Kulhwch hag Olwen, pe Culhwch ac Olwen hervez doare ar c'hembraeg, zo unan eus koshañ danevelloù ar Mabinogi. Miret eo e Llyfr Gwyn Rhydderch (skrivet war-dro 1325) ha Llyfr Coch Hergest (war-dro 1400). Lakaet e voe gant Charlotte Guest e-touez an 11 danevell a vodas en he levr The Mabinogion.

Kulhwch hag Olwen e lez Ysbaddaden

Unan eus oberennoù meur lennegezh kembraek ar Grennamzer eo. Unan eus ar skridoù koshañ a ra anv eus ar Roue Arzhur hag e varc'heien eo ivez. Disheñvel eo an Arzhur kembraek diouzh hini gallek Chrétien de Troyes avat. Amañ eo ur brezelour brezhon, denel ha bresk, kentoc'h eget ur roue kristen kourtes faltaziet gant Jafrez Menoe. Dont a ra eus mojennoù brezhon, hep levezon diavaez ebet, goude ma kaver meneg eus tud a Vreizh Vihan, ha betek eus Gwilherm an Alouber.

Diouzh ar yezh e kav da lod e vije bet savet war-dro an XIvet kantved. Da neuze e vije ar skrid arzhurian kentañ hag unan eus skridoù koshañ Kembre. Evit anv ar gontadenn n'eus ket anezhañ en dornskridoù.
E-touez an arroudoù heverkañ e vez meneget deskrivadur Culhwch war e varc'h, a oa bet adkemeret gant Araith Wgon er XVIvet kantved, hag er XVIIvet e barzhonegoù awenet gant an danevell. Un arroud brudet all eo hini an emgann gant an hoc'h-gouez Twrch Trwyth. A-hend-all eo ret menegiñ dibun anvioù servijourien ar roue Arzhur.

An istor

kemmañ
 
Kulhwch e lez Arzhur.

Tad Culhwch, ar roue Cilydd, mab da g-Celyddon, a zo marvet e wreg Goleuddydd er gwilioud. Addimeziñ a ra, met Culhwch ne fell ket dezhañ klevout anv eus an dimeziñ ragaozet etre eñ hag e lezc'hoar gant e lezvamm. Ha hi fuloret ha teurel he mallozh warnañ hag embann n'hallo dimeziñ da blac'h ebet nemet da Olwen, merc'h ar ramz Ysbaddaden Pencawr.
Ha Culhwch, ha n'en deus ket he gwelet biskoazh, da orgediñ outi. Met klevout a ra digant e dad n'en he c'havo gwech ebet hep skoazell e genderv brudet, Arzhur. Hag eñ mont da glask war-lerc'h Arzhur. E gavout a ra en e lez e Celliwig, e Kernev-Veur. Ha setu aze koshañ meneg eus lec'h lez Arzhur ivez.
Prest eo Arzhur da sikour, ha kas a ra c'hwec'h eus e wellañ brezelourien davet Culhwch, da glask war-lerc'h Olwen. En o zouez emañ Cai (breur Arzhur, a vo Sir Kay el lennegezh arzhuriek), Bedwyr (Sir Bedivere), ha Gwalchmei (Sir Gawain, niz da Arzhur).
Degouezhout a reont gant kerent da Gulhwch a anavez Olwen hag a zo prest da aozañ un emgav dezho. Plijet eo Olwen gant Culhwch, met dimeziñ gantañ n'hall ket hep asant he zad. Ha hennezh ne fell ket dezhañ lezel e verc'h da vont hep reiñ un daou-ugent trevell bennak d'ober da zanvez e vab-kaer a-raok.
Ne gonter dimp nemet un toulladig anezho, ha lazhet eo ar ramz ha gallout a ra Olwen dimeziñ evel ma kar.

Diwar-benn an istor

kemmañ

Tres ur gontadenn-bobl ordinal he deus an danevell, gant ur paotr yaouank o klask dimeziñ da verc'h ur ramz. Elfennoù ordinal a gaver: ganedigezh iskis, lezvamm warizius, karantez o sevel er paotr o klevout anv ar plac'h, ha traoù all.

E-pad an hanter eus an danevell n'eus ket nemeur a gaoz eus Culhwch pe Olwen. Kentoc'h eus ar roue Arzhur hag e dud, hag eus darvoudoù a bep seurt, ouzhpenn an div listennad hir.

Listennoù

kemmañ

Levezon

kemmañ

Diwar Culhwch ac Olwen eo bet savet Beren and Lúthien, un danevell e-barzh The Silmarillion skrivet gant J. R. R. Tolkien.

Levrlennadur

kemmañ

Ar skrid

kemmañ
  • Rachel Bromwich ha D. Simon Evans (ren.), Culhwch ac Olwen (Gwasg Prifysgol Cymru, Caerdydd, 1988)
  • Bromwich. Rachel and Evans, D. Simon Culhwch and Olwen: An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale University of Wales Press, 1992. ISBN 0-7083-1127-X.

Testenn diplomatek en doare-skrivañ orin e-barzh daou zastumad J. Gwenogvryn Evans:

  • The Text of the Mabinogion... from the Red Book of Hergest (Rhydychen, 1887)
  • The White Book Mabinogion (Pwllheli, 1907; embannadur nevez gant R.M. Jones, Llyfr Gwyn Rhydderch, Gwasg Prifysgol Cymru, 1973)
  • Patrick K. Ford (troour hag embanner), Culhwch and Olwen, e-barzh The Mabinogi and Other Medieval Welsh Tales, Berkeley: University of California Press, 1977. ISBN 0-520-03414-7

E brezhoneg

kemmañ

Studiennoù

kemmañ
  • Idris Foster, 'Culhwch ac Olwen' e-barzh Y Traddodiad Rhyddiaith yn yr Oesau Canol, Geraint Bowen (embanner), (Caerdydd, 1974)
  • Idris Llewelyn Foster, "Culhwch and Olwen ha Rhonabwy's Dream" in Arthurian Literature in the Middle Ages, Roger S. Loomis (editor). Clarendon Press: Oxford University, 1959. ISBN 0-19-811588-1
  • Jeffrey Gantz (translator), Culhwch and Olwen, e-barzh The Mabinogion, Penguin, November 18, 1976. ISBN 0-14-044322-3

Liammoù diavaez

kemmañ