Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/Dielloù/2006-D
Eus an 2 d'ar 14 a viz Kerzu
kemmañAn ti-chopin/Dielloù/2006-D
Daou respont
kemmañ... dindan ken berr amzer, ar burzhudoù a c'hoarvez a vagadoù. Un evezhiadennoù bennak:
- N'eus ket mall kemm netra... nemet ar fazioù bras. Komzomp a-raok lammat da gemm ha da ziskar pezh zo bet graet, kleñved lod er wikioù. Amzer zo.
- Gallout a reomp komz eus an anv "wikipedia", ober kinnigoù, n'eo ket evit se e vo kemmet, nag evit se eo ret kemm: gwelomp petra a soñj an dud, hep mall ivez. A-hend-all: gwikipedia, ar wikipedia, setu ur c'hinnig all.
- Pa seller eus anvioù er yezhoù all e weler eo ar gerioù hañval ouzh "tavarn" a vez implijet ar muiañ. Gwechall e oa Tavarn ar Vretoned tost d'an Oriant ... am eus klevet e oa bet addigoret. Unan all amañ? Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 13:48 (UTC)
Ti-chopin: un displegadenn un tamm disheñvel
kemmañTi-chopin
kemmañSetu petra a gaver pa glasker en traoù kozh:
- A-du ganit penn-da-benn. Soñjal a ran ar memes tra abaoe ar penn-kentañ. Degaset eo bet an termen-se gant un den a oa Lip-chopin e lesanv hag en deus plantet freuz ha reuz war ar wiki e-pad tost daou vloaz o virout ouzh an dud a skrivañ e peurunvan hag o vagañ jeu dizehan war an doare-skrivañ. Kalz traoù am eus cheñchet ha reizhet pa'm eus troet an etrefas. Diegi am boa bet da cheñch an droienn-se avat, kuit da blantañ muioc'h a reuz c'hoazh. Sioulaet eo an traoù bremañ avat ha marteze eo deut ar mare da adwelet an anv-mañ. Ti-chopin n'eo ket un termen anavezet, n'eo ket sklaer d'an dud petra zo war ar bajenn-se ha, neuze, ne'z eont ket da welet. Ouzhpenn-se eo splann din eo un termen zo bet savet gant ur paotr (kalz paotred zo war ar wiki-mañ m'eus aon) ha ma fell deomp mont er-maez eus bedig paotred zo ez on ali ez eus tu d'ober gant gerioù n'int ket ken "merket". Kafedi a vez implijet dre vras er yezhoù all, nemet e galleg, ma vez graet gant "bistro", alese an droidigezh ti-chopin moarvat. E brezhoneg em eus soñjet alies en termen "poull-kannañ", un droienn a ra dave d'ar mare ma troe an teodoù pa vezed o kannañ dilhad. Soñj am eus bezañ gwelet an droienn-se implijet e kazetennoù brezhonek evit ur seurt korn ma roe an dud o soñj war traoù a bep seurt. Kêrflap a gavan mat ivez. Ar pep gwellañ a vo lakaat un evezhiadenn war se war bajenn gaozeal ar bajenn-se evit magañ ar gaoz ha gwelet petra a soñj ar re all. Ma respont an dud e vo tu da aozañ ur votadeg marteze. --Fulup 27 C'hwe 2006 da 20:39 (UTC)
Evit kelaouiñ an dud e oa. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 21:40 (UTC)
Ya, beñ, dav vefe dit klask donoc'h c'hoazh e-barzh an traoù kozh, kalz koshoc'h evit-se a-benn tennañ ar wirionez diwar ar gudenn-mañ, gwall luziet... ya gwir eo (Ankowes an hini eo 'n deus bet choazet an droienn-mañ, ((anavezet da vat gant ar vrezhonegerien a-vihanik hep douetañs ebet))). Me oa aze e penn kentañ memes ma n'em eus skrivet c'hoazh betek-henn, peogwir n'am boa ket choant en em dagañ gant an dud a oa amañ d'ar mare-se. Gwell oa ganin skrivañ war an hini e galleg. Hag evit lâret ar wirionez, n'em eus ket kalz c'hoant d'henn ober c'hoazh. Ur bilbern traoù a vefe da cheñch war ar paourkaezh wiki-mañ evit na vefe ket ul lec'h nemet evit tud e-maes ar realded (a-fed ar brezhoneg dreist-holl). Ha peursur on e vefen chetet e-maes ar wiki ken buan ha tra, sañset na sentjen ket deus ar STUR (hag ouzh ar garreg e rafen sur !). Kenavo 89.86.191.147 2 Kzu 2006 da 22:08 (UTC)
Bout 'zo brezhonegerion ha n'anavont ket ar ger-se, paotr paour, na posubl e vije bet diskoachet en ur geriadur. Evel ma 'z eus reoù ha n'anavont ket Kersoulaj, evit he fleustriñ alies. Gant da zeskadurezh ma ne skrivez ket ul linenn eo un tamm trist. Lip ur banne all. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 22:52 (UTC)
- Din kennebeut ne blij ket din ar gêr Ti Chopin. Met e plas klemm atav, sav ur vot evit goulenn kemm an anv. Un nebeut kinnigoù: Ostaleri, Kerflap, hag all. Benoni 7 Kzu 2006 da 00:54 (UTC)
- Ober kinnigoù, reiñ alioù, n'eo ket klemm.
