Zepto
Zepto- (aroueziet dre z) zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 10-21, da lavaret eo dre 0,000000000000000000001.
Eus al latin septem "seizh" e teu an anv zepto peogwir ez eo kevatal al lieskementer-se da 1/10007 ; al lizherenn « z » zo bet dibabet da gemer lec'h an « s » latin evit mirout na vefe meur a unanenn aroueziet gant al lizherenn-se en SI. Degemeret e voe e 1991[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Résolution 4 de la 19e CGPM (1991) @ Conférence générale des poids et mesures. Kavet : 16 Kzu 24.