Y Fro Gymraeg
Y Fro Gymraeg (distaget [ə vroː ˈɡəmrɑːɨɡ]), da lavaret eo "Ar Vro Gembraek", eo an anv a reer eus al lodennoù eus Kembre ma vez komzet kembraeg gant an darn vrasañ eus an dud. Kreñvlec'h ar c'hembraeg eo ar c'hornioù-bro-se. Daoust ma vez implijet an droienn Y Fro Gymraeg gant kalzig a dud, n'eus ket emglev etre an holl war harzoù resis ar "vro"-se. Ha n'eus tamm anaoudegezh ofisiel ebet ganti evel ma'z eus en Iwerzhon gant ar Gaeltacht, ar c'hornioù-bro ma vez kaozeet iwerzhoneg gant an darn vrasañ eus an dud.
Gant Owain Owain, ur stourmer evit ar c'hembraeg, e voe displeget evit ar wech kentañ petra e oa Y Fro Gymraeg, er gelaouenn Tafod y Ddraig e miz Genver 1964, ha gantañ e voe treset ur gartenn eus ar vro-se. Displegañ a reas ar soñj e oa ret en em gannañ evit gwirioù ar gembraegerien er c'hornioù-bro-se da gentañ penn. Brudet eo chomet ar frazenn skrivet gantañ: Enillwn y Fro Gymraeg, ac fe enillir Cymru, ac oni enillir Y Fro Gymraeg, nid Cymru a enillir ("Gounezomp Y Fro Gymraeg, ha gounezet e vo Kembre ; anez gounit Y Fro Gymraeg, ne vo ket gounezet Kembre").
Goude se e voe savet al luskad Adfer gant Emyr Llewelyn, dezhañ da bal gwareziñ Y Fro Gymraeg. Abaoe 1964 avat eo aet gorread ar "Vro"-se war ziskar evel ma weler pa seller ouzh kartennoù a ziskouez disoc'hoù an niveradegoù a vez graet bep dek vloaz.
Er bloavezhioù 1960 en em astenne eus an eil penn d'egile eus kornaoueg Kembre, eus Enez Mon er gwalarn da hanternoz Penfro ha harzoù Cwm Gwendraeth er c'hreisteiz, ha betek Dyffryn Aman e reter Sir Gaerfyrddin, ha lodennoù bras eus kornaoueg Powys ha kontelezh kozh Sir Clwyd. Hiziv avat eo digresket an dachenn ma vez kaozeet kembraeg gant ar muiañ-niver eus an dud. Peder eus kontelezhioù Kembre a c'haller lakaat er Vro Gembraek bremañ : kontelezh Gwynedd, Sir Gaerfyrddin, Ceredigion hag Enez Mon, daoust ma'z eus lec'hioù enno m'eo deuet ar saozneg da vezañ yezh ar muiañ-niver. Un nebeud lec'hioù all, e diavaez ar c'hontelezhioù-se a zalc'h da gaout dregantadoù uhel ar gembraegerien: lodennoù eus Castell-nedd Port Talbot, lec'hioù zo e kornaoueg Powys, hanternoz Sir Benfro, uhelennoù Sir Conwy (Dyffryn Conwy), uhelennoù ha diabarzh Sir Ddinbych, ha lodennoù eus Sir Abertawe.