- Kavout a rae din e oa ar verourien hepken a c'halle aozañ ur voterezh. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 03:10 (UTC)
Kempenn
kemmañAr rummad skrivagner brezhoneger (troienn iskis) a zo goullo-sac'h: poent e gas d'ar goueled. Skrivagner brezhonek zo bet lakaet en e lec'h.Bianchi-Bihan 5 Kzu 2006 da 16:18 (UTC)
- Ur bajenn a-ratozh-kaer zo evit goulenn ober war-dro seurt penandoù ha rummadoù amañ: Wikipedia:Pajennoù da nullañ
--Neal 5 Kzu 2006 da 16:47 (UTC)
Barrennoùigoù-stagañ
kemmañMuioc'h-muiañ e vez lezet a-gostez ar barrennigoù-stagañ koulz e galleg hag e brezhoneg. Ret eo kaout ur reolenn ha ne welan ket ur reolenn suroc'h eget heuliañ an hengoun memes evit an anvioù divoutin, petramant ne vo ket posubl dispartiañ ar barrennigoù-stagañ ret eus ar re all en anvioù boutin.
D'am soñje eo reizh skrivañ Penn-ar-Bed, met Seizh Breur (evel-se e veze skrivet ganto), Breizh-Veur, Broadoù-Unanet. Evit an anvioù brezhonek divoutin ez eus reolennoù em eus klevet dija, met n'on ket mui sur. Ma vije savet ur pennad "Barrennig" (-stagañ, -troc'hañ)... --Ch. Rogel 7 Kzu 2006 da 00:34 (UTC)
- A-du kenañ, met...
- ...hervez ar reolennoù santel a voroder hor penn ganto, a-enep d'an implijerien evel-just, e vije difennet groñs: wikipedia n'eo ket ur yezhadur, nag ur geriadur, na n'oun ket petra c'hoazh. E gwirionez e vije kalz aesoc'h digeriñ pajennoù evit lakaat an holl ditouroù a denn d'ar yezhadur pe d'an doare-skrivañ, pe traoù all 'sort-se (diouzh an ezhomm : ne dalv ket ar boan adskrivañ ar yezhadur en e hed). Kement-se a vije posubl ... gant ur spered digor a genskoazell, ha n'eo ket en ur souchañ war ar Politikerezh, ar Reolenn, pe traoù ken sakr all. Met marteze, piv 'oar, ma vez anvet ar bajenn: Politikerezh Yezhadurel... Gant ur vot evit tennañ ar barrennoù-stagañ torr-penn. Hag ar c'hemmadurioù d/z. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2006 da 04:49 (UTC)
Justamant, ne greden ket e oa abeg evit sevel pajennoù evit kaout divizoù war un dra "yezhadurel", met pennadoù war reolennoù an diskouezadur da vezañ renket e pajennoù ar gumuniezh, ezhomm hor bo a-dra sur. Met, evel 'm eus graet dija, ne gredan ket ma vo savet ar wikeriadur a-raok pell-pell ha n'on ket evit ma vo difennet ar geriadurouriezh nag ar yezhadur er wikipedia. Ur yezh "bihan" eo hon hini, n'eo ket sirius na drevezañ ar re ledanañ, na lakaat harzoù e-keñver ar sujedoù (ar stumm a zo un dra all da vezañ sevenet) d'ar vrezhonegerien o-deus c'hoant labourat gant ar gumuniezhig-mañ e-lec'h an danvez-kumuniezh ha n'eus ket anezhi c'hoazh. --Ch. Rogel 8 Kzu 2006 da 23:00 (UTC)
- A-du ganit: d'am soñj eo fur gwelet ar wirionez evel m'emañ e-lec'h chom da sellet ouzh ar reolennoù. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 19:03 (UTC)
Porched ar gumuniezh
kemmañUr stumm nevez da Borched ar gumuniezh 'zo bet savet ganin. Gallout a rit sikour d'he feurvrezhonekaat, ha da sevel ar pajennoù n'eus ket deusouto c'hoazh. Ur bajenn pouezus-dreist 'vit pep wikipedia ez eo houmañ! A galon, Benoni 8 Kzu 2006 da 00:29 (UTC)
Liamm diwar eur pennad da Kalite : Skoazell mar plij
kemmañKavet em eus e saozneg eul liamm evel se : {{Link FA|es}}
hag e galleg : {{lien AdQ|es}}
Penaos krouiñ an hevelep liamm e brezhoneg ?
