Yezhadur
Er yezhoniezh e vez implijet ar ger yezhadur evit komz eus an hollad reolennoù a zispleg mont-en-dro ur yezh bennak. Disheñvel eo neuze yezhadur pep yezh diouzh hini ar yezhoù all.
Gwechall ha bremañ
kemmañA-gozh ne veze kontet nemet ar vorfologiezh hag ar gevreadurezh evel tachennoù eus ar yezhadur.
Bremañ avat e vez graet "yezhadur", en un doare kalz ledanoc'h, eus hollad an holl dachennoù-studi a zo e-barzh ar yezhoniezh estreget ar pragmatik, da lavaret eo ar fonetik, ar fonologiezh, ar vorfologiezh, ar gevreadurezh hag ar semantik.
Implijet e vez ivez ar ger "yezhadur" da ober dave da oberennoù dre skrid bet savet evit displegañ reolennoù yezhadur ur yezh bennak, da skouer Yezhadur bras ar brezhoneg Frañsez Kervella.
Yezhadur dre skrid
kemmañUr yezhadur dre skrid a c'hell bezañ dereadegel, da lavaret eo pa dalvezont da zisplegañ penaos e rankfed implijout ar yezh en un doare "reizh" hervez reolennoù normativel an implij hengounel pe deskrivel, da lavaret eo pa dalvezont da zisplegañ reolennoù mont-en-dro ur yezh evel ma vez implijet e gwirionez gant an dud hep soursial evit gouzout hag-eñ eo "reizh" pe get an implijoù-se.
War dachenn ar c'hompoderezh e vez termenet kevreadurezh pep yezh programmiñ gant ur yezhadur furmel dre ma'z eus anezhi ur yezh furmel evel ma vez implijet ivez war dachenn ar matematik. Gant urzhaz Chomsky e vez kinniget meur a zoare yezhadur furmel pennañ.
Yezhadurourien vrudet
kemmañ- Frañsez Kervella (brezhoneg)
- Antonio de Nebrija (spagnoleg)
- Claude Favre de Vaugelas (galleg)