Gwilherm Iañ (Alamagn)

(Adkaset eus Wilhelm Iañ Alamagn)
Ur pennad Gwilherm Iañ zo ivez.

Gwilherm Iañ, pe Wilhelm Friedrich Ludwig, pe Wilhelm Iañ hervez e anv alamanek, pe Wilhelm Friedrich Ludwig von Preußen e anv en e hed, ganet d'an 22 a viz Meurzh 1797 e Berlin, marvet d'an 9 a viz Meurzh 1888) e Berlin, priñs eus an tiegezh Hohenzollern, a voe lezroue Prusia (1858-1861), 5vet roue Prusia (1861-1888) da c'houde, ha neuze kentañ impalaer Alamagn, pe Kaiser (1871-1888).

Gwilherm Iañ a Alamagn
Patrom:House of Hohenzollern
Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach, pe Augusta von Preussen, pe Augusta Prussia (1811–1890), rouanez Prusia, impalaerez Alamagn, pried Gwilherm Iañ

Mab e oa da Frederig-Gwilherm III (1770-1840), roue Prusia, ha da Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776-1810). O eil mab e oa ; e vreur henañ e oa Frederig-Gwilherm (1795-1861), a voe roue Prusia war-lerc'h e dad (1840-1861).

E yaouankiz

kemmañ

Evel eil mab, ha dezhañ nebeud a chañsoù da vout roue un deiz, ne voe ket skoliet ervat ar paotr yaouank.

Evel e hendadoù e reas war-dro micher an armoù, ha kemer perzh a reas er brezelioù a-enep da Napoleon e 1814 hag e 1815 ha kontet eo da vezañ bet brezelour kalonek.

D'an 11 a viz Mezheven 1829, ec'h euredas gant Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach, (1811-1890), merc'h da Charlez-Frederig von Sachsen-Weimar-Eisenach (1783-1853), dug-meur Sachsen-Weimar-Eisenach, ha da v-Mari a Rusia (1786-1859).
Daou vugel o devoe:

Plegañ d'ar frankizourien e 1848 ne blijas ket d'an noblañs a oa anezhañ, ma rankas mont da repuiñ da Vro-Saoz. Er bloaz war-lerc'h e voe faezhet gantañ Dispac'herien Baden.


 
Ar priñs Gwilherm o varc'hegañ gant al livour, Franz Krüger, 1836.

Lezroue

kemmañ

E 1857 e voe skoet e vreur Frederig-Gwilherm IV Prusia gant ur barrad, ma vanas e spered betek fin e vuhez. E 1858 e voe lakaet Gwilherm da lezroue, a-raok dont da vout roue Prusia e 1861. Dre ma n'halle ket lakaat ar Breujoù (Landtag) da vouezhiañ a-du gant kreskiñ arc'hant an arme, e soñjas dilezel e garg, met gervel a reas Otto von Bismarck da zont da vinistr gantañ, ha diwar neuze ez eas ar renad war-du an unbenniezh hollc'halloudek. Mestr e voe war ar C'hengevredad Alaman war-lerc'h emgann Sadowa ma voe faezhet an arme aostrian d'an 3 a viz Gouhere 1866.

D'an 2 a viz Genver 1861 e voe anvet da roue Prusia war-lerc'h e vreur henañ Frederig-Gwilherm IV Prusia (1795-1861), marvet divugel.

D'an 18 a viz Genver 1871, pevar miz war-lerc'h dezhañ trec'hiñ war ar C'hallaoued e-kerzh Brezel 1870-1871, e voe anvet impalaer e Trepas ar Melezourioù e palez Versailhez, da zismegañsiñ ar C'hallaoued.


 
Ar gurunenn a Impalaer alaman a voe lakaet war benn Gwilherm Iañ e-barzh Trepas ar Melezourioù e Versailhez, e Bro-C'hall.


Patrom:Succession box two to one

Liammoù diavaez

kemmañ
 
Gwilherm Iañ