Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag al Liger ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez ar Venec'h
Anv gallek Île aux Moines
Geografiezh
Lec'hiadur Liger
Daveennoù lec'hiañ 47° 22′ 05″ N, 1° 09′ 14″ K
Gorread 0,33 km²
Geologiezh Enez stêr
Melestradurezh
Bro Breizh Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Ankiniz-Sant-Gerent
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez ar Venec'h (Île aux Moines e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger, e kumun Ankiniz-Sant-Gerent (kumun gozh Ankiniz), el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned.

Tost da ribl kleiz ar stêr (er Su) emañ an enezenn. Muzuliañ a ra 1,6 km a hirder ha 300 m a ledred, gant ur c'horread a 33 ha[1]. Emañ Enez Delage er gwalarn hag inizi Bernardeau-Boire-Rousse ha Kergelenn er reter da Enez ar Venec'h.

N'eus pont ebet a stag an enezenn ouzh ribloù ar stêr met moaien zo da vont di dre ur roudouz pa vez disec'het brec'h su al Liger.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. (fr) "Île aux Moines", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.