Yoga
Ar yoga (eus ar sañskriteg : योग )[1] pe Sāṃkhya yoga[2] diazezet war Yoga Sūtra Patañjali a zo unan eus c'hwec'h skol ar brederouriezh indian āstika[3]. Bez' ez eo ivez, ha dreist-holl er C'hornôg, un diskiblezh a glask, dre ar meveriañ, emgastiz ar spered hag embregoù ar c'horf, seveniñ unaniezh an den a-fet korf, bred (psike) ha spered.
Pleustret e veze ar yoga ken abred hag an IIIe milved kent JK. War-dro an Patrom:IIvet kantved kent JK e voe reizhiataet prederouriezh ar yoga gant Patañjali pa genlakaas an holl zamkaniezhioù war ar pleustr diabarzh en e Yoga Sūtra[4].
Istor
kemmañAloubadegoù
kemmañAbaoe tri mil bloaz a-raok JK da vihanañ e vez danzeet ar yoga dre chadenn didorr an treuzkas a vestr[5] da ziskibl, kresket bewezh gant anaoudegezh pleustrek ar c'helenner. Evel se e voe savet teknik ha prederouriezh ar yoga a-hed ar c'hantvedoù.
War-dro ar XVIIvet kantved kt JK e voe aloubet ar Panjab gant an Arianed[6] a zegasas o relijion ganto lezennet er Veda, gwrizienn an Hindouegezh a zo stag ar yoga outi. Degas a rejont o yezh, ar sañskriteg[7], met intret e voent gant hengounioù lec'hel henvroiz Norzh India, gant ar pleustroù yogek a veze gant an Dravidianed pergen. Da-geñver lidoù ar mare-hont, " Distagañ ar formulenn a denn muioc'h d'un hud-mouezh eget d'ur seurt gwirionez klok "[8]. Adkavet e vez ar garm-hud aketus-se er Mantra-Yoga, hag adkavet e vez an aketusted ouzh ar jestr er mudrā-où, stummoù lezennet hag arouezel an daouarn.
War-dro ar VIIvet kantved kt JK ez a an Upaniṣad-où d'ober trede ha diwezhañ strollad skridoù an diskuilhadur vedek. Mont a reas neuze al lañs dreistnaturouriezhel en tu-hont da gelc'h strizh al liderezh, ha sevel betek ar wirionez veur[9] : peurheñvelded an ene hiniennel (ātman) hag an ene hollvedel (brahman)[6], tem adkemeret e prederouriezh ar yoga.
War-dro ar IVe kantved kt JK e voe skridaozet ar Yoga-Sūtra (Y.S.)[10] hag ar Bhagavad-Gītā. Deuet int da vezañ testennoù dave ar yoga.
En XVIIIvet kantved e voe degaset un diskar sevenadurel gant an trevadennerezh saoz.
Adsav
kemmañE penn kentañ an XXvet kantved e teuas ar yoga war wel adarre. E 1924 e voe savet ur skol yoga gant Sri Krishnamacharia hag he deus stummet an Haṭha-Yoga evel m'eo anavezet er C'hornôg.
Danzeet eo bet ar yoga goustadik, intret gant ar pezh a oa en-dro dezhañ hag ouzh e intrañ d'e dro. Ur sevenidigezh pleustrek (sādhanā) eo ar yoga da gentañ penn hag a c'heller kaout dre un askez a ouestl holl nerzhioù ar c'horf hag ar spered[6] ; kar eo d'ar Sāṃkhya dre an holl zegasadennoù damkaniezhel en deus kemeret ennañ.
Patañjali a zeskriv eizh "aṅga" : "ezel" eo ster kentañ "aṅga" met graet e vez un implij teknikel anezhañ. An aṅga-où amañ zo skoazelloù d'ar pezh a zo "aṅgin", pennañ[12]. N'eus ket kaoz eus urzh etrezo ha n'eo ket ret o fleustriñ an eil war-lerc'h egile.
