You'll Never Walk Alone
You'll Never Walk Alone zo ur ganaouenn savet gant an daou sonaozer stadunanat Oscar Hammerstein II (evit ar gerioù anezhi) ha Richard Rodgers (evit an ton anezhi) e 1945.
Rann eus | Carousel |
---|---|
Titl | You'll always walk home |
Seurt oberenn | kanaouenn |
Tachenn | sonerezh poblek |
Dezerc’her | Frank Sinatra, Gerry and the Pacemakers, Barbra Streisand, Susan Boyle, Fast Food Rockers |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Deiziad embann | 1945 |
Sonaozer | Richard Rodgers |
Testenn gant | Oscar Hammerstein II |
Produer | talvoud ebet |
Notenn ar varnouriezh | 4.5/5 |
Dezverket dre | show tune, football chant |
Music created for | Carousel |
Deuet eo da vezañ ur standard, bet adkanet gant meur a arzour hag aet da gan un nebeud kleuboù mell-droad, al Liverpool Football Club en o zouez.
Istor ar ganaouenn
kemmañDa gentañ-penn e oa bet savet evit ar gomedienn war gan Carousel a oa bet krouet e Broadway ma veze kanet gant an aktourez stadunanat Christine Johnson. Berzh he devoa graet ar ganaouenn er Stadoù-Unanet Amerika en abeg d'ar mare : ne oa ket peurechu an Eil Brezel-bed hag ur bern tud a chome ur c'har dezhe war dalbennoù Europa pe ar Meurvor Habask c'hoazh.
Gant ar strollad eus Liverpool Gerry and the Pacemakers e oa bet kanet e 1963 ha ne badas ket pell a-raok ma'z eas da gan ofisiel suporterien ar c'hleub lec'hel kerkent ha 1964. Un enrolladur eus o c'hanioù a gaver e dibenn ar ganaouenn Fearless (en albom Meddle (1971)) gant ar strollad Pink Floyd.
D'ar 4 a viz Du 2001 e oa bet kanet You'll Never Walk Alone gant Barbra Streisand da-geñver an Emmy Awards evit dougen bri d'an holl dud bet gloazet pe laeret o buhez digante e-kerzh Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001.