Évora
Évora (/ˈɛvuɾɐ/] e portugaleg) zo ur gêr hag ur gumun e Portugal, e distrig Évora, en Alentejo. E 2021 e oa 53 591 a dud o chom enni. Pennlec'h distrig Évora eo.
Deiziad krouiñ | 1166 |
---|---|
Anv ofisiel | Évora |
Anv er yezh a orin | Évora |
Stad | Portugal |
Kêr-benn eus | Distrig Évora, Alentejo Central |
E tiriad | Distrig Évora, Alentejo Central |
Gwerzhid-eur | Western European Time |
Daveennoù douaroniel | 38°34′21″N 7°54′26″W |
Ezel eus | Organization of World Heritage Cities |
Devezh-gouel | patronal festival |
Prizioù resevet | Officer of the Military Order of the Tower and Sword |
Kod-post | 7000 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.cm-evora.pt |
Kod pellgomz an takad | 266 |
Abalamour d'he savadurioù kozh e stad vat (mogerioù-difenn eus ar Grennamzer, iliz-veur, palez ar roue Manuel Iañ, palez duged Cadaval, templ roman...) ez eo bet lakaet Évora war roll lec'hiennoù ar glad bedel gant an UNESCO. Gant se e teu touristed a-leizh da weladenniñ kêr.
Monumantoù roman
kemmañDont a ra anv portugalek Évora eus an anv latin Eburobrittium, liammet ouzh un doue kelt Eburianus, a greder. Savet e vije anv an doue diwar *eburos, anv an ivinenn.
En amzerioù rakroman e oa kêr Évora ur c'hreñvlec'h (oppidum). En amzer ar republik roman e oa anvet Ebora Cerealis. Pa c'hoarvezas brezel diabarzh Caesar etre Julius Caesar ha Pompeius e chomas feal da Gaesar, ma voe roet dezhi goude al lesanv a Liberalitas Iulia.
Ur monumant roman all a oa, ar volz-enor bet distrujet e 1570 evit sevel an iliz Santo Antão.
-
Templ roman Évora, anvet ivez Templ Diana
-
Iliz-veur Évora