Ar pevar hent hengounel pennañ
kemmañNe c'houlenn ket ar yoga e vije heuliet ar memes hent gant an holl dud. Bez' ez eus meur a hent ha meur a seurt yoga hervez c'hoantoù pep hini hag hervez tuioù liesseurt hon anien. Gant pevar hent hengounel pennañ e c'heller taolenniñ an dastumad doareoù-se. An holl a-gevret pe unan-hag-unan e c'heller o heuliañ :
- Jñāna-Yoga : Yoga an anaoudegezh trehontel ;
- Bhakti-Yoga : Yoga an deoliezh hag an azeulerezh ;
- Karma-Yoga : Yoga ar servij hag an ober diemzamant ;
- Rāja-Yoga : Yoga reizhiataet gant Patañjali hag a ra dreist-holl gant ar meveriañ (dhyāna).
E-barzh un hevelep Hent (मार्ग, mārga) e c'heller kaout redennoù disheñvel. Ne ziskouez ket al liesseurted-se gwander pe ziemglev, met bez' ez eo kentoc'h ur respont da c'houlennoù liesseurt pep hini divent
En tu-hont d'ar pevar hent-se e ranker ouzhpennañ ar C'hriyā-Yoga a vod holl deknikoù ar Yoga (Haṭha-Yoga, Kuṇḍalinī-Yoga, Tantra-Yoga, Yoga-Nidrā (kousk) ha re all c'hoazh).
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ The Sanskrit Heritage Dictionary gant Gérard Huet
- ↑ Essais sur la philosophie des Hindous. Henry Thomas Colebrooke, Jean Pierre Guillaume Pauthier. Éd. Didot, 1834, pajenn 23
- ↑ A anavez ar Veda
- ↑ (fr) Gerhard J. Bellinger, l'Encyclopédie des religions, ISBN 2-253-13111-3.
- ↑ Pajenn 18 : « Hag evit tizhout gwirionez skedus an Unan, a zo goloet gant maya hag efedoù maya, e ranker evelkent ober diouzh kemennoù un Anavezer eus Brahman. En em reiñ d'ar prederiañ ha d'ar meveriañ, ha diwall diouzh kement poellata a vije faos. »
- (fr) Camkaracarya (śaṃkarācārya), Le plus Beau Fleuron de la Discrimination : Viveka-Cuda-Mani, Ed. Jean Maisonneuve, 1998, 176p. ISBN 2-7200-0985-7.
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 Pajennoù 62, 63, 109, 123 & 130, (fr) Michel Mourre, Les religions et les philosophies de l'Asie, Ed. la table ronde, Paris, 1998, 464 p. ISBN 2-7103-0841-X.
- ↑ « Yezh kemplezh hag gwevn, azas ouzh oberiadennoù ar spered eus ar re difetisañ. ». Michel Mourre.
- ↑ (fr) L. Renou, L'Inde classique, t. I, p. 279, (667 pajenn, Emb. Jean Maisonneuve 1990, galleg, ISBN 2-7200-1035-9)
- ↑ Er Chāndogyopaniṣad 6. XIV-6 : « E-pad o c'housk e vez soubet an holl voudoù bev er Brahman, an Unan nemetañ, met boutin d'an holl, hag ankounac'haat a reont ar boud hiniennel a soñj dezho bezañ pa vezont dihun. ». (fr) Gilles Farcet, Les UPANlSHADS Collectif, 125 pajenn, Embanner : Altess, 1999, Français, ISBN 2-905219-38-6.
- ↑ Displegomp e talvez ar meneg : Y.S. 2-30 da skouer : Yoga-Sūtra Pennad II Gwerzenn 30
- ↑ Yoga Sūtra II.29
- ↑ Le Yoga-Sūtra de Patañjali - Le Yoga-Bhāṣya de Vyāsa, Édition, traduction et présentation de Michel Angot, Collection Indika, Les Belles Lettres, 2008, ISBN 978-2-251-72050-0