Wikipedia:Kumuniezh/Votadegoù


POENT EO VOTIÑ EVIT DILENN HO MEROURIEN GENTAÑ . AMAÑ.

Amañ e vo aozet ar votadegoù evit merañ aozadur ar Wikipedia brezhoneg. Ne vo kontet nemet mouezhioù an dud o deus ur gont war ar wiki-mañ.

M'az peus c'hoant, kerzh da grouiñ da gont amañ > krou da gont.

Rummoù hag isrummoù en unander kemmañ

Ret eo kregiñ gant ar c'hendael (débat): laka da abegoù e-lec'h emañ da boent.
Votet e vo goude ar c'hendael.

A sav a-du

Peogwir eo berroc'h. (s.o. ma fennad e pajenn gendael an degemer) Graet e vez gand an unander er Wikioù alamaneg, katalaneg ha galleg (ha re all a gredan).

Ch. Rogel 23:13, 8 Mar 2005 (UTC)

Paotr 11:35, 9 Mar 2005 (UTC) (ne ra forzh evidon-me)


A sav evit al liester

Da'm soñj ez eus ezhomm eus an daoù. Pennadoù zo a ya mat an unander dezho. Met re all zo gwelloc'h, natureloc'h, kinnig ur ger pe un droienn el liester. Ouzhpenn, techet eo ar brezhoneg d'ober muioc'h gant al liester eget ar galleg, anez komz eus ar gerioù stroll. Da skouer, ezhomm e vo eus ur pennad "gwez" ha neket "gwezenn". Fulup 8 July 2005 08:43 (UTC)

Titloù ar pennadoù devezhioù ar bloaz : Echu kemmañ

goulennet eo ganeoc'h petra a gavit gwelloc'h evit envel titloù ar pennadoù a denn da zezhezhioù ar bloaz :

titloù berr, da skouer : 9 Gwengolo, 25 Kerzu

titloù hir, da skouer : 9 a viz Gwengolo, 25 a viz Kerzu, hag all

a votadeg a zo lañset hiriv (20/09/2005) betek fin ar sizhun (24/09/2005) lakit ho anv implijer hag ho ali amañ :


titlou berr kemmañ

  1. --Paotr 20 Gwe 2005 à 06:30 (UTC) : aesoc'h da gavout
  2. --Fulup 20 Gwe 2005 à 08:04 (UTC) : gwelloc'h eo an titloù berr evel en un deiziadur evit lakaat da glotañ gant ar pennadoù a denn d'ar bloavezhioù el lec'h ma'z eus ezhomm da reiñ kalz a zeiziadoù lerc'h-ouzh-lerc'h. Pounner-tre ha divalav e vefe bezañ rediet da lakaat a viz bep tro. Sellet da skouer ouzh ar pennad 1972 evit kompren gwelloc'h pelec'h emañ an dalc'h.
  3. --Ch. Rogel 20 Gwe 2005 à 21:16 (UTC) - Mat eo ganin an titloù berr evit ped an deizioù gant ma vo graet gant ar stumm hir en testennoù : seurt implijoù stumm berr/stumm hir a vez kavet e saozneg.

titloù hir kemmañ

  1. --Yun 20 Gwe 2005 à 18:55 (UTC) : Pa vez skrivet gant a viz er pennadoù e vo aesoc'h ober al liamm betek pennad an deiz (er pennad kilo da skouer). Ha peogwir e plij din ober gant a viz.


Disoc'h ar votadeg kemmañ

Gant teir mouezh a-enep unan eo divizet implijout titloù berr evit pennadoù devezhioù ar bloaz. Evit ar re a blij gwelloc'h dezho ar stumm hir er pennadoù, posupl eo implijout a sintaks-mañ :

[[24 Gwengolo|24 a viz Gwengolo]]

mod-se e vo liammet ar pennad gant an titl berr ha lennet an titl hir e-barzh ar pennad

Evit gwir, pa m'eus skrivet un deiziad hiriv e soñjen e vefe gwelloc'h chom gant an titloù hir. Pa 'z eus un hengoun staliet mat, gwelloc'h tremen ganti, erfin. Ch. Rogel 25 Gwe 2005 à 18:04 (UTC)

Evel se revo graet ! --Yun 25 Gwe 2005 à 18:10 (UTC)

Dilenn ar Verourien gentañ evit merañ ar Wiki brezhonek kemmañ

Digor eo ar galv evit mont war ar renk evit bezañ merour e-pad ur sizhunvezh etre an 22 Genver (4 eur 30) hag an 29 Genver (4 eur 30) 2006. Votet e vo e-pad ur sizhunvezh ivez etre al Lun 30 Genver hag al Lun 6 C'hwevrer 2006.

Votit AMAÑ.

