Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/Dielloù/2006-B

2006: Miz Meurzh da viz Eost

kemmañ

An ti-chopin/Dielloù/2006-B

Rummata an ergerzherien (treukaset eus pajenn ar pennadoù da vezañ nullet)

kemmañ

Ar goulenn-mañ ne denn ket da bajennoù da nullañ met da rummadoù da adaozañ. Met n'ouzon ket pelec'h e lakaat a-hend-all. Evit an ergerzherien (meur a bennad savet ganin) ez eus bet lakaet rummadoù ha ne gavan ket aes ober ganto : e saozneg, pe e yezhoù all, e kaver rummadoù evel Portuguese explorers, Explorers of Africa, Exploration of Africa. E brezhoneg e kaver : Ergerzherien Portugal, Ergerzherien Spagn. Ha rummadoù zo evel Ergerzherezh Spagn ma kaver un isrummad Ergerzherien Spagn. Da'm soñj e vefe ret lakaat kemm etre Ergerzherien spagnol (danat, italian...) hag Ergerzherien Amerika (Afrika, ar Meurvor Habask...) (oc'h ober gant anvioù-gwan evit ar seurt kentañ ha gant renadennoù anv evit an eil). Ar rummadoù Ergerzherien Amerika, Ergerzherien Afrika a vefe da lakaat da isrummadoù e rummadoù brasoc'h Ergerzherezh Amerika, Ergerzherezh Afrika met n'eus ket ezhomm eus rummadoù evel Ergerzherezh Breizh pe Ergerzherezh Danmark (nemet e vefe anv eus the exploration of Denmark...) (s.o Vitus Bering, Vasco da Gama, Kristol Goulm...)--Llydawr 14 Meu 2006 da 21:57 (UTC)[respont]

  • A-du ganit, ur gudenn zo aze. Tu zo ober gant Ergerzherien Danat (e-lec'h Ergerzherien Danmark), evel ma kinnigez. Krouiñ ar rummad nevez hag ober ennañ gant ar rummadoù-mañ [[:Rummad:Danmark]], [[:Rummad:Tud dibar Danmark]] [[:Rummad:Ergerzherien dibar]] ha [[:Rummad:Ergerzherien dre vro]] Diverkañ a rin ar rummadoù diezhomm war-lerc'h.--Fulup 2 Ebr 2006 da 15:36 (UTC)[respont]

Rummata ar skrivagnerien

kemmañ

Dre chañs ez eus bet dibabet ober gant ar gerioù "lennegezh vrezhonek". Ne chom ken met tennañ "skrivagner brezhoneger" ha lakaat "skrivagner brezhonek".Bianchi-Bihan 10 Ebr 2006 da 10:02 (UTC)[respont]

Mirout pennadoù e brezhoneg

kemmañ

Ne gavan ket dereat bountañ saozneg e pennadoù ar wiki brezhoneg. An hini a dro n'en deus nemet ober e labour en e gorn. Gallout a ran ivez mont da gerc'hat pennadoù ruseg ha kargañ ar c'harr evel-se. Unan a ray kemend-dall gant sinaeg. Goulenn a ran ma vije difennet embann ar pennadoù-se. Da c'hortoz e kavan gwell mont da labourat war ur wiki all. Bianchi-Bihan 10 Ebr 2006 da 10:39 (UTC)[respont]

N'eo ket dre vouzhañ ez a an traoù war-raok. Kentoc'h dre an eskemm soñjoù ha dre goulenn ali an holl. Evit kuzhat al lodennoù a chom da vezañ troet en ur pennad e c'haller ober gant an arouez <! --. Evel-e e c'haller lenn ur pennad hep bezañ direnket gant ar pezh a vank. Pa vez digoret ar prenestr kemmañ e teu an destenn glok avat. N'eus nemet dilec'hiañ an arouez a-feur ma troer evit lakaat war wel al lodennoù nevez troet. Aliañ a ran an holl da lenn ar pennad diwar-benn ereadur ar wiki evit deskiñ penaos reiñ muioc'h a dres d'ar pennadoù hag implijout yezh ar wiki : Skoazell:ereadur Wikipedia --Fulup 11 Ebr 2006 da 19:03 (UTC)[respont]

