezañ a-du gant ar re o deus galloud (un dra bennak zo da c'hounid?), plegañ dezho didrouz, ha lavarout "amen" dezho pa deurvezont hoc'h aotren da gaozeal. Bianchi-Bihan 4 Kzu 2011 da 09:27 (UTC)
- Lavaret ar pezh a greder, n'eo ket bezañ gaouiat.
- Ya, meur a lesanv e meur a lec'hienn. Ouzhpenn ar wikipedia vrezhonek e kaver roudoù eus lesanvioù Bianchi-Bihan er wikipedia c'hallek hag er wikeriadur brezhonek. Dre druez outañ ne ziskuilhin ket amañ un nebeud lesanvioù all dezhañ war ul lec'hienn all er-maez eus re ar wiki, nemet ha derc'hel a rafe da ober ur gaouiad ac'hanon. Ma 'n dije lezet ur chomlec'h postel em bije kaset an titouroù-se dezhañ en ur gemennadenn brevez.
- (randonerezh)
- (randonerezh)
- (randonerezh)
- Goulenn a ran gant Bianchi-Bihan bezañ digarezet mard on faziet rak peadra oa da soñjal e oa un dro-gamm ouzhpenn eus e berzh evel ma 'm eus displeget uheloc'h.
- --Ben Herzog 8 Kzu 2011 da 17:10 (UTC)
Digarezet
kemmañ- Taolet em eus evezh ouzh ar goulenn bezañ digarezet. Evel-just, ma vije bet goulet abretoc'h, e vije bet gounezet amzer.
- Evit a sell ouzh implij ar wikipedia da ober gwallvrud da hini pe hini ez eus reolennoù fraezh: wikipedia:tagadennoù personel ha wikipedia: politikerezh stankañ. Evel kustum e hasto ar verourien d'ober war-dro. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2011 da 21:50 (UTC)
Displegañ
kemmañLenn a raen uheloc'h: Memes doare da voueta ar pennadoù a zo ganto o-daou : enrollañ ur bern degasadennoù bihan diouzh renk e-lec'h implijout ar bouton "rakwelet" hag enrollañ pa vez prest hag echu al labour (koustus eo an doare-se da ober evit ar Wiki).
- Meur a hini a ra kemend-all, amañ hag e wikioù all, ha koulskoude eo skañvik an arguzenn, Watson, evit lavarout eo ar memes tud.
- Brav eo tamall d'al labourerien dispign gwenneien ar wiki! Evit brezhoneg ouzhpenn! Gwall nec'het Herzog gant espern ar wiki, marteze en deus kargoù uhel er wikipedia (dianav dimp) ha keleier a-berzh ar pennoù bras, manet kuzh ouzhimp betek-hen. Neuze 'ta emañ o vont da zisplegañ an afer amañ a feson, dimp da vezañ kelaouet gwelloc'h gantañ, rak un tamm berr e kavan e zisplegadenn uheloc'h. Goude, evel-just, e roimp dezhañ holl anvioù an dud dizouj ouzh gwenneien ar wiki, dezhañ d'o barn ha d'o c'hondaoniñ evel ma tere. Bianchi-Bihan 4 Kzu 2011 da 10:31 (UTC)
- Sell aze. --Ben Herzog 8 Kzu 2011 da 17:10 (UTC)
- Ar ger sell ne brou netra. Pa vez kaozioù toull gant an Ankou e chomont toull: randonerezh, eme tud zo. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2011 da 19:15 (UTC)