Ysbaddaden Pencawr
Ysbaddaden Pencawr (pe "Ysbaddaden Pennaeth y Cewri", da lavarout eo "penn ar gorred", pe Ysbyddaden Bencawr) eo anv ar ramz a zo tad Olwen en danevell Kulhwch hag Olwen er Mabinogi. Hervez ur vojenn e ranko mervel pa zimezo e verc'h.
Pa deuas Kulhwch hag e dud da c'houlenn dorn Olwen e voe graet un degemer a zoare dezhañ: taolet mein outo, ha tri goaf kontammet. Adtaolet an tri goaf da Ysbaddaden, ha gloazet an den: gant an hini kentañ eo gloazet e c'hlin, gant an eil e vruched, gant an trede e lagad, treuzet betek e gilpenn.
Levrlennadur
kemmañ- Rachel Bromwich ha D. Simon Evans (gol.), Culhwch ac Olwen (Caerdydd, 1988)