Trugarez
breizh 8 Kzu 2006 da 21:59 (UTC)Luzmael
- N'eo ket peurechuet framm ar wikipedia Brezhoneg c'hoazh, ha n'eo ket bet krouet c'hoazh ar pennadoù a-feson. Met forzh penaos, zoken pa vo krouet, ne vo tu da lakaat seurt mennad war ur bajenn nemet goude ur vot... Benoni 8 Kzu 2006 da 22:48 (UTC)
- Evit aroueziañ ar pennadoù eus an dibab e oa bet krouet ar patrom Patrom:Liamm PuB met ret e vefe e wellaat rak n'a ket en-dro evit bremañ.--Yun 9 Kzu 2006 da 06:21 (UTC)
Frazenn
kemmañNe blij ket din ar frazenn bonner-mañ: Diwallit mat, n'eus eus an destenn-mañ nemet ur rakweladenn. N'eo ket bet enrollet c'hoazh! Ar gerioù eus eus a gavan divalav, ha bravoc'h a c'haller ober. Kinnig a ran, evel gwellaenn: homañ n'eo nemet ur rakweladenn, n'eo ket enrollet an destenn c'hoazh. Met ober refet evel a gerfet evel-just. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 05:17 (UTC)
- Evidon-me eo mat da ginnig, gant Diwallit mat, a-raok, pe c'hoazh : Diwallit mat, n'eo homañ nemet ur rakweladenn, n'eo ket enrollet an destenn c'hoazh''.--Yun 9 Kzu 2006 da 06:21 (UTC)
- A-du ganit.87.90.221.65 9 Kzu 2006 da 10:20 (UTC)
- Mat eo. Cheñch a rin an droidigezh-mañ. Ret e vo gortoz un tammig bihan kouskoude rak emaon oc'h adtreiñ pep tra en-dro er restr vamm evit nevesaat an droidigezh war an holl raktresoù war un dro. Emichañs a-benn miz pe zaou em bo echu treiñ pep tra. Fulup 7 Gen 2007 da 22:48 (UTC)
- A-du ganit.87.90.221.65 9 Kzu 2006 da 10:20 (UTC)
Kas
kemmañHa din, ne blij ket ar bouton Kas war an tu kleiz e-kichen ar bouton Klask. Ober a ran gantañ evit mont da lenn ur pennad, da welet ur skeudenn, da selaou un enrolladenn. Ober a ra ar gembraegerien gant mynd evel ma ra ar saoznegerien gant o go, ha kavout a ra din e klot gwelloc'h mont gant ar pezh a reer eget kas .--Yun 9 Kzu 2006 da 06:21 (UTC)
- A-du ganit. Neuze, mont, pe mont da welet? Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 10:25 (UTC)
- Mat eo. Fulup 9 Kzu 2006 da 17:50 (UTC)
Kaoc'h-ki
kemmañPetra an diaoul eo an tamm kemenn-mañ:Pajenn warezet ent emgefre abalamour d'ar Spam? A galon. Klaod. Kadbzh 9 Kzu 2006 da 16:53 (UTC)
- Ur c'hemenn diwall eus an etrefas. Fulup 9 Kzu 2006 da 17:51 (UTC)
Dizanv
kemmañUn den dizanv zo deuet da gemm gerioù ha ne blijont ket dezhañ er pennad Ulises. Ne laran ket emañ ar wirionez ganin, ha prest e vezan da gaozeal atav. Met ne laoskin ket an traoù da dremen evel-se. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 19:12 (UTC)
- ganit 'mañ ar gwir. ouzhpenn-se ne gomprenan ket ar c'hemmoù bet graet war ar pennad-se. Mar c'hoarvez adarre kae e darempred ganin war-eeun mar plij ha gwareziñ a rin a pennad-se da c'hortoz ec'h afe an traoù war sioulaat. N'halli ket te labourat war ar pennad ivez, met d'an nebeutañ ne vo ket kemmet en un doare digomprenus keit ma vi o c'hortoz gallout distreiñ da labourat warnañ.
