Y Foel (Clynnog)
Ur pennad Y Foel zo ivez.
Y Foel zo un dorgenn 220 metr uhelder e Clynnog Fawr, e kontelezh Gwynedd, e Kembre. Ur c'hreñvlec'h kelt eus Oadvezh an Houarn zo war-lein.
Lakaet eo bet gant an aozadur Cadw ("Mirout") war roll he 300 a greñvlec'hioù, pa lavar an hendraourien e oa 570 anezho e Kembre
Bryngaer a lavarer e kembraeg eus ur c'hreñvlec'h (caer, deuet da vout kêr e brezhoneg) rakroman war-lein un dorgenn (bryn, deuet da vout bren, bre, e brezhoneg).