Yezhoù bizkaokazek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù bizkaokazek (anvet ivez yezhoù kaspek pe yezhoù dagestanek) komzet e Dagestan dreist-holl, met ivez e norzh Azerbaidjan ha Georgia.
Brudet eo yezhoù ar familh-mañ abalamour d'ar fonologiezh luziet-tre implijet gante, enni betek 60 kensonenn ha 30 vogalenn.
Yezhoù ergativel daspegel ivez eo an holl anezhe, hag implijet vez gante meur a gas.
Renkadur ar yezhoù bizkaokazek
kemmañEz-hengounel e vez isrannet yezhoù ar familh-mañ e tri bloc'had pennañ evel-hen:
Yezhoù avarek-andiek-didoek
kemmañKomzet e kornôg Dagestan
- Avareg (komzet gant 385,043 den)
- Yezhoù andiek:
- Andieg (komzet gant 9,000 den)
- Botlic'heg (komzet gant 3,000 den)
- Godobereg (ghodoberi: komzet gant 2,500 den)
- Karateg (komzet gant 5,000 den)
- Ac'hvac'heg (komzet gant 5,000 den)
- Bagvalaleg (komzet gant 4,000 den)
- Tindieg (komzet gant 5,000 den)
- Tchamalaleg (komzet gant 4,000 den)
- Yezhoù didoek (pe yezhoù tsezek)
- Tsezeg (dido) (komzet gant 7,000 den)
- C'hvarcheg (khvarsh: komzet gant 1,000 den)
- Hinouc'heg (ginukh: komzet gant 200 den)
- Bejteg (bezhti pe kapuch: komzet gant 2,500 den)
- Hounzibeg (gunzib: komzet gant 600 den)
Ne vez skrivet yezh nag andiek na yezh didoek ebet. implijet e vez an avareg evel yezh dre skrid en o lec'h.
Yezhoù lakek-darvek
kemmañKomzet e douaroù-uhel kreiz Dagestan
Implijet e vez an div yezh-mañ kement dre skrid ha dre gomz.
Yezhoù lezgiek
kemmañKomzet e vez ar yezhoù lezgiek e douaroù-huel $Southeast Dagestan hag e norzh Azerbaidjan.
- Agouleg (aghul: komzet gant 8,782 den)
- Routouleg (rutul: komzet gant 11,933 den)
- Tsac'houreg (tsakhur: komzet gant 10,719 den)
- Boudouc'heg (budukh: komzet gant 1,000 den)
- Oudieg (udi: komzet gant 4,000 den)
- Artcheg (archi: komzet gant 1,000 den)
- Tabasareg (komzet gant 54,574 den)
- Lezgieg (lezgi: komzet gant 304,087 den)
- Kritseg (kryz: komzet gant 6,000 den)
- Kaytakeg (kajtak)
- Koubatcheg (kubachi)
- C'hinalugeg (khinalugh: komzet gant 1,000 den)
Ne vez skrivet nemet al lezgieg hag an tabasareg. Dre gomz e vez implijet ar yezhoù all hepmuiken.