Wilhelmine Prusia (1751–1820)
Friederike Sophie Wilhelmine Prusia, pe Friederike Sophie Wilhelmine von Preußen hervez he gwir anv, ganet e 1751 en Berlin hag aet da anaon e 1820 e kastell Het Loo, en Apeldoorn en Izelvroioù, a oa ur briñsez alaman, eus Rouantelezh Prusia, deuet da vout Erbstatthalterin an Izelvroioù dre zimeziñ. Ur vaouez a benn hag a galon e oa.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da August Wilhelm von Preußen, breur da Frederig II Prusia, ha d'e bried Luise von Braunschweig-Wolfenbüttel. Nizez eta e oa d'ar roue Frederig II.
Dimeziñ a reas e 1767 e Berlin d'ar penn-stad Willem V Oranje-Nassau, diwezhañ stathouder Republik an Izelvroioù. Hi an hini a oa e penn an emsav enepdispac'hel er vro.
Pa oa krog an Dispac'h en Izelvroioù e kasas Willem e lez eus Den Haag, ar gêr-benn, da broviñs Gelderland. Hi avat a glaskas distreiñ, ha harzet e voe e dibenn Mezheven e Goejanverwellesluis, ha kaset e voe d'he fried en-dro da Nijmegen . Abaoe bloaz edo he breur o ren e Prusia, ha fellout a reas dezhañ kastizañ an dichekadenn graet d'e c'hoar. Aloubiñ a reas ar Proviñsoù-Unanet e miz Gwengolo 1787. Kalz eus an emsavidi a rankas tec'hel da Vro-C'hall, Willem a adkemeras ar galloud, hogen en em zerc'hel a rae evel ur priñsig dindan veli Prusia.
En 1790, setu Wilhelmine ha Willem V o timeziñ o merc'h Frédérique da briñs pennhêr Braunschweig, ur skoazeller feal da rouaned Prusia ha Bro-Saoz, pa oa bet e dad pennskriver Manifesto Braunschweig. En 1791 e voe dimezet o mab henañ d'ur geniterv prusian, anvet evel he mamm-gaer : Wilhelmine von Preußen (1774–1837) .
En 1795 avat e teuas ar batrioted en-dro gant skoazell Bro-C'hall, ma rankas Willem mont da glask repu da Vro-Saoz da di e genderv George III. Bevañ a reas an daou bried e Kew, met mont a raent ivez da ober chomadennoù da Nassau pe Braunschweig, hag eno e varvas Willem.
He mab a yeas en harlu da-heul e dud, met e 1813 e tistroas d'an Izelvroioù, ma voe anvet da roue evel Willem Iañ an Izelvroioù.