Yoanna a zo ur vaouez a zo meneget hec'h anv en Testamant Nevez, en Aviel Lukaz (8, 3)[1]. Gwreg e oa da g-Kousa, merour Herodez Antipas, hag intañvez e oa marteze rak bez' ez eo unan eus ar gwragez santel a veze da-heul Jezuz.

Dont a ra an anv Yoanna eus an anv gresianek Ἰωάννα (Iōana pe Iōanna), a deu eus an anv hebreek יוֹחָנָה,Yôḥānnāh, a dalvez kement ha "madelezhus eo Doue".

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Troidigezh renet gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 167.