Cwm Gwendraeth
Un tolead eus gevred Sir Gaerfyrddin eo Cwm Gwendraeth. Kaoz a vez eus Cwm Gwendraeth met div draonienn Gwendraeth zo e gwirionez, Cwm Gwendraeth Fawr ha Cwm Gwendraeth Fach, ma red ar stêrioù Gwendraeth Fawr, eienet e Llyn Llech Owain, ha Gwendraeth Fach, eienet e torgennoù Dyffryn Tywi.
En em astenn a ra an tolead etre Rhydaman, Llanelli ha Caerfyrddin.
Unan eus kreñvlec'hioù ar yezh eo, un darn eus pezh a anver ar Fro Gymraeg.
E dibenn an XXvet kantved e oa bet savet Menter Cwm Gwendraeth, un aozadur evit kas war-raok an implij eus ar yezh en tolead.
El lodenn uhelañ eus Cwm Gwendraeth, etre Y Tymbl, Dre-fach ha Cross Hands, emañ Parc Coetir y Mynydd Mawr.
Kêriadennoù
kemmañTud brudet
kemmañLiammoù
kemmañ- BBC Cymru "Hanes Cwm Gwendraeth"
- Menter Cwm Gwendraeth
- Kuzul Sir Gaerfyrddin