--Neal 9 Kzu 2006 da 19:27 (UTC)
- Traoù evel-se e brezhoneg ne vefent ket divalav. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 18:57 (UTC)
Patrom:Îles ioniennes Patrom:Portail Grèce
- Gwarezet eo bet ganin: ne c'hell ket ken an implijerien dianv labourat war ar bajenn ken, met an holl re all a c'hell...Benoni 11 Kzu 2006 da 19:08 (UTC)
Trugarez. Met laret zo din e oa lakaat reuz labourat war ar pennad-se, neuze ne rin ket ken. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 19:13 (UTC)
Me eo an hini dizanv eus an 9 a viz Du. Ne gomprenan ket penaos em eus lakaet reuz ha keuz dre cheñch pevar anv livet en ruz da zont da c'hlas. Ra chom sioul pep hini. MP 12 Kzu 2006 da 19:24 (UTC)
- Nann, digarez ac'hanon. Diwarezet em eus ar bajenn en-dro raktal, ur wech sellet spisoc'h ha komprenet e oa Bianchi-Bihan en doa bet ur barrad paranoia. A-du e oan gant da gemmoù ouzhpenn-se...Benoni 12 Kzu 2006 da 23:13 (UTC)
- Sell 'ta! Bremañ e vez kemeret divizoù hep sellet? Biskoazh kemend-all!
- Evit ar ger paranoia, hag a zo ur skouer dispar eus implij gerioù neptu gant ur merour, hervez reolennoù meur ar wikipedia (anavezet gantañ evel-just), marteze e vije ret gervel ar wikibomperien da skeiñ dour war benn an hini zo o skeiñ eoul e neptuegezh war an tan. Hag oc'h isat ar freuzerien. Dont a ra brav gantañ. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2006 da 05:24 (UTC)
- Pa vez klemm gant unan bennak diwar-benn reuz unan dizanv war ur pennad bennak, eo brav d'ur merour gwareziañ anezhañ : memes a-raok ma vez intentet gantañ pezh a zo. Pezh a gomprenan mat-tre. MP
Titl pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek
kemmañAdlec'hiet ar gaozeadenn-mañ amañ. --Neal 12 Kzu 2006 da 14:25 (UTC)
Aa
kemmañUr pennad Aa zo. Kalzik a draoù zo 'barzh. Alese ez eer d'ar pennad Aa (Bro-C'hall). Met n'eus tu ebet da vont alese da Aa, ha se zo hek, en un holloueziadur. Penaos ober? Er wikioù all e kaver doareoù. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2006 da 06:22 (UTC)
Skeudennoù da adsevel
kemmañ- Er pennad Melos.
- Ur skeudenn e kreiz ar pennad Monica Bellucci. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 13:14 (UTC)
Kaozioù
kemmañUr gaoz plijus all: Maloù pe sant Maloù? Iduned pe sant Iduned, hag 20 re all da c'hortoz muioc'h. Me ne lakaan ket sant. Re all a ra. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 12:53 (UTC)
- Da'm soñj e ranker kaout meur a bennad, ur pennad digejañ a ginnig an anv ha re all a ginnig buhez tud vrudet bet anvet evel-se. Ur skouer zo gant ar pennad Fulup ! Fulup 14 Kzu 2006 da 21:27 (UTC)
- Ne respontez ket d'ar goulenn. Met gwir eo, ur seurt respont zo ez pennad: kaoz ebet eus ur sant, un abostol hep mui.
Evidon-me eo sklaeroc'h ober gant sant + anv evit digejañ digant an anvioù-den heñvel all. Mat e vo ivez ober an diforc'h etre an ilizoù ha resisañ p'eo ar sant ur sant katolik pe get. Ur splet bras eo kaout moienoù simpl ha treuzwelus da vezañ sur n'eus meskaj posubl ebet. Ma vo skrivet Guillaume (pe Wilherm) Pinchon evit ar sant brezhon ofisiel kentañ e vo kollet un degouezh evit degas un ditour a-bouez war ar prim. Diaes on gant ar reizhded dre bolitikerezh (?). Da skouer, daoust ha eñ e vo lemmet Hadj eus anv Messali Hadj, rener ar MPLA (Mouvement pour la Libération de l'Algérie) p'eo Hadj un titl relijiel? Evel 'm eus skrivet dija lezomp an ardoù-se d'ar wikipedia gallek. Pa vo ret (n'eus mall ebet) e c'houlennin (pe graet e vo gant un all) ma vo votet war an dra-se.--Ch. Rogel 30 Kzu 2006 da 22:37 (UTC)