Dragon
Dragon, ger deuet eus an anv latin draco, zo un anv roet da veur a dra.
- Ul loen a faltazi, an aerouant, kemeret alies evel arouez.
- Un arouez kembreat, banniel Kembre, anvet Y Ddraig Goch "an Aerouant Ruz" e kembraeg.
- Arouez ar galloud er reter-Pellañ (Japan, Korea, Viêt Nam, Sina).
Tud
kemmañ- Wthyr Bendragon, Uthr Bendragon, Uthyr Pendraeg, anv kembraek tad ar roue Arzhur.
- Vlad II Dracul (~1390–1447), dug Valakia, lesanvet "Vlad an Dragon".
- Carmen Dragon (1914-1984), sonaozourez stadunanat.
An dragoned a oa soudarded Bro-C'hall a c'hounezas brud adalek ar XVIIvet kantved pa vezent o chaseal ar Brotestanded er Cévennes.
Awenet gant al loened pe gant ar soudarded e plij da dud zo reiñ an anv Dragoned d'o c'hleub mell-droad, basketball, rugbi hag all.
Dragoned brudet zo el lennegezh en oberennoù skiant-faltazi, pe sword & sorcery ("kleze ha sorserezh") : e Terramar, bed krouet gant Ursula K. Le Guin ; en oberennoù Anne McCaffrey, J. K. Rowling, J. R. R. Tolkien ha Jack Vance a-douez re all.
- Year of the Dragon, film sevenet gant Michael Cimino e 1985.
Sonerezh
kemmañ- The Dragon, un albom gant Vangelis
Bevoniezh
kemmañLoened
kemmañ- Draco volans, ur stlejvil a seblant nijal.
- Varanus komodoensis, pe dragon Komodo, brasañ glazard ar bed.
- Dragon ar mor zo ur pesk eus Aostralia, damheñvel ouzh ar morvarc'h, div ouenn zo anezho : Phyllopteryx taeniolatus ha Phycodurus eques.
- Ar wezenn Dracaena draco.
- Beg an dragon, lesanv div blantenn : Antirrhinum majus hag Antirrhinum barrelieri.
- Frouezhenn an dragon, lesanv ar pitaya, frouezhenn ur spesad kaktuz.
Traoù
kemmañC'hoari
kemmañ- Ar c'hoari Dungeons & Dragons krouet gant Gary Gygax ha Dave Arneson er bloavezhioù 1970.
Bagoù ha listri
kemmañMeur a vag zo anvet "dragon".
- Drakkar ("dragon" en henislandeg), unan eus listri ar Vikinged.
- Listri-brezel eus an Armada Española :
Diedoù
kemmañ- Double dragon, ur bier eus Kembre gant ar breserezh Felinoel e Llanelli.
- Ur bier graet gant Breserezh Lancelot e Breizh, awenet gant bier Kembre.
Lec'hanvadurezh
kemmañ- Dragones, kêriadenn en Arc'hantina, e departamant General José de San Martín e proviñs Salta.
- An Dragon zo ur stêr e Bro-C'hall e kornad Provins.
- Drakensberg, "Menezioù an Aerouant", zo un aradennad menezioù e Suafrika ha Lesotho.