Ar verourien zo wikipedourien dezho kefredioù ledanoc'h eget an implijerien voas.

Gallout a reont :

  • Diverkañ pennadoù bet enskrivet en a-raok er roll pennadoù da nullañ : Wikipedia:Pajennoù da nullañ
  • Stankañ, evit ur prantad termenet, ar moned ouzh ar wiki d'ar vandaled pe d'an dud na zoujont ket d'ar reolennoù kendivizet.
  • Gwareziñ ha prennañ pajennoù pa sav tabutoù re greñv war o divoud.

A bouez : N'o deus ket ar gwir ar verourien da brennañ pajennoù savet ganto just peogwir ne blij ket dezho gwelet tud all dont da cheñch traoù warno. N'eus ket dreistwirioù gant ar verourien. Ne vezont dilennet nemet evit aesaat ar mont en-dro war ar wiki.

Evit lakaat e anv evel merour e ranker :

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe 2 viz da nebeutañ
  • Bezañ krouet ur bajenn implijer war ar wiki brezhonek, gant ur chomlec'h postel reizh
  • Bezañ oberiant da vat war ar wiki brezhonek

Evit kaout ar gwir da votiñ e ranker :

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe pemzektez a-raok deiz an dilennadeg da nebeutañ (da lavaret eo a-raok an 23 Genver 2006).
  • Bezañ krouet ur bajenn implijer war ar wiki brezhonek, gant ur chomlec'h postel reizh
  • Bezañ oberiant war ar wiki brehzonek dre vras

Evit bezañ dilennet e ranko ar verourien bezañ tapet da nebeutañ 75 % eus ar mouezhioù. Tu zo da votiñ evit meur a verour evel-just. N'eo ket bevennet an niver a verourien rak n'eo ket un afer galloud, un afer kenfiziañs ha c'hoant kas an traoù war-raok eo.

Evit mont war ar renk lakait oc'h anv dindan, ha diplegit e berr komzoù (5 linenn d'ar muiañ) piv oc'h ha perak hoc'h eus c'hoant dont da vezañ merour. Lakait ul liamm war-du ho pajenn implijer ha sinit ho koulenn (gant 4 ~)

Evit gouzout hiroc'h diwar-benn karg ar verourien : Wikipedia:Merourien

Lakaat a ran ma anv evit dont da vezañ merour :

  • Robert Neal Baxter (lesanv war ar wikipedia e brezhoneg: Neal) [1]


  • Yann Trocheris (lesanv war ar wikipedia e brezhoneg : Paotr) [2]. N'eman ket flour evel e plijfe din ma brezhoneg, met setu perak on deuet amañ : evit lakaat anezhan mont war wellaat. Labourat a ran evit ar mare da echuiñ ar rummad Deizioù ar bloaz. Ijinet em boa ar patrom {{Peurunvan}} e chal da harziñ ar brezeligoù diwar-benn an doareoù skrivañ. Sonj a ran e vije gwelloc'h kaout daou pe dri merour/melestrour (ne fell ket din bezañ ar merour nemetañ) : mod-se e vo siouloc'h hon wiki. Stlenour on dre vicher.
  • Fulup Jakez (lesanv war Wikipedia e brezhoneg : Fulup). Lakaat a ran ma anv peogwir e kav din ez eo bras a-walc'h hor wiki bremañ evit kaout e verourien dezhañ e-unan. Labour a vo er mizioù o tont hep mar. Kalzik a bennadoù am eus bet troet ha forzhig re all am eus klasket degas gwellaennoù enno abaoe 8 miz ma'z on oberiant. Klasket em eus ober war-dro pajennoù skoazell ivez evit sikour ar muiañ a dud posupl da gemer perzh. Azasaet eo bet patromoù Babel ganin evit ma c'hallfe pep hini kinnig ar yezhoù anavezet gantañ, troet em eus etrefas ar wiki e brezhoneg penn-da-benn. Lañset em eus rummad Pennad ar sizhun war ar bajenn degemer evit lakaat war wel ur pennad bennak bep sizhun. Klask a ran degas buhez er bajenn degemer o tegas keleier. En diskar-amzer em eus kinniget ur bajenn degemer nevez evit he bravaat ha lakaat un termen d'an tabutoù dizehan, dizereat, ha feuls a-walc'h a oa en-dro d'an doare-skrivañ abalamour d'un den. --Fulup 23 Gen 2006 da 18:50 (UTC)[respont]

Dilenn merourien nevez kemmañ

E miz Du 2006 ez eus un dilennadeg evit merourien nevez. Tu zo dit mont da votiñ amañ : [3]

Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur kemmañ

Evit lenn abegoù ar votadeg hag evit votiñ kit war Wikipedia:Kendivizoù reolata/Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur