Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/sizhunvezh 52 bloaz 2006

25/12/2006 — 31/12/2006 kemmañ

skrivañ un dra bennak er sizhun 52 eus 2006An ti-chopin

Kinnig kemmañ

Ho pediñ a ran da lenn ar pennad Mor Egea, echu e dreiñ diwar ar galleg. Kinnig a ran e adenvel Mor Enezek, sklaer ar perag er pennad, diaezet war istor ar mor ha hini hor yezh war un dro.Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 08:54 (UTC)[respont]

Ne gomprenan netra??? Ne seblant ket gwall poellek seurt kinnig. N'eus forzh penaos ez eus ur bajenn a-ratozh evit kinnig kement-mañ: [Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern|amañ]. Mat e vije dit kemer perzh er c'hendivizoù reoliata e plas labourat da unan en da gorn!Benoni 27 Kzu 2006 da 10:46 (UTC)[respont]
Pep hini a labour e-unan pa sav pennadoù, Benoni evel ar re all.
Pa ne gaver ket poellek (na dereat, na n'eus forzh petra) ur pennad eo ret skrivañ war ar bajenn a zere, ha n'eo ket amañ. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 13:38 (UTC)[respont]

War evezh kemmañ

Me garje ne vije ket lakaet fazioù brezhonek war ma fajenn bersonel.

An implijer-mañ a zo bet lakaet war evezh gant unan eus ar verourion peogwir ne glotae ket e emzalc'h gant unan eus pennaennoù diazez ar raktres-mañ. Displeget e vez an abegoù war ar bajenn gaozeal stag ouzh houmañ.
  • Ar verb klotaat n'emañ ket er yezh.
  • E-lec'h e vez eo ret ober gant eo en degouezh-mañ.

Ho trugarekaat.Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 13:36 (UTC)[respont]

Reizhadennoù kemmañ

Kalz bravoc'h eo ma fajenn gant an div reizhadenn. Pokoù e-leizh hag e liv.Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 14:32 (UTC)[respont]


Brezhoneg gant metodenn à Mimile kemmañ

Un tamm fent (ur prof Nedeleg?) gant "Torrebenn" e http://fr.wikipedia.org/wiki/Discuter:R%C3%A9volte_du_papier_timbr%C3%A9 . Kerbloaz.

Ur profig all c'hoazh! Bianchi-Bihan 28 Kzu 2006 da 05:08 (UTC)[respont]

Skeudennoù kemmañ

... da sevel e Le Balcon, bravoc'h e vo, en Enez Rodez, kevrinoù Eleusis, Gwener (mitologiezh)... Trugarekaat. Bianchi-Bihan 28 Kzu 2006 da 05:08 (UTC)[respont]

Krouet ar patrom 'vit Le Balcon. Dit da vrezhonekaat ar patrom bremañ, amañ : Patrom:Taolenn...Benoni 29 Kzu 2006 da 10:43 (UTC)[respont]

Graet em eus un tamm kalfichat, n'ouzon ket ha se eo a oa d'ober, ha ne gomprenan ket da betra e c'hall servij. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2006 da 15:55 (UTC)[respont]

Peurvrezhonekaet ganin, Benoni 29 Kzu 2006 da 16:51 (UTC)[respont]
Dispar! Sell aze kenlabour a zoare. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2006 da 18:00 (UTC)[respont]

Goulenn groñs a ran ma ne vo ket merour Benoni ken kemmañ

Efaset en deus an tabut er bajenn-mañ [liamm].

Goulenn a raen eno ma ve kollet e gark merour rak e soñjoù hag obérioù a-enep demokratel.

Nullet gantañ pezh a zisplij dezhañ a ziskouez fraezh pebezh demokrat eo. MP 30 Kzu 2006 da 09:41 (UTC)[respont]



Ha talvoudus eo al liammoù davet ar porchedoù (krouet pe da grouiñ) e penn uhel ar porchedoù ? MP Patrom:Barrenn-glask

Kavout a ran ar patrom-mañ divalav ha didalvoud penn-da-benn. Pouneraat a ra ouzhpenn-se laez ar bajenn (evit gwir, me zo a-enep seurt patromoù e laez ar pajennoù, a blij kement da MP krouiñ ha lakaat war lerc'h un tammig e pep lerc'h). Pa savan pajennoù ha porchedoù e klaskan reiñ dezho ur framm efedus ha brav (ha labouret 'm eus kalz war Porched Egiptopedia, padal n'eus bet savet pennad ebet gant MP!!!), setu ez eo torr-penn da vat kaout atav MP o tont da lakaat e batromoù nul e laez ar pajennoù! N'on ket a-enep da patromoù oc'h dave d'ur rummad pennadoù pe d'ur porched, met seurt patromoù a rankfe bezañ lakaet e traoñ ar bajenn, evel ma ra an holl dud war bouez MP.Benoni 17 Kzu 2006 da 00:01 (UTC)[respont]

Pebezh rogoni ! kemmañ

  • Kavout a ran ar patrom-mañ divalav ha didalvoud penn-da-benn : un ali eo ha ne dalvez ket gwelloc'h evit ma hini. Pe n'omp ket par-ha-par ?
  • Pa savan pajennoù ha porchedoù e klaskan reiñ dezho ur framm efedus ha brav > pa ran e klaskan plantañ bommoù null ha divalav ?
  • evel ma ra an holl dud war bouez MP : embann a rez da-unan ez eus unan diouzh un tu (MP) hag ar re all diouzh un tu all n'eo ket un arguzenn, ha n'em eus ket gwelet ne veze nemet e traoñ ar pajennadoù. MP

pennad lezet er pajennadoù Fulup ha Merour Neal. MP

Kudenn gant MP kemmañ

Salut, n'ouzon ket ma dalv reolenn an tri revert war ar wikipedia brezhoneg, met daoust hag eñ vije tu lavar da MP sioulaat, ha reiñ dezhañ ur c'hemenn evezh? Gwelet amañ an tabut kenetrezomp: [3], [4], [5]. Ur seurt tabut 'm oa bet gantañ an hañv paseet dija, hag aet hon skuizh gant e doare silañ e batromoù war degadoù a pajennoù, hag o nac'h war lerc'h d'ar re a labour e gwirionez war ar pajennoù-se da cheñch plas pe da lammañ kuit ar patromoù-se. Prest eo eñ evit-se d'ober brezelioù embann difin... Benoni 17 Kzu 2006 da 00:09 (UTC)[respont]

Kudenn gant Benoni kemmañ

Ne gomprenan ket perak ne vefe barnet ar cheñchamantoù nemet gant an hini en deus kroget pajenn-mañ-pajenn.

Par-ha-par omp war ar wiki pe n'omp ket ?

  • cheñchet em eus (MP) ur pennad d'an 10.
  • revert kentañ gant Benoni d'an 13
  • revert kentañ gant MP d'ar 15
  • eil revert gant Benoni d'ar 16 (19:52)
  • eil revert gant MP d'ar 16 (20:12)
  • trede revert gant Benoni d'ar 16 (23:10)
  • trede revert gant MP d'ar 16 (23:31)
  • pevare revert gant Benoni d'ar 16 (23:40)
  • pevare revert gant MP d'ar 16 (23:45) + ur pennad lezet ganin [en ti-chopin]

Prest eo eñ evit-se d'ober brezelioù embann difin. Benoni > diaweled ? MP

Benoni : Graet az peus ur pempvet revert er porched:Egiptopedia goude bezañ disklêriet reolennoù an tri revert ha pa oa intrudu Neal war ar stern c'hoazh evit diskoulmañ ar gudenn. Gant ar vezh ! MP 17 Kzu 2006 da 17:31 (UTC)[respont]

N'em eus ket graet ur revert: ur c'hemm am eus kaset, o heuilhañ alioù Neal (e ginnig a zo war da bajenn ivez!)... Desk lenn ha paouez livañ gevier!Benoni 17 Kzu 2006 da 17:40 (UTC)[respont]

