Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 48 bloaz 2009

23/11/2009 — 29/11/2009

skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kompren kemmañ

Taol ur sell (Borso d'Este‎) ha lavar din ha mat eo evel-se. --Ex-Smith 26 Du 2009 da 18:40 (UTC)[respont]
'c'han d'o'r. Met p'lec'h 'vez gwelet ar boestoù-se 'ta 'vit o reizhañ?Bianchi-Bihan 26 Du 2009 da 18:45 (UTC)[respont]
Gwellaet eo, met gwellaat a c'haller c'hoazh. Bianchi-Bihan 26 Du 2009 da 18:50 (UTC)[respont]
Petra zo da cheñch? An deiziadoù dindan an anv e-kreiz?--Ex-Smith 26 Du 2009 da 19:00 (UTC)[respont]

Treiñ m.p. kemmañ

No. 2 Australian Casualty Clearing Station er pennad Ath. trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 26 Du 2009 da 19:41 (UTC)[respont]

Post(lec'h) diskargañ an dud gloazet? Da welout gant Neal. A galon. --Ex-Smith 26 Du 2009 da 20:03 (UTC)[respont]
Petra a vez graet eno? Ma komprenan mat clearing, eo kas kuit an dud, dibab anezho da c'houzout da belec'h e vint kaset (d'ar vered pe d'an ospital moarvat). Postlec'h (lakaomp) Degemer (pe Dibab) ar C'hloazidi. Petra zo aostralian? An degemer kentoc'h evit ar c'hloazidi moarvat. Bianchi-Bihan 28 Du 2009 da 04:10 (UTC)[respont]

Gengis Khan kemmañ

Attila kemmañ

Trugarekaetem eus anezhañ: *http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Khan e-kerzh e abadenn freuzañ. Bamet e vezan gant aket ar re ac'h a da freuziñ labour ar re all mann nemet evit ar blijadur. Yec'hed d'ar freuzerien a anavez al labour graet. Bianchi-Bihan 28 Du 2009 da 11:21 (UTC)[respont]

Un dra bennak a-dreuz zo gant ar bajenn-se. Piv a c'hallfe sikour da gempenn an traoù ? --Llydawr 28 Du 2009 da 11:12 (UTC)[respont]

Y-M en deus graet se mat-tre en deiz all er pennadoù Rio, hag all. Bianchi-Bihan 28 Du 2009 da 11:23 (UTC)[respont]
Goude sellout, chomet traoù a-dreuz er pennadoù Rio ha Rio Grande gant Arc'hantina, Spagn ha Mec'hiko. Bianchi-Bihan 28 Du 2009 da 11:28 (UTC)[respont]
Chañs o peus emaon o paouez erruout. Raktreset am boa ober war-dro pennadoù all, met ober a rin war-dro ar re-se da gentañ neuze. --Y-M D 28 Du 2009 da 11:35 (UTC)[respont]
An holl 'zo bet kempennet bremañ. Ma kavoc'h traoù all goulennit ganin. Gant plijadur --Y-M D 28 Du 2009 da 11:59 (UTC)[respont]
Labour vat, trugarekaat. Estreget labour-noz Gengis Khan hag ar bleizi a weler en hon wiki-ni Bianchi-Bihan 28 Du 2009 da 12:27 (UTC)[respont]

Ur gudenn hollek kemmañ

An holl batromoù infobox a za a-dreuz. N'ouzon ket perak. Hag unan ac'hanoc'h a vefe bet o kemm un dra bennak ? Un displegadenn a vefe gant unan bennak ? Pouezus-tre eo. --Y-M D 28 Du 2009 da 17:06 (UTC)[respont]

Lak ul liamm da ziskouez ur skouer bennak. Er pennad Brezhoweb em eus kemmet krouadurioù, din-me e talvez bugale. --Ex-Smith 28 Du 2009 da 17:28 (UTC)[respont]
N'ouzon ket. O klask 'on lakaat un tamm urzh war dachenn ar patromoù - an darn varasñ anezhe manet dirummad penn-da-benn. Neal (Kaozeal) 28 Du 2009 da 18:12 (UTC)[respont]
Setu amañ da heul un nebeut skouerioù : Patrom:Infobox Sonerezh (arzour) (sellit ar skouerioù izeloc'h er bajenn), Patrom:Infobox Album v2, ar patrom war ar bajenn Unvaniezh Demokratel Breizh... Ur bern skouerioù all a zo. Bet on da wiriañ war pajennoù ar patromoù ha n'eo ket du-se ar gudenn. --Y-M D 28 Du 2009 da 18:43 (UTC)[respont]

Patromoù kemmañ

Sed amañ patromoù a-dreuz:

N'eo ket ar patromoù hag a zo a-dreuz, met an doare ma teuont war-wel pa implijer anezhe e-diabarzh titl ur rannbennad war a welan. N'ouzon ket re perak e gwirionez. Neal (Kaozeal) 28 Du 2009 da 19:04 (UTC)[respont]
Me oar diskoulmañ ar gudenn. Liammet eo gant an aozañ er patromoù memestra. Ma gavoc'h kudennoù evel-se all goulennit ganin, me 'zo arbenik bremañ --Y-M D 28 Du 2009 da 19:11 (UTC)[respont]
Ezhomm am befe sikour evit sevel ar patromoù a vank er bajenn Lammoù-dour ar bed. Ma fell deoc'h sikour kemerit harp war patrom:Kanada. --Y-M D 28 Du 2009 da 19:29 (UTC)[respont]
A c'haller kompren. Graet em eus war-dro 4 froviñs eus an Izelvroioù, emaon o vont d'ober un troc'h. --Ex-Smith 28 Du 2009 da 19:33 (UTC)[respont]

