Yocto
(Adkaset eus Yokto)
Yocto- (aroueziet dre y) zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 10-24, da lavaret eo dre 0,000000000000000000000001.
Eus al latin octo "eizh" e teu an anv yocto peogwir ez eo kevatal al lieskementer-se da 1/1000-8 ; al lizherenn « y » zo bet ouzhpennet d'ar ger latin evit ma ne vefe ket aroueziet ar rakger gant al lizherenn « o », a c'hellfe bezañ droukvesket gant ar sifr 0. Degemeret e voe e 1991[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Résolution 4 de la 19e CGPM (1991) @ Conférence générale des poids et mesures. Kavet : 16 Kzu 24.