Zugspitze
Ar Zugspitze zo ur menez en Alpoù Alamagn. Ar menez uhelañ eo en Alamagn, gant 2 962 vetr uhelder. En aradennad Wetterstein emañ, er su da gêr Garmisch-Partenkirchen, ha tremen a ra an harzoù etre Alamagn hag Aostria drezañ ivez. Ouzh torioù ar Zugspitze ez eus teir skorneg a zo e-touez ar re vrasañ en Alamagn : Schneeferner an hanternoz, 30,7 hektar he gorread, an Höllentalferner, 24,7 hektar he gorread, ha Schneeferner ar c'hreisteiz, 8,4 hektar he gorread.
An den kentañ a dizhas ar Zugspitze e voe Josef Naus, skoazellet gant daou zen all, Maier ha Johann Georg Tauschl, hag a bignas betek kern ar menez d'ar 27 a viz Eost 1820.
Er goañv e vez kalz a dud o taremprediñ ar Zugspitze da skiañ war e dorioù, dreist-holl e tu ar c'hreisteiz, er Zugspitzplatt.