Skotich

(Adkaset eus Xote)

Ar skotich (pe scottish hervez ar galleg, Schottisch en alamaneg, chotis e spagnoleg, xote e Brazil), zo un dañs-pobl eus Alamagn, Aostria, ha Suis. Un dañs a zaou eo, hep darempred ebet gant Bro-Skos.

Chulapos o tañsal chotis e festoù San Isidro e Madrid, Spagn.

E Breizh-Veur e tegouezhas e 1848, hag anvet "polka alaman" (German polka). E Bro-C'hall ec'h erruas daou vloaz goude hag anvet shottish, diwar ar ger alamanek Schottisch. Pa darzhas ar brezel e 1914 e voe dialamanekaet hag adanvet scottish.

E Breizh

kemmañ

E Breizh e oa peuzdianav betek ar bloavezhioù 1980 pa deuas lanv ar bal traditionnel da glask kemer lec'h ar festoù-noz. Hiziv e vez dañset kenañ gant ar gwellañ dañserien ha dañserezed hag un tammig bihan gant ar re all, ha plijout a ra d'an akordeoñserien vreizhat seniñ tonioù skotich deuet a bep seurt bro.