Diverket eo bet pezh a zisplije dezhañ : ur revert eo. Kaozeadenn_Implijer:Benoni#Douja.C3.B1s_paotrig_.21 MP 17 Kzu 2006 da 17:48 (UTC)[respont]

Heuilhet zo bet ganin kinnigoù ur merour. Doujet 'm eus da reolennoù ar wiki. Ar pezh n'eus ket fellet dit ober. Setu paouez kontañ bidennoù bremañ!Benoni 17 Kzu 2006 da 17:52 (UTC)[respont]
Goulennet e oa gortoz e vefe akord an dud war un disoc'h bennak. Benoni en deus plantet an traoù dre ret. Ne ziskouez ket bezañ gwall demokrat rak ar gaoz a zisplij dezhañ. Ar c'hozh kaozioù a blij dezhañ kement : kontañ bidennoù, Desk lenn, livañ gevier... MP 17 Kzu 2006 da 18:01 (UTC)[respont]
Frazenn rik Neal a zo : "Btek ma vo tizhet un emglev e pedan chom a-sav da lakaat ar patrom-se war pennadoù all ha d'e dennañ diouzh pennadoù m'emañ bet lakaet warne dija". Setu ma ne gomprenes brezhoneg n'eo ket dre ma fazi...Benoni 17 Kzu 2006 da 18:08 (UTC)[respont]
  1. Pelec'h emañ an emglev a gomzez ?
  2. Gwelout a ran : arabat tennañ pe lakaat ar patrom.
  3. Ret eo dit paouez da gunujenniñ ac'hanon. MP 17 Kzu 2006 da 18:10 (UTC)[respont]
Pempvet revert gant Benoni kemmañ

Goulenn a ran e vefe kaset ur c'hemenn-evezh dezhañ.

klozadur mantrus kemmañ

Diviz bet kinniget gant Merour (N) Setu ar patrom nevez (Patrom:Portalioù roll nevez) evit kemer plas hennezh bet enteuzet gant Patrom:Barrenn-glask. ARABAT IMPLIJOUT AR PATROM KEN. Skarzhet e vo ar patrom-mañ ma ne chom ket unan benak a-enep o reiñ abegoù evit kenderc'hel d'ober gantañ dindamn un nebeud devezioù.--Neal 17 Kzu 2006 da 20:21 (UTC)

Pezh a welan diwar-benn oberioù BENONI MP 18 Kzu 2006 da 08:35 (UTC):[respont]

  • Cheñchet eo bet an holl borchedoù daoust ma n'em boa ket roet ma ali. Ha bez' e oan er gaozeadeg memestra.
  • Feuket on gant ar paotr Benoni, penaos e vez o kunujenniñ.
  • N'eo ket demokrat tamm ebet peogwir ne fell ket dezhañ resev mann ebet pa zisplij dezhañ.

MP

Respont kemmañ

Kemeret e oa bet an diviz-se ganin peogwir en doa padet re bell dija an tabut ha n'ae ket an traoù war wellaat. evit sevel ar patrom nevez e oa bet enteuzet tri fatrom bet krouet dijañ damheñvel o fal ha diwane eo bet krouet ur patrom nevez klokoc'h (rak n'eo ket bet kollet danvez an tri fatrom a-raok) ha bravoc'h evit ar re gent. Evel-just ne vo ket implijet ar re gozh ken rak didalvout int deuet da vezañ - ne oa ket ar pal krouiñ ur pevare patrom met lakaat unan da dalvezout e lec'h tri... Un diskoulm kempuez an hini eo d'am soñj rak evel-se e c'hell an neb ma fell dezhañ kenderc'hel da implijout ur patrom (bravoc'h ha klokoc'h) ha ma vez lakaet e traoñ ar pennadoù (hervez ar boaz) e vo kontant ar re all ivez. N'eo ket bet lakaet da bouezañ muiañ sav-poent hini pe hini met klasket un hent kenetreze. --Merour (N) 18 Kzu 2006 da 07:12 (UTC)[respont]

Komz a raen diwar-benn oberioù BENONI, ne gomzen ket eus bolontez vat Neal. MP 18 Kzu 2006 da 08:38 (UTC)[respont]



Goulenn groñs a ran ma ne vo ket merour Benoni ken kemmañ

Efaset en deus an tabut er bajenn-mañ [liamm].

