William Scawen
William Scawen (1600–1689) a oa unan eus an dud a gemeras perzh en adsavidigezh ar c'herneveureg. Mont a reas e-barzh Ti ar C'humunioù pa voe dilennet da ezel e 1640. Sevel a reas a-du gant ar roueelourien e-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz.
E vuhez
kemmañMab e oa William Scawen da Robert Scawen, eus Lannales, hag Isabella Nicholls, eus Eglostudi.[1][2] Un denjentil e oa. E miz Ebrel 1640 e voe anvet da ezel eus ar parlamant evit Lannales hag evit reter Logh. Sevel a reas a-du gant ar roueelourien e-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz ha kemer a reas pezh er stourmoù a-gevret gant soudarded a gaozee kerneveureg.
E oberenn
kemmañKompren a reas Scawen edo ar yezh-se o vont da get ha sevel a reas meur a skrid diwar he fenn war e gozhni. Etre 1679 ha 1680 e savas un droidigezh e saozneg eus ar varzhoneg hir Pascon agan Arluth. Sevel a reas notennoù diwar-benn "Passio Christi", ur rann eus an Ordinalia, un dornskrid skrivet e kerneveureg ha miret e Levraoueg Bodleian en Oxford. En un dornskrid meur a gant pajennad e teskriv yezh ha sevenadur pobl Kerne-Veur gwechall. Displegañ a ra ennañ petra eo abegoù diskar ar yezh-se hag en zouez e veneg an diouer a droidigezh eus ar Bibl e kerneveg hag an diouer a zarempred gant Breizh Vihan.