Ur peulvan, pe peulven a-wechoù (liester : peulvanoù, peulvini, peulvinier) a zo ur maen-hir, da lavaret eo ur maen sanket en e sav en douar. Kavet a vezont alies a regennadoù pe a g-kelc'hioù (krommlec'hioù a vez graet anezho pa vezont er stumm-se).

N'ouzer ket perak int bet savet. Krediñ a reer koulskoude e oant lec'hioù sakr e-lec'h ma veze graet lidoù relijiel.

Anvioù

kemmañ

Maen-hir

kemmañ

Ur maen-hir (liester : mein-hir) a zo ur maen bras ha hir savet a-serzh en douar da vare ar Ragistor evit ar braz anezhe.

Ur maen-hir a zo ur meurvaen pe megalit.


 
Mein-hir e Karnag (Breizh).

Ar ger brezhonek hag ar ger etrebroadel

kemmañ

Ar ger maen-hir, gant ar stumm menhir, a zo deuet da vezañ ar ger etrebroadel evit envel ar savadur-se.

Daoust d'ar pezh a vez lavaret alies ez eo ar ger "maen-hir" ur gwir c'her brezhonek, ha kavet e vez koulz er yezh komzet hag en anvioù-lec'h[1].

Ar c'hevatal rik a gaver e Breizh-Uhel gant ar ger "pierre longue", tra ma vez lavaret kentoc'h "pierre-fitte", "pierre-fiche" e galleg ar bobl e Bro-C’hall.

Gerioù heñvelster

kemmañ

Gerioù heñvelster a zo e brezhoneg. An hini anavezetañ eo peulvan, hag a dalvez kement ha "lec'h gant ur peul" (peul + man), ger a vez komprenet alies evel "peul-maen", e gaou avat.

Ar ger maen-sav a zo ivez.


Ar vein-hir er bed

kemmañ
 
Mein-hir en Europa

Kavet e vez mein-hir un tammig dre-holl er bed.

En Azia eo e Tibet e kaver ar re heverkañ.

En Afrika e kaver mein-hir dreist-holl e gwalarn Maroko, e norzh Aljeria hag e norzh Tunizia, ha reoù all e Senegal ha Mali.

Met ar pep brasañ a gaver en Europa, dreist-holl e Breizh-Veur, en Iwerzhon hag e Breizh. E Breizh hag e Kernev-Veur ha Devon eo moarvat emaint ar stankañ.

Mein-hir uhelañ ar bed

kemmañ
 
Maen-hir Kerloaz e Plouarzhel (Breizh). An hini brasañ er bed en e sav.

N'ouzer ket re hag-eñ eo bet en e sav gwezh ebet "Maen ar Wrac'h" e Lokmaria-Kaer, anvet eo ivez ar "Maen-hir bras". 20,60 m e ra-eñ, ha betek 23,50 m e vije bet.

E Plouarzhel, e Bro-Leon emañ ar maen-hir uhelañ en e sav, 12 m e ra, e kêriadenn Kerloaz emañ.

E Plijidi, e Bro-Dreger emañ maen-hir Kailouan, a dap 11 m.

E Louergad, e Bro-Dreger emañ maen-hir Pergad, hag a dap 10,30 m.

Gwelet a reer eta eo e Breizh e kaver peulvanioù uhelañ ar bed, ral a-walc'h eo gwelet mein-hir hag a dap en tu-hont da 5 m.

Maen-hir uhelañ Bro-C'hall a ra 7 m, en Avrillé e Poatev, 7,5 m a ra maen-hir uhelañ Breizh-Veur ("Rudston Monolith" en East Riding of Yorkshire).

Steudadoù pe aridennadoù

kemmañ

Gallout a reer kavout mein-hir en o unan, mein-hir a-stroll (2 pe ouzhpenn), pe c'hoazh mein-hir a-steudad.

Ar re anavezetañ er bed eo re Garnag e Bro-Wened, war-hed 4 km, 2 934 maen ouzh o ober.

Ar steudad heverkañ eo hini ar Veneg, war 11 regenn, ouzh e ober 1 169 maen. 4 m eo ar maen brasañ ha 0,60 m an hini bihanañ.

Met e departamant an Il-ha-Gwilen eo e kaver ar muiañ a steudadoù (tost da 30), (aridennad Sant-Yust da skouer eil lec'hienn evit ar vein-veur e Breizh goude Karnag), a-raok Penn-ar-Bed (tost da 20) hag ar Mor-Bihan (13).

Peulvinier adsavet ha reoù nevez

kemmañ
  • E 1985 e oa bet adsavet e Pradledan, e Plabenneg, ur maen-hir 7 m hed hag 20 tonenn. Ar wech kentañ er bed eo e vije bet graet kemend-all gant an doareoù kozh[2].
  • Adalek 1989 ez eus bet adsavet un darn eus peulvinier Monteneg en o lec'h orin.

Skeudennoù

kemmañ

Peulvanoù e Breizh

kemmañ

Peulvanoù e broioù all

kemmañ


Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Gwennole ar Menn, "Menhir, dolmen, néologismes ou mots bretons?", Revue archéologique de l'Ouest, Supplément n°2, 1990, p.373a-376.
  2. [1]

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.