Goulenn a raen eno ma ve kollet e gark merour rak e soñjoù hag obérioù a-enep demokratel.

Nullet gantañ pezh a zisplij dezhañ a ziskouez fraezh pebezh demokrat eo. MP 30 Kzu 2006 da 09:41 (UTC)[respont]

Diverket 'm oa tout ar c'hunujennoù ha geverioù spontus eus da berzh em c'heñver. Renket ha klozet oa bet an tabut gant Neal: ha graet en doa mat tre war dro ar c'hudenn krouet dre da faot. Setu e oa kenkoulz diverkañ ha disoñjal pep tra. Ur gumuniezh bihan ha kizidig eo ar wikipedia brezhoneg, setu ma oa gwelloc'h din pardoniñ dit eget derc'hel un tabut war well. Ne gomprenan ket e klaskfes te atizañ en-dro an tabutoù. T'eus netra gwelloc'h d'ober? War peseurt elfennoù nevez a fell dit kregiñ en-dro da glask laou din? Ha penaos e kredes goulenn vije tennet ma gwirioù merour diganin, pa n'em eus morse implijet ma gwirioù merour a enepdout c'hoazh? Nag a enep den ebet evit lavar ar gwirionez.Benoni 30 Kzu 2006 da 11:13 (UTC)[respont]
Ouh là! M'oa ket gwelet da gabalenn a-enepdon!!!! Aze out aet mil gwech re bell!!! Emaon o vont da c'houlenn groñs e vijes stanket gant ur merour! Benoni 30 Kzu 2006 da 11:18 (UTC)[respont]
Torr-penn eo an droienn "stankañ tud", rak tud stanket n'hallont ket skarzhañ o c'hof. Serriñ kont unan bennak (pa n'haller ket serriñ e c'henoù) a vije gwelloc'h brezhonek. Bianchi-Bihan 2 Gen 2007 da 00:55 (UTC)[respont]

Ra vo echuet e peoc'h gant ar bloavezh ! kemmañ

Un tamm souezhet gant an tabut a welan amañ :

  • Ne ket tu da votiñ pa n'en deus ket kendalc'het Benoni gant an revertoù (ne gomprenan ket toud ar abegoù evit poent) ha n'en deus ket graet anezho diwar e varregezhioù merour
  • Ober gant paranoia pe gant rebechoù (moan e wirionez) da Bianchi-Bihan n'eo ket mat
  • Den ne oar ma vo miret an holl furmoù pe stummoù m'en deus degaset Bianchi-Bihan (ha reoù all) : divizet e vo gant ar Wikipedourien dindan ... un nebeut bloazioù
  • Ne blij ket din ma teufe ur gourdrouz stañkañ den pe den evit abegoù m'eo bet skrivet traig pe draig gantañ. Ar stankañ a zo evit abegoù siriusoc'h : freuzañ, revertoù diehan (a zo muioc'h eget 5 a gavan), gerioù gros dre voaz, kunujennoù padus, ranbennadoù didalvoud silet meur a wech... Piv etre ar skridaozerien enskrivet en deus graet ar gwalloberioù-se?
  • Forzh penaos ne dle ket ur merour stankañ ur skridaozer pa n'eus mall ebet. Ma 'z eus un abeg a-bouez e tle goulenn bewech ali ar verourien all memestra.
  • Sevel un votadenn etre 6 den e-keñver un all evit abegoù dister a-walc'h a vije dizereat
  • Mat eo adlavaret n'eo ket aotreet bezañ diseven e-keñver ar re all e-korf ur brezel gerioù. Posubl eo burutellañ hep bezañ treñk. Ur boas mat : sevel goulennoù a-raok bezañ fuloret.
    --Ch. Rogel 30 Kzu 2006 da 23:29 (UTC)[respont]