Kerflipflap

kemmañ

E miz C'hwevrer eo e oa bet kaoz eus lakaat un anv all d'al lec'h-mañ.Bianchi-Bihan 21 Ebr 2006 da 16:49 (UTC) War a seblant e c'haller adlavarout ar memes tra bep miz. Bianchi-Bihan 13 Mae 2006 da 10:17 (UTC) Er miz-mañ ne rin ket eta.Bianchi-Bihan 5 Mez 2006 da 21:35 (UTC) Pell zo n'em eus ket graet. Bianchi-Bihan 18 Du 2006 da 06:41 (UTC)[respont]

Anvioù-lec'hioù

kemmañ

Ret e vije dibab ur reolenn sklaer, hini al levrioù yezhadur: ne vez ket lakaet ar ger-mell dirak an anvioù-broioù brezhonek. Pe "an Attik", pe "Attika". Bianchi-Bihan 21 Ebr 2006 da 16:49 (UTC)[respont]

Den ebet?

kemmañ

War a seblant ne deu ket kalz a dud dre amañ. Mat, peurechu eo, a gredan (ma c'hall bezañ peurechu ur pennad amañ), ar pennadoù Anne Frank, Nennius, Primo Levi, Aneirin, Nest, diouzh gwelet pezh a gaver er yezhoù all, ha n'eo ket ur vezh o c'henveriañ. Mat e vije lakaat skeudennoù dezho.Bianchi-Bihan 22 Ebr 2006 da 08:06 (UTC)[respont]

Reolennoù war ar Wiki : reolennoù kundu ha reolennoù reolata

kemmañ

Savet e oa anvioù priñsoù (rouaned, duged,...) hervez ur patrom simpl : Anv + nn e sifrennoù roman + a + anv ar bro m'eo ar beli warnañ. Ne gomprenan perak eo bet silet ijinoù evel Frañsez an Eilvet (eus peseurt bro?). E brezhoneg e vez graet evel e meur a yezhoù all : niverennet e vez gant sifrennoù roman.
Perak goulenn ali an den a sav e reolenn pa vez un all splann? Normal eo pa vez cheñchet hep goulenn e ali.
Koulskoude n'eo ket reizh ma vo stanket ur chomlec'h hep goulenn ali ar verourien da gentañ ha goude-se hini ar wikipedourien.
Domaj eo pa vez implijet pajennoù personel evit an tabutoù e-lec'h ar re-mañ hag ar c'hendivizoù reolata. D'ar verourien eo kas an tabut war ar bajenn bropr. --Ch. Rogel 27 Ebr 2006 da 23:53 (UTC)[respont]

n'eo ket bet stanket chomlec'h hini ebet - lakaat war evezh nemetken. goulennet am boa ali ar verourion all a-raok hen ober. gwir eo e vije ket mat kas war ar bajenn-mañ an tabut diwar-benn an doare da envel an noblañs dre sifroù hag all, e gwirionez ne oa ket se tem an tabut, daosut ha ma oa bet klasket d'e grediñ Bianchi-Bihan, met kentoc'h an doare-ober hag emzalc'h un implijet, abalamour da se e oa bet tabutet war e bajenn bersonel. war ar bajenn Frañsez I eo e oa bet tabutet war an afer envel. Klasket am boa ober an diforc'h etre an daou dem-se, met tud zo ne felle ket dezhe e vije diliammet o savpoent (reizh pe get) diouzh an emzalc'h hag an doare-ober.--Neal 28 Ebr 2006 da 08:33 (UTC)[respont]

