6,35 mm Browning

(Adkaset eus .25 ACP)

Ar 6,35 Browning, e anv metrek 6,35 x 16 mm SR, anavezet ivez dindan an anvioù .25 ACP pe .25 Auto, zo ur munision ijinet e 1903 gant an amerikan John M. Browning evit ar pistolennoù damaotomatek bihan.

6,35 mm Browning
Skeudenn ar pennad .22 Long RifleUr gartouchenn 6,35 mm Browning
Doare
Kalibr .25 / 6,35 mm
Doare douilhez damvourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Banniel Belgia Belgia (hervez ar CIP)
Muzulioù
Ø bannadell 6,38 mm
Ø trogleuziñ 6,17 mm
Ø kolier 7 mm
Ø korf an douilhez 7,1 mm
Ø strad 7,7 mm
Tevder ar strad 1,1 mm
Hirder an douilhez 15,6 mm
Hirder ar gartouchenn 23,1 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 1 da 4 g
Tizh o vont e-maez V0 230 da 530 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 1.700 bar
Energiezh ar vannadell 85 da 200 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Deveret eo ar 6,35 Browning eus ar c'hartouchennoù kozh evel ar .25 Stevens hag ar 6,35 Pickerts. Pal ar c'halibr-mañ e oa bezañ ken galloudus evel unan .32 Smith & Wesson ha ken bihan evel unan .22 LR. John Browning en doa choazet e vefe skoet ar munision e-kreiz ha n'eo ket war he zro, ar pezh a zo gwelloc'h evit adkargañ an armoù damaotomatek pe aotomatek.

Implij

kemmañ

Izeloc'h eo energiezh ur vannadell 6,35 Browning evit unan .22 LR ha brasoc'h eo he zreuzkiz. Izeloc'h eo neuze he galloud-herzel.

Poblek e oa ar munision-mañ e penn-kentañ an XXvet kantved evit an dud a glaske ober gant pistolennoù bihan : polis, ofiserien, siviled amerikan o doa c'hoant da gaout un arm er gêr d'en em zifenn. Ar bistolenn Browning M1906, a implije ar munision-mañ, a oa deuet da vezañ poblek peogwir e c'halle bezañ renket pe kuzhet en ur c'hodell.

E fin an Eil Brezel-bed en deus ar .25 ACP kollet tachenn dirak ar munision 7,65 Court (.32 ACP) a oa marc'hadmatoc'h. Abaoe un nebeud bloavezhioù e teu diouzh ar c'hiz en-dro hag armoù kambret e 6,35 Browning a vez kinniget bremañ gant ar merkoù CZ pe Beretta.

Daveennoù

kemmañ
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan