William Tubman
William Vacanarat Shadrach Tubman (29 a viz Du 1895, Harper - 23 a viz Gouere 1971, Londrez) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1944-1971).
Kregiñ a reas gant ar politikerezh o vont da senedour kontelezh Maryland e 1923 ha stourm a reas evit difenn gwirioù an henvroidi. Dilennet e voe da brezidant e 1943 ha kregiñ gant e garg d'an 3 a viz Genver 1944. Daoust ma oa staliet soudarded amerikan er vro abaoe 1942 n'eo nemet d'ar 27 a viz Genver 1944 ma voe disklêriet ar brezel gant Liberia ouzh Alamagn ha Japan. Asantiñ a reas Tubman skarzhañ ar geodedourien alaman diouzh ar vro daoust ma oa kreñv o fouez ekonomikel evit Liberia.
Goude ar brezel e kasas da benn vat ur programm diorren ekonomikel, pezh a lakaas ar vro da vont war vodernaat. Savet e voe hentoù, hentoù-houarn, ospitalioù hag ensavadurioù all.