Plijadur ar peoc'h

kemmañ
Echu ganin labourat war ar pennad, pa vezer laosket e peoc'h e ya buanoc'h. Kemmit bremañ pezh a garit, ne ran ket forzh. Bianchi-Bihan 4 Mae 2006 da 11:45 (UTC)[respont]
ken plijus atav.--Neal 4 Mae 2006 da 13:50 (UTC)[respont]
Plijusoc'h kavout frankiz da labourat (kuit da neb a gar da gemm goude, hervez ar reolennoù) eget kavout skoilh. Dleout a rajes kompren, pa rez pezh a garez da-unan. Chañs ac'h eus. Bianchi-Bihan 4 Mae 2006 da 21:01 (UTC)[respont]
Ar gwir frankiz ne deu nemet diwar doujañ d'ar re all ha d'r reolennoù mont-en-dro bet savet a-gevred pa vezer o labourat en ur skipailh. leusket e vez an dud da labourat e peoc'h (ha ret eo lâret n'out ket bet lakaet er-maez eus ar jeu ivez) pa sentont ouzh ar reolennoù. evit ar pezh a sell ouzh ar pezh a ran-me, adlâret a ran evit ar milvet gwezh n'eus bet savet tabut ebet diwarnañ ha lañsañ ur goulenn sikour da veur a impljer am oa graet evit kaout o ali evit a pezh a sell ouzh an dermenadurezh nevez-krouet ganin hag ouzhpenn-se e lakaan ma-unan ur patrom e penn-kentañ seurt pennadoù o lakaat an dud war evezh a-divout an nevezc'herioù implijet er pennad-mañ'r-pennad.

Kelennouriezh

kemmañ

Kinnig a ran digeriñ ur rummad nevez, "kelennouriezh". A vije lakaet ennañ al levrioù yezhadur ha geriadurioù ha hentennoù deskiñ brezhoneg, ha moarvat levrioù-skol all. Bianchi-Bihan 6 Mae 2006 da 06:42 (UTC)[respont]

Ma vije ur rummad kelennouriezh e vije evit komz diwar-benn ar gelennouriezh evel ur c'helenn hollek. Evit renabliñ ostilhoù studi e ranker, da-gentañ holl, d'am soñj, implij ar rubrikennoù "Levrlennadur" e diwezh ar pennadoù. Posubl eo sevel rolloù levrioù memestra, met ne degas ket kalz a anaoudegezhioù, ma ne vezont ket displeget e lec'h all. --Ch. Rogel 8 Mae 2006 da 22:08 (UTC)[respont]

Neuze: kelennouriezh ar brezhoneg (e-barzh ur rumm kelennouriezh, pe e-kichen)

Levr iskis

kemmañ

Kavet em eus an anv-se war ar bajenn Abeozen. Kentañ keloù. Piv 'oarfe hiroc'h?

  • Ar Mabinogion, Mouladurioù Hor Yezh.

Bianchi-Bihan 13 Mae 2006 da 10:20 (UTC)[respont]

  • Netra iskis : ar Mabinogion (pe Mabinogi), skridoù kembraek krenn, a oa bet troet e brezhoneg gant Abeozen er bloavezhioù 1920, hag embannet war Gwalarn etre 1925 ha 1939. Adembannet e oa bet ar skridoù-se e stumm ul levr gant Mouladurioù Hor Yezh, e 1991.--Llydawr 13 Mae 2006 da 21:41 (UTC)[respont]
  • Anaout a raen daou embannadur Preder, hini mouladurioù (pe moulladurioù) Hor Yezh n'anaven ket. Tri embannadur eus al levr eta. Bianchi-Bihan 14 Mae 2006 da 08:58 (UTC)[respont]

Petra c'hoarvez gant ar wiki brezhoneg?

kemmañ

Petra c'hoarvezh gant ar wiki brezhoneg? 'N eus bet savet nemet un 200 pennad bennak dibaoe penn-kentañ miz Mae, pa oa bet savet ur mil pennad ar miz a geidenn etre miz genver ha miz ebrel! 'N eus ket tud nevez oc'h engouestlañ ha lod "kozh" evel Fulup na vezont ket gwellet ken, pa oa ken pouezus o rol. Marteze 'vije tu klask ober ur galv e Bremañ pe e Ya 'vit kaout tud nevez? Benoni 28 Mae 2006 da 18:33 (UTC)[respont]

Ya, pelec'h eo tremenet ar verourien a oa bet votet evite ? War a seblant ne chom ken nemet Neal a groue en tu-hont d'an hanter eus ar pennadoù, ret eo lâret. Rognogno 28 Mae 2006 da 19:40 (UTC)[respont]

evit a sell ouzhin e rankan lâret ne savan ket kement a bennadoù mar fellfe din rak cheñch ti am eus graet ha chomet on hep tamm pellgomz ebet a-druagrez da telecom spagn ha ne oarer ket betek pegoulz e pado. savet e vez ma fennadoù er siber-kafe-mañ'r-siber neuze. ouzhpenn-se em boa kollet kalz a amzer hag a nerzh o tabutal n'eo ket keidall zo gant tud zo evel merour ha neuze ne c'hellen ket sevel pennadoù war un dro. gwir eo 'michañs e vez savet kalzig a bennadoù ganin-me - rak krediñ a ran er wiki e brezhoneg evel ur beñveg talvoudus hag peogwir em bez amzer. tud all avat a chell chom berr dezhe o amzer abalamour d'o labour pe c'hoazh d'o studioù. --Neal 29 Mae 2006 da 09:16 (UTC)[respont]

Demande de traduction pour Commons

kemmañ

Bonsoir,

Dans le cadre de la rénovation des pages de présentation du projet Commons dans toutes les langues, je recherche un volontaire pour traduire en breton la page Commons:Commons:Bienvenue, elle-même traduction de Commons:Commons:Welcome.

Dans un deuxième temps, il faudra simplifier la page d'accueil Commons:Br/Degemer, en ajoutant le média du jour, sur le modèle de Commons:Main page ou Commons:Accueil.

Y a-t-il quelqu'un qui pourrait s'en charger ?

Teofilo 1 Mez 2006 da 19:13 (UTC)[respont]

Dielloù

kemmañ

Lakaet em eus an tri miz kentañ a 2006 e-barzh an Dielloù. Trist e kavan e vez kollet pennadoù pe patromoù abalamour ma na vezont ket rummataet evel e oa Wikipedia:Patrom/Pennad pe Wikipedia:Emglevioù stil. MP 11 Mez 2006 da 17:30 (UTC)[respont]

Gwirioù prevez ?

kemmañ

Kavet em eus ar pennad Jakez Konan skrivet er pajennoù goulennet hag ur gudenn gantañ : s.o. Kaozeal:Jakez konan

Bannoù ha kantonioù dep. Mor-Bihan

kemmañ

Demat d'an holl re a lenno.

Emaon o vont da labourat war roll ar "bannoù" (evit treiñ "district") hag ar c'hantonioù a oa bet savet er Mor-Bihan e 1790. Krouet 'vo ma fajenn ganin. Alioù fur a c'hortozan. kadbzh

Salut, kae da furchal e-barzh Rummad:Wikipedia evit soubañ er "mekanik". MP

Gwennaet eo bet ar pennad ; penaos lakaat anezhañ en-dro ? MP 25 Mez 2006 da 16:30 (UTC)[respont]

Krouet em eus Porched an Dud a zo troet diwar ar Saozneg. Kit da dreiñ menegoù e roll an Dud. MP


Kemmadur

kemmañ

Demat d'an holl re a lenno.

Ur gudenn gant Trinded-Surzhur: diforc'h etre roll kum. Mor-Bihan ha roll kumunioù kanton Gwened-Reter.

A galon.

Klaod.Kadbzh 28 Mez 2006 da 09:12 (UTC)[respont]

N'ouzon ket. Goulenn da Yun en deus digoret ar pennad. MP 28 Mez 2006 da 13:00 (UTC)[respont]

Sañset ez eus ur bajenn evit kudennoù anvioù-lec'h : sellit ouzh Wikipedia:Kendivizoù reolata. --Ch. Rogel 29 Mez 2006 da 22:40 (UTC)[respont]


Ur skeudenn a zo àr Wiki nl: penaos adtapout?

A galon.

Klaod.86.214.237.115 3 Gou 2006 da 21:13 (UTC)[respont]

Me am eus emporzhiet ar restr --Paotr 4 Gou 2006 da 06:10 (UTC)[respont]

N'eo ket ar bajenn-mañ a dlefe bezañ implijet evit toullañ ar gaoz war pennad-mañ-pennad. War e bajenn gaozeadenn ne lavaran ket. --Ch. Rogel 4 Gou 2006 da 09:45 (UTC)[respont]

Klaod, pep hini zo lip da gaozeal eus pep tra amañ. MP

Ë (lizherenn), Ï (lizherenn)

kemmañ

English Please move Ë (lizherenn) to Ё (lizherenn), and also Ï (lizherenn) to Ї (lizherenn) and delete the former. The former is a Latin Ë/Ï while the latter is a Cyrillic Ё/Ї which is what it is described in the article.--218.102.193.127 18 Eos 2006 da 15:31 (UTC)[respont]