Y Fron
- Ur pennad Fron zo ivez.
Y Fron (anvet a-wechoù Llandwrog Uchaf pe Cesarea, diwar anv ur chapel) zo ur gêriadenn eus Kembre, e kontelezh Gwynedd. Emañ e-kichen kêriadennoù Rhosgadfan ha Carmel, ouzh tor Moel Tryfan, e lodenn uhelañ Dyffryn Nantlle.
Kresket kalz e oa ar gêriadenn e-kreiz an XIXvet kantved, gant obererezh ar mengleuzioù mein-glas e Chwarel Pen yr Orsedd ha Chwarel y Fron.
Dont a ra forzhik kerzherien d'ar gêriadenn, tud hag a loc'h alese da bignat betek krec'h Mynydd Mawr ha menezioù all Eryri.
Liamm diavaez
kemmañ- Y Fron, e lec'hienn Dyffryn Nantlle (cy) (en)