Yocto- (aroueziet dre y) zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 10-24, da lavaret eo dre 0,000000000000000000000001.

Eus al latin octo "eizh" e teu an anv yocto peogwir ez eo kevatal al lieskementer-se da 1/1000-8 ; al lizherenn « y » zo bet ouzhpennet d'ar ger latin evit ma ne vefe ket aroueziet ar rakger gant al lizherenn « o », a c'hellfe bezañ droukvesket gant ar sifr 0. Degemeret e voe e 1991[1].

Notennoù

kemmañ