Mat eo kavet 'm eus ar gudenn ha reizhet eo bet gant Fulup. Er patrom:! e oa ar gudenn, ur fazi dievezh e oa. Neal en doa lakaet re bell an <noinclude>.
Ret eo e vefe staget an <noinclude> d'an destenn a-raok. Ret eo d'an holl diwall. Se 'zo ivez penn kaoz d'ar c'hudennoù gant patromoù ar bannieloù am eus ranket reizhañ e-pad eurvezhioù. A galon --Y-M D 29 Du 2009 da 15:50 (UTC)[respont]

Kavet em eus iskis kavout ar ger "areg" e plas "yezh" (stlennegel). Ne gavan ar ger "areg" e geriadur ebet zoken. Kavout a ran poellekoc'h ober evel er yezhoù all hag implij ur ger eus ar vuhez pemdeziek.
Ouzhpenn da-se ez eo implijet er pennad-mañ hag e tost holl ar pennadoù diwar-benn an urzhiataerezh ur c'heriaoueg luziet a vefe tu da simplaat a galz. --Belvar 29 Du 2009 da 09:53 (UTC)[respont]

Un dra eo anv ar pennad, un dra all pezh zo e-barzh. Piv a zo gouest d'e lenn? War a seblant n'eo ket graet ar pennad evit bout komprenet met evit merkañ bezañs un doare brezhonek, ijinet marteze gant an hini a skriv. Pet den a gompren? sed a garfen gout.Bianchi-Bihan 29 Du 2009 da 10:28 (UTC)[respont]
Ma gomprenan mat ar pezh a lavar Belvar eo re luziet ar bajenn ha gellout a rafemp geriaoueg kalz eeunoc'h. Me 'zo a-du gantañ. Atav e vo un tamm luziet ar pennadoù evel-se, tachenn an urzhiataerezh a zo un dachenn luziet zoken e yezhoù all. Met n'eo ket un abeg evit luziekaat an taoù muioc'h c'hoazh. --Y-M D 29 Du 2009 da 10:43 (UTC)[respont]
A-du krenn gant ar pezh zo bet lavaret, lakaet am eus an evez war anv ar pennad peogwir e ziskouez mat ar c'heriaoueg tort a zo bet implijet. Ret e vo neuze gwellaat ar rann urzhiataerezh a-benn e lakaat e brezhoneg simploc'h, evel ma lar Y-M D, luziet a-walc'h eo evel-se. --Belvar 29 Du 2009 da 12:09 (UTC)[respont]
Ma ne sav den a-enep e kinnigan neuze e vefe kemmet ha simplaet (ket forzh penaos evel-just) an traoù war an dachenn-se. --Y-M D 29 Du 2009 da 12:17 (UTC)[respont]
Ma komprenan mat ne gompren ket al lennerien a skriv uheloc'h gwelloc'h egedon. Marteze eo ur farsadenn ar ger areg ma ne oar den a belec'h e teu. N'eus ket un arouez bennak da lakaat war ar pennadoù digomprenus ?
A-hend-all e oa un tamm emglev gwechall etre an dud amañ evit sevel pennadoù a c'hall bezañ komprenet gant al lennerien. Marteze n'eo ket ali an holl. Bianchi-Bihan 29 Du 2009 da 12:41 (UTC)[respont]
Areg am eus kavet war :[1], sellout ouzh al lizherenn L. A dalvez kement hag ar saozneg machine language, ma komprenan mat. Gwir eo ne c'hall ket yaouankizoù hor bro, ha tud koshoc'h, tennañ o mad eus seurt pennadoù. --Ex-Smith 29 Du 2009 da 12:51 (UTC)[respont]
Areg ... eus arat? yezh an Ared? Ma oar ub ... Bianchi-Bihan 29 Du 2009 da 12:58 (UTC)[respont]
Tamm mennozh ebet.--Ex-Smith 29 Du 2009 da 15:49 (UTC)[respont]
A-du eo an holl evit ma 'vefe kemmet ar bajenn neuze ? --Y-M D 29 Du 2009 da 15:51 (UTC)[respont]
Gra hardizh 'ta!--Ex-Smith 29 Du 2009 da 15:57 (UTC)[respont]
A-du gant ar cheñchamant. Met "areg" n'eo ket ur ger dianav penn-da-benn. E skridoù Preder e vez kavet (Geriadur ar Stlenneg). --Llydawr 29 Du 2009 da 21:08 (UTC)[respont]
Ne soñj ket din e vefe lennet seurt skridoù gant lod brasañ ar vrezhonegerien, met marteze e fazian. --Ex-Smith 29 Du 2009 da 21:11 (UTC)[respont]

N'eo ket diposupl menegiñ er pennadoù e ra tud 'zo gant stummoù all ha reiñ ar skouerioù. --Y-M D 29 Du 2009 da 21:17 (UTC)[respont]

Petra eo anv brezhonek Chechnya ? Tchetchnia marteze ? --Y-M D 29 Du 2009 da 12:16 (UTC)[respont]

Tchetchenia, war a welan : [2] --Ex-Smith 29 Du 2009 da 12:54 (UTC)[respont]
Deuet eo ganin! Ur banne Dragon a yelo ganin, me ho ped. Bianchi-Bihan 29 Du 2009 da 12:59 (UTC)[respont]
Mat eo neuze implijet 'vo Tchetchenia. Dedennus eo al lec'hienn geobreizh.com a gavan. --Y-M D 29 Du 2009 da 13:31 (UTC)[respont]
Diwar ar ruseg Чечня (Tchetchnya). Met Нохчийчоь (Noc'htchiytcheu) e yezh ar vro... Neal (Kaozeal) 29 Du 2009 da 15:40 (UTC)[respont]