Yvon Palamour a zo un ebenour, luder ha stourmer sevenadurel breizhat.

Ganet eo bet e 1932.

Unan eus animatourien kelc'h keltiek Jabadao eo bet e Pariz.

Ur wech distro da Vreizh e 1967 en deus roet lañs da vagad Pleuwigner hag aozet kenstrivadegoù sonerien daou-ha-daou. Ezel eo eus ar strollad kanerien "Paotred Pleuinier".

Resevet en deus kolier an Erminig d'an 19 a viz Gwengolo 2015 e Gwened.