Speredelezh

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Enebet e vez ar speredelezh (eus al latin spiritus = spered) da materi an Den hag e berzhioù (korf, anien, c'hoantegezh) ha talvezout a ra evit an oberezhioù a denn d'ar spered (komzet e vez eus buhez ar spered). Dont a ra eus ar pleg m'en-deus an Den d'en goulakaat war abeg e vuhezegezh ha war e blas en Hollved. Eus e santimantoù warno eo bet krouet sistemoù prederiañ hag ensavadurioù a bled gant menozioù kevrinel pe relijiel.
PerzhioùAozañ
N'eo ket ket kevatal ar speredelezh d'ar gredenn tamm ebet : er gredenn e vez kaoz eus pennaennoù speredel (dogmoù, doktrin).
Seblantout a ra bezañ ur fed a-gozh ha degas a ra menozhioù boutin en istor an Denelezh.
- Dre al livadurioù kev a gaver war meur a gevandir, ar vein-hir (Stonehenge, Karnag, Enez Valta), piramidennoù Egipt ha Suamerika, an azeuldioù bras-tre (temploù, ilizoù-meur, moskeennoù) e komprener eo prederiet an Den gant menozhioù speredel abaoe deroù ar gevredigezh ha betek bremañ.
An diforc'h gant ar relijionAozañ
N'eo ket memestra ar elijion hag ar speredelezh, rak er relijion e kaver frammoù n'int ket boas pa gomzer eus ar speredelezh. Dre n'eo ket frammet ar speredelezh (er bazenn gentañ d'an nebeutañ) eo diaes skignañ dogmoù. Pa lavarer speredelezh e intenter purvuiañ ez eus meur a hent evit diskoachañ ur wirionez bennaK
Lod a wel ar speredelezh evel ur moien dibar evit tizhout anaoudegezh an Doueegezh pe un Trehontelezh. Hervez ar gevrinourien e c'heller bevañ un darvoud speredel ha neus tu da lakaat gerioù warnañ. Dre ar mont-tre-mañ ne gemerer ket hent ar poell pe hent ar meiz a ginnig tud all evel Jorge-Luis Borges, da skouer.
da vezañ kendalc'het