Qop
(Adkaset eus ק)
Naontekvet lizherenn meur a abjad semitek eo qop(h) (marmouz), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (ק), siriek (ܩ) hag arabek (ق).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma oa heñvel he stumm orin ouzh hini ur marmouz gant ul lost.
Distaget e veze (LFE) [kˁ] er penn-kentañ.Bremañ, avat, e vez distaget [q] en arabeg ha [k] en hebraeg unvan a-vremañ.
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek qoppa Ϙ, estruskek , latin Q .
Hervez ar reizhiad niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ 100.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |