Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/sizhunvezh 01 bloaz 2007
01/01/2007 — 07/01/2007
kemmañHetoù evit ar wikipedourien hag evit ar wiki brezhonek : bilañs 2006
kemmañDa gentañ holl e kinnigan ma hetoù gwellañ d'ar skridaozerien o deus labouret mat dre vras evit ledanaat tachenn an anaoudegezh e brezhoneg. Trugarez vras d'an holl evit delc'her da gas d'ar vrezhonegerien un ostilh diazez evit dazont ar yezh.
Warlene em boa savet "ur seurt bilañs" evit ar bloavezh 2005 hag e kavan spletus adober ha pa ne oa den evit respont.
- Araokadennoù bras a zo bet
- Brezhonekaet eo bet an holl etrefas hag ostilhoù ar Mediawiki a zo bet degaset
- Kalz a batromoù a zo bet krouet ha muioc'h a bajennadoù servij a zo bet krouet pe droet
- Tachennoù nevez a zo bet difraostet
- Lieskementet eo bet niver ar pajennoù
- Meur a zen en deus lakaet e anv (lesanv peurvuiañ)
- Dre forzh ober bruderezh ez eus deuet un nebeut kelennerien ha liseidi pe skolajidi vrezhonek da sevel pennadoù
Koulskoude ez eus mankoù c'hoazh
- Bihan-tre e chom niver ar pajennadoù ken ne c'hell ket ar wikipedia brezhonek bezañ gouest da vastañ ezhommoù an deskadurezh (hag ezhommoù an holl vrezhonegerien evel just)
- Pa seller ouzh meneger an donder, tizhet eo bet 8 hepken, ar pezh a ziskouez ne vez ket kalz a gemmoù bihan graet gant ar wikipedourien. Termenet eo an donder gant kemmoù/pennadoù x nann-pennadoù/pennadoù. Sellit amañ ouzh Roll ar wikipediaoù renket dre niver ar pennadoù.
- N'eo ket stabil c'hoazh statud ar verourien pa vez treuzkomprenet o roll gant un nebeut tud. Forzh penaos n'int ket niverus a-walc'h evit sevel pennaennoù labour ha dasparzhañ al labour kempenn
Kendalc'homp ha greomp bruderezh hag e kresko an holloueziadur brezhonek nemetañ. --Ch. Rogel 1 Gen 2007 da 23:24 (UTC)
Skeudennoù
kemmañ- ... da sevel e [ Gwener (mitologiezh)... , e Kiteron. Trugarekaat.
- Piv 'oarfe penaos gwelout al livadurioù zo amañ [[1]] er pennad/rummad kenstag e brezhoneg a zo amañ [[2]]? Bianchi-Bihan 30 Kzu 2006 da 02:06 (UTC)
- Kiteron : Image pe Skeudenn a vez komprenet gant ar wikipedia brezhonek. Er pennad-se e oa skrivet Imagen.
- Gwener (mitologiezh) : "Vénus.JPG" a zo er Wikipedia gallek, met er Wikipedia boutin emañ ivez dindan an anv : "Sandro Botticelli 046.jpg". An anv-se eo am eus lakaet e-lec'h Vénus.JPG. Gallet e vije bet enporzhañ ar skeudenn war ar wiki brezhonek ha reiñ un anv brezhonek dezhi met n'eus ket ezhomm ac'hubiñ memor evel se.--Yun (kaozeal) 2 Gen 2007 da 08:04 (UTC)
- commons:Category:Edouard_Manet
- http://commons.wikimedia.org/wiki/Image:Edouard_Manet_081.jpg
- [[Skeudenn:Edouard_Manet_081.jpg]]
- Gwell eo ober ur bajennad livadurioù war-bouez ar re er c'hCommons evit nompas pouneraat pouez ar WP br. MP 2 Gen 2007 da 12:47 (UTC)
An ti-chopin zo bet cheñchet
kemmañ- Cheñchet em eus an ti-chopin : bodet amañ an teir sizhun diwezhañ. Ha bep lun e vez skarzhet an eil sizhun diwezhañ en dielloù (ez otomatek). N'em eus ket soñjet e vefe spletus ober e-mod-se gant mizvezhioù (re hir) na gant devezhioù (re vunut an dale evit ur wikipedia evel Wikipedia brezhoneg). MP 2 Gen 2007 da 18:05 (UTC)
- Ne gomprenan netra.
Piv eo ar bugel dezhañ ur c'horf a deir sizhun? (reizhet eo bet ganin MP)Bianchi-Bihan 2 Gen 2007 da 18:13 (UTC) - Gras d'an deiziadoù e vez silet bep sizhun ur patrom nevez. Dilun e krogo ur sizhun nevez ha ganti e yaio kuit ar sizhun 51 eus 2006, en un doare ingal.
- sizhunioù 51 ha 52 eus 2006 hag 1 eus 2007
- sizhunioù 52 eus 2006, 1 ha 2 eus 2007
- sizhunioù 1, 2, 3 eus 2007...
- hag e-mod-se e chom skañv ar bajenn an ti-chopin. Ha nevesaet he danvez. MP 2 Gen 2007 da 18:52 (UTC)
- Gallout a reomp kaout peder sizhun pe pemp er bajennad evel just (da skouer sizhunioù 1, 2, 3, 4 ha 5 eus 2007...). MP
Mat eo klask berraat ar pajennoù, met :
- Un moien da verraat a vo kas d'ar pajennoù arbennig (kendivizoù reolata hag ur bajenn war-dro ar vererezh) traoù ne vezont ket da lezel amañ : ret e vo resisañ ma vez kinniget ar bajenn-se evit eskemm war mont-en-dro hollek ar wikipedia brezhonek ha degas nevezinti diwar e benn
- Gwelloc'h e kavfen ober gant ur pemzegtez war 6 sizhun
- Ul labourig a vefe d'ober : diwall ma vefe ket troc'het un neudenn respontoù, da lavaret eo kemer ar boan adlakaat penn an neudenn goshañ.
- Mat e vije lakaat ar poent klikañ war red (e tal ar respont diwezhañ) evel al liketenn "votit amañ"
--Ch. Rogel 2 Gen 2007 da 21:55 (UTC)
Evit implijout ar cheñchamantoù otomatek eo ret plegañ d'an deiziater. Da lavaret eo e hell bezañ kinniget : miz, sizhun, deiz pe bloaz evit ar prantadoù (evit an niver n'eus kudenn ebet da lakaat ouzhpenn kement hag a fell d'an holl : 1, 2, 3, 4, 5, 6 x deis, sizhun, miz, bloaz). Gallout a reomp kaout 6 sizhun pe daou viz. Gallout a reomp ober un diverrañ en dielloù. Kaset em eus bet pennadoù en dielloù : n'em eus ket gwelet e oa komzoù kozh bet hiraet (s.o. istor ar bajenn). Ha ken pouner eo ar bajenn ne vez ket taolet pled eus pezh zo nevez ha nevez a-walc'h. Digaset em eus avat ar pajennoù kozh en-dro eus an dielloù : keit hag an deiz all eo ar bajenn bremañ (S.O. pezh a ginnigan).
- Ra zibabo an dud pa vo erru poent skarzhañ ar pennadoù kozh.
- Pe gwelloc'h e vefe chom stag ouzh ur prantad reoliek (6 sizhun) MP
Penaos ober evit gallout lenn ar gerioù lakaet gant an daolenn er pennad: mat e vije gouzout eo graet gant Rubens. Bianchi-Bihan 3 Gen 2007 da 07:28 (UTC)
- skrivet eo bet ar c'hod e brezhoneg komprenapl MP
Trugarez: ur skeudenn all er pennad: Orc'homenos.Bianchi-Bihan 6 Gen 2007 da